Ar vro a zo diwallet gantañ a guitais, ur vro uhel ha santel dreist d’ar re-all, nesoc’h d’an neñv eget nep bro, leunoc’h eget nikun a vouezhioù doueel na davont nepred, o tassoniñ dalc’hmat gant hiboud an eienennoù, kroz ar froudoù hag al lammdourioù, sarac’h ar c’hoadoù, garm an evned ha blej an tropelloù ; douar geotus, edus, houarnus, perc’hennet dre ar c’hleze gant hor gourdadoù, goude un niver emgannoù, ha deut da hêrezh ar gouennoù illur a vez maget enno ar wazed hag ar maouezed brasañ, kaerañ, krenvañ ha gwellañ eus ar bed.
Hep benveg ebet da eilstourm, hep tog-brezel, na skoed, na hobregon d’en em wareziñ, e zivrec’h hag e zivhar ez noazh, hep ken kabell nemet e vlev melen hir, hep ken gwiskamant nemet e doneg wenn bevennet a limestra, faezhet ez oa Vindosetlos panevet da groz an daboulin, a ise outañ enebourien a-vordilh, bezañ dihunet war un dro ur geneilez c’halloudek.
klevout kroz (digant, gant)
kroz
Stroñsadennoù an tren, kroz an hent-houarn, erru omp skuizh gante. Hag ur fin a vo prestik d'ar stranerezh-mañ ?
Mots précédents
Mots suivants
kroz