Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (db. an dud) 1. Komzoù a zistager pa vezer imoret a-enep ub. Me a glevo kroz mar erruan diwezhat. Klevet en doa kroz diganti. 2. Dre ast. Tabut. Kroz a savas etrezo. Alies e veze kroz etrezo diwar he fenn. II. (db. an traoù) Trouz boud, teñval, padus. Kroz ar mor, ar froudoù, al lammoù-dour. Kroz an daboulin o tregerniñ dre gêr. Kroz ar c'hanolioù. [1877] Neuze e klevjomp un trouz, evel kroz ar gurun pa vez pell ; krediñ a raemp zoken e krene an douar. [1924] Ha padal na dreist trouz ar jolori, kroz an tarzhioù-mor er c’haoliennoù hir, setu e sav ur vouezhig sklêr diwar kern uhelañ beg ar c’hastell.

Skouerioù istorel : 
14
Kuzhat roll ar skouerioù

kroz

1850
Daveenn : GON.II pg gourdrouz, hiboud, nagen, riot, skañdal, soroc'h, strîf, strîv, tabut, teñsadurez

Petra eo ar c'hroz a glevan ?

1850
Daveenn : GON.II pg krôz

Ur c'hroz kaer am eus graet dezhañ

1850
Daveenn : GON.II pg krôz

Kroz en deus gant an holl

1850
Daveenn : GON.II pg krôz

Boazet diouzh kroz ar mor-bras hag ar peñseoù, ne raent van ebet, kaer a yoa krial warnezho.

1877
Daveenn : EKG.I. p.179

Neuze e klevjomp un trouz, evel kroz ar gurun pa vez pell ; krediñ a raemp zoken e krene an douar.

1877
Daveenn : EKG.I. p.277

Ar vro a zo diwallet gantañ a guitais, ur vro uhel ha santel dreist d’ar re-all, nesoc’h d’an neñv eget nep bro, leunoc’h eget nikun a vouezhioù doueel na davont nepred, o tassoniñ dalc’hmat gant hiboud an eienennoù, kroz ar froudoù hag al lammdourioù, sarac’h ar c’hoadoù, garm an evned ha blej an tropelloù ; douar geotus, edus, houarnus, perc’hennet dre ar c’hleze gant hor gourdadoù, goude un niver emgannoù, ha deut da hêrezh ar gouennoù illur a vez maget enno ar wazed hag ar maouezed brasañ, kaerañ, krenvañ ha gwellañ eus ar bed.

1923
Daveenn : SKET p.12

Ra dregerno da di, da bep penn-deiz, gant kroz an tabutoù, trouz an taolioù, [t]ourni ar c’hannoù !

1923
Daveenn : SKET p.84

Ha padal na dreist trouz ar jolori, kroz an tarzhioù-mor er c’haoliennoù hir, setu e sav ur vouezhig sklêr diwar kern uhelañ beg ar c’hastell.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1028 (Gouere-Eost 1924)

Hep benveg ebet da eilstourm, hep tog-brezel, na skoed, na hobregon d’en em wareziñ, e zivrec’h hag e zivhar ez noazh, hep ken kabell nemet e vlev melen hir, hep ken gwiskamant nemet e doneg wenn bevennet a limestra, faezhet ez oa Vindosetlos panevet da groz an daboulin, a ise outañ enebourien a-vordilh, bezañ dihunet war un dro ur geneilez c’halloudek.

1924
Daveenn : SKET.II p.51

Hag e kleved war an heñchoù, en-dro da Gervarker, betek Lanneur ha Plistin, kanaouenn lirzhin ar vombard hag ar binioù, kroz ar pilligoù hag an taboulinoù, blejadennoù ar c’herniel-boud.

1925
Daveenn : BILZ2 p.162

kroz

1931
Daveenn : VALL pg admonestation

klevout kroz (digant, gant)

1931
Daveenn : VALL pg admonester (être admonesté par)

Peseurt digemer a vefe graet dimp ? Kroz emichañs, hag ar skourjez.

1944
Daveenn : EURW.1 p36

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial