En tu all da Blounerin, ur c’hilhog, un toullad yer ha polezi d’e heul, sonn e benn, ruz e gribenn, pluñv e lost gwer-[g]las, lugernus, o vrañsigellat war e gein, a heñche e verc’hed etrezek ur bern teil.« — Rog ! rog ! ko ! ko !… deuit, va dousigoù koant, deuit ! « Hag e skrabe. « — Rog ! rog !
Seul vui hen anavezer, seul vuioc'h a gondonioù hag a gribennoù a zizoloer ennañ, en donvor koulz hag e-kichen an aod.
Pa zeuen d’abardaez da Grec’h Elies, skuizh ha gwall izel va c’hribenn goude un dro-wenn ouzhpenn, e veze aner da Soaz Sapeur mitonañ va soubenn hag aozañ an traoù ma oan ken sot ganto ; a-walc’h am beze gant un tañva diouto, rak zoken gant ar sukr e kaven blaz ar c’hwerv.
Gant mil ha mil boan, ha c’hoazh goude bezañ harpet gant va gwreg, e teuis a-benn da lakaat va Yuzev lorc’hus da grediñ ne rae ket ar Barisianed [Barizianed ] a-zoare gant trefoedach ar c’hwiblaerien, ha d’an diwezh, seul vui ma ’z ae e gribenn war izelaat e plegas d’adstagañ da zeskiñ ar galleg hag e penn kentañ distagadur ar vogalennoù u, é, e hag all, ha dreist-holl ar sonennoù-fri on, an, in, un, n’eus ket anezho e Rusianeg.
Gant an avel vervent e vez degaset ar c'houmoul da stekiñ ouzh ar c'hribennoù ha, diouzh tu an avel c'houziz, ez eo Menez ar C'hameroun unan eus al lec'hioù gleborekañ a zo war an douar : e Diboundja e kouezh ouzhpenn dek metrad dour ar bloaz.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
kribennañ