Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
10
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Kreskenn gigek dantek ha ruz a vez war penn evned zo. Kribenn ar c'hilhog. 2. Dre heveleb. Kuchennad vlev pe bluñv a vez war c'horre un tokarn. 3. Lein ur menez, ur roc'h, h.a. Kribennoù suilhet Menez-C'homm. [1924] War ar c’hribennoù e weler kurunennad ar c’hoadoù pin. [1954] Teñval-sac’h e oa e[n]-dro din, netra ne spurmañten nemet eon o vourbouilhat war gribenn ar gwagennoù rak, anat da bep hini, ur c’hast amzer a ra ar peurliesañ e-kerzh ar goañv e pleg-mor al Leon. 4. Korf Kribenn-c'har : lodenn dirak askorn ar c'har. Kribenn ma gar. Kribennoù ma divhar. 5. Trl. skeud. Diskenn e gribenn da ub. : e lakaat da ober peoc'h, da devel, h.a. & Bezañ izel e gribenn : bezañ trist, mantret, mezhek. [1954] E-keit m’edomp o skarañ war-du an Oriant, gwell izel ganimp hor c’hribenn, e oa Boué de Lapeyrère, gant e lestr hag e sonerien-eñ, o kejañ a-wel d’an enezenn Gwadeloup gant ar Paskal. [1955] Pa zeuen d’abardaez da Grec’h Elies, skuizh ha gwall izel va c’hribenn goude un dro-wenn ouzhpenn, e veze aner da Soaz Sapeur mitonañ va soubenn hag aozañ an traoù ma oan ken sot ganto ; a-walc’h am beze gant un tañva diouto, rak zoken gant ar sukr e kaven blaz ar c’hwerv. & Bezañ ruz e gribenn : bezañ ruz e benn.

Exemples historiques : 
18
Masquer la liste des exemples

kribenn

1499
Référence : LVBCA p126 (craiste)

kribennoù

1732
Référence : GReg pg crete (excrescence de chair sur la tête des coqs, & des poules)

kribennoù merc'hed

1732
Référence : GReg pg coëffure haute

kripennoù

1732
Référence : GReg pg crete (excrescence de chair sur la tête des coqs, & des poules)

kripenn

1732
Référence : GReg pg crete (excrescence de chair sur la tête des coqs, & des poules)

kribenn

1732
Référence : GReg pg crete (excrescence de chair sur la tête des coqs, & des poules)

kribenn

1850
Référence : GON.II.HV pg kribel ou kriben (Crête, morceau de chair rouge qui vient sur la tête de certains oiseaux. Huppe, aigrette, touffe de plumes que portent quelques oiseaux sur la tête. De plus, sommet, cime. - Cimier), klipen

Eilgeriañ anezhi a rejont, pep hini en e yezh, eus raosklegoù ar stêr, eus poulloù ha lennoù ar c’hlann, da gevioù ar menez ha da wezegoù avelet ar c’hribennoù.

1924
Référence : SKET.II p.52

War ar c’hribennoù e weler kurunennad ar c’hoadoù pin.

1924
Référence : SKET.II p.47

En tu all da Blounerin, ur c’hilhog, un toullad yer ha polezi d’e heul, sonn e benn, ruz e gribenn, pluñv e lost gwer-[g]las, lugernus, o vrañsigellat war e gein, a heñche e verc’hed etrezek ur bern teil.« — Rog ! rog ! ko ! ko !… deuit, va dousigoù koant, deuit ! « Hag e skrabe. « — Rog ! rog !

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.949-950 (Mae 1924)

Seul vui hen anavezer, seul vuioc'h a gondonioù hag a gribennoù a zizoloer ennañ, en donvor koulz hag e-kichen an aod.

1943
Référence : TNKN p12

Nemet ar menezioù a zo uhel, ha goloet a goad pin. O c'hribennoù 'zo koumoulennet, pezh a laka an deiz da vezañ teñval da 7 eur abardaez e-kreiz an hañv.

1944
Référence : EURW.1 p.128

Pelec'h 'z eus taolioù-lagad sebezusoc'h eget diwar lein bourk Skrignag, gwintet evel un neizh bran war gribenn Menez Arre ?

1944
Référence : EURW.1 p.166

Teñval-sac’h e oa e[n]-dro din, netra ne spurmañten nemet eon o vourbouilhat war gribenn ar gwagennoù rak, anat da bep hini, ur c’hast amzer a ra ar peurliesañ e-kerzh ar goañv e pleg-mor al Leon.

1954
Référence : VAZA p.88

E-keit m’edomp o skarañ war-du an Oriant, gwell izel ganimp hor c’hribenn, e oa Boué de Lapeyrère, gant e lestr hag e sonerien-eñ, o kejañ a-wel d’an enezenn Gwadeloup gant ar Paskal.

1954
Référence : VAZA pp.112-113

Ha bez’ veze amañ ha du-hont pezhioù pikoloù reier gwintet bern-war-vern, gwisket gant spoue ken tev, ken lufr ha voulouzenn ur vantell roue, ha diouzh o c’hribenn e ruilhe dour hag eon gant muioc’h a drouz eget na rafe ar c’hurunoù.

1954
Référence : VAZA p.167

Pa zeuen d’abardaez da Grec’h Elies, skuizh ha gwall izel va c’hribenn goude un dro-wenn ouzhpenn, e veze aner da Soaz Sapeur mitonañ va soubenn hag aozañ an traoù ma oan ken sot ganto ; a-walc’h am beze gant un tañva diouto, rak zoken gant ar sukr e kaven blaz ar c’hwerv.

1955
Référence : VBRU p.10

Gant an avel vervent e vez degaset ar c'houmoul da stekiñ ouzh ar c'hribennoù ha, diouzh tu an avel c'houziz, ez eo Menez ar C'hameroun unan eus al lec'hioù gleborekañ a zo war an douar : e Diboundja e kouezh ouzhpenn dek metrad dour ar bloaz.

1985
Référence : DGBD p21

L'Office public de la langue bretonne