1. Blokad frouezh.
Un daou pe dri c'hrapad rezin. Eus pep begel-bolz e tiskenn, e-giz ur c'hrapad, ur bern bleunioù.
2. Bagad zo tost-tre an hiniennoù anezhañ an eil d'egile.
Ur c'hrapad paotred vihan bodet en disheol. Ken lies a brenestr, ken lies a grapad sellerien.
DHS. bodad, laz, tolpad, toullad.
3. Pennad amzer.
A-benn ur c'hrapad. Goude bezañ chomet ur c'hrapadig da leñvañ.
HS. frapad, krogad, maread, reuziad.