Sin ar C'hristen eo sin ar Groaz hag a zle da ober pa sev [sav] ha pan a da gousket, pan a er-maez a'n ti, pan antre en Iliz, pand eo kestion a zibriñ, nag a evañ, pan komañser pidiñ Doue hag en komañsamant hon holl euvroù, pan en em gaver en un nesesite bennak, dañjer pe temptasion : o kas an dorn dehoù d'an tal, en ur lavaret : In nomine Patris; goude d'ar c'hof, en ur lavaret : Et filii; ha goude d'ar skoaz kleiz, hag er fin en hini dehoù, en ur lavaret : Et Spiritu Sancti, Amen.
ur c'hristen fall a zen
kristen
DA EVESHAAT : Dreist-holl, lennerien ger, na vez ket e vefec’h souezhet pa welot hor gourdadoù oc’h ober en o buhez, en o menozioù, en o oberoù, evel paganed. Paganed ez oant-i e gwirionez, ha n’oufed gortoz anezho da gomz ha d’en em ren evel kristenien, pa n’oant ket ! Bravoc’h a se n’eo ken an taolioù-kaer o deus graet !
Kristenien hag all
Un dever eo klask korf un den beuzet evit douarañ anezhañ e bered ar gristenion.
Ar vedisined, Job, n’int mat nemet da gas ar gristenion d’ar vered a-raok m’eo deuet an eur merket dezho gant an Aotrou Doue.
Nann, ne oa kristen ebet, d’ar mare, o c’hoari en-dro d’an ti, nemet marteze Anaon Herri a oa deuet d’ober pinijenn el lec’hioù m’en doa bevet. Ha pa soñjas en ene he gwaz, Mari a zeuas da vezañ spontet-naet.
Ar sklerijenn a oa gwenn, evel ar sklerijenn a dle teurel Anaon ar Gristenion p’o deus bet aotre digant an Aotrou Doue d’en em ziskouez d’an dud evit reiñ kentel dezho.
Un toull-bac'h ?... Naren, ur wech c'hoazh ! Ur c'hreñvlec'h, ya ! un dig divrall o wareziñ porzh ar Silvidigezh, ma ra o annez ar gristenien chañsus, bet dibabet gant Doue.
- Setu, gwir ? N'ouzez ket petra eo ar Garantez ?... Ar Garantez a zo mezevennusañ, diharzusañ prof a voe roet d'ar gristenien gant an Aotrou Doue.
Unan eus reolennoù ar gouent a gemenne e vije fiziet er yaouankizoù-se, a oa da vezañ ministred an Aotrou Doue, da lavarout eo ar vegenn eus ar Gristenienn, pep a sizhuniad labourioù izel, da voazañ o c'halonoù ouzh ar sentidigezh hag an izelegezh.
Da gentañ, ur gristenez vat e oa « señorita » zu an iliz. Na kalonek e tibune he chapeled !
Ar Frañs a oa ivez ur vro gatolik, ha krog e oa ar visionerien da vont d'ar broioù gouez da glask lakaat ar baianed da dreiñ ouzh Doue ar Gristenien.
Mots précédents
Mots suivants
kristen