Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
6
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k. A. V.k.e. 1. Gourdrouz. Pa zistroas e voe krozet gant an aotrou. An tad a grozas e vab. 2. (en danevellañ dieeun) Termen a dalvez da c'heriañ e vez gourdrouzet ub. "Hailhoned fall !" a grozas an hini gozh. B. V.k.d. KROZAL DA UB. : ober trouz dezhañ. Ret e vo din krozal deoc'h. Na grozit ket dezhañ. II. V.g. Dre ast. (db. an traoù) 1. Trouzal. Youc'hal a rae ar paotr pa groze ar mor. Ar gurun a groze estlammus. Ar c'hanolioù a grozas. [1925] Ar binioù, ar bombardoù a gane da heul ar mouezhioù, ar pilligoù arem a groze, an taboulinoù a skloke, ar c’herniel-boud a vleje. 2. Bezañ lakaet da drouzal. Ar vro a grozas gant trouz an tennoù fuzuilh. [1878] Treiñ a ris va alc’houez ; ar gleizenn a deuas ganen, evel un dudi, war he c’hiz en ur wigourat evelato kement, ma krozas an iliz evel pa vije laosket enni un tenn fuzuilh. 3. Difetis Termen a dalvez da c'heriañ ar fulor. Ur barrad kounnar a groze en e greiz.

Skouerioù istorel : 
31
Kuzhat roll ar skouerioù

krozal

1659
Daveenn : LDJM.1 pg quereller

krozet

1732
Daveenn : GReg pg croasser (crier comme font les corbeaux)

krozal

1732
Daveenn : GReg pg croasser (crier comme font les corbeaux)

Ne ra nemet krozañ.

1850
Daveenn : GON.II pg krôza (Il ne fait que quereller, disputer).

krozet

1850
Daveenn : GON.II pg krôza (Murmurer. Faire du bruit en paroles. Gronder. Gourmander de paroles. Réprimander. Quereller. Disputer. Injurier. Dire des injures. Insulter. De plus, croasser, crier comme les corbeaux. Pl.)

krozañ

1850
Daveenn : GON.II pg krôza (Murmurer. Faire du bruit en paroles. Gronder. Gourmander de paroles. Réprimander. Quereller. Disputer. Injurier. Dire des injures. Insulter. De plus, croasser, crier comme les corbeaux), huerni, nagenni, skañdala, soroc'ha, striva, tabuta, teñsa, koaga.

Mar krozit c'hoazh, me ho lakay er-maez.

1850
Daveenn : GON.II pg krôza, (Si vous murmurez encore, je vous mettrai dehors).

Krozit-eñ kreñv evidon.

1850
Daveenn : GON.II pg krôza, (Grondez-le fortement pour moi).

Krozañ a ra ar brini.

1850
Daveenn : GON.II pg krôza (Les corbeaux croassent).

Krozet e viot gant ho tad.

1850
Daveenn : GON.II pg gañt, gañd, gan (Vous serez grondé par votre père).

krozal

1850
Daveenn : GON.II pg chilpa, riota

Ha ne voe-hi ket krozet va c’hoar gant ho mamm ?

1850
Daveenn : GON.II p.86, livre second, (Votre mère ne gronda-t-elle pas ma sœur ? )

Evidon-me a gar va zud, va yezh, va bro / Ha kement zo enni : reier, brug ha derv, / Me zo gwelloc'h ganen gwelet an heol e Breizh, / Klevet trouz ar mor don o krozañ a-hed an deiz, / Bezañ paour, reuzeudik ken a rankin mervel, / Eget bezañ eürus en ur vro all a-bell, / Ma ve ret din eno mougañ ar garantez / A zo krog em c'halon, evel tan ur fornez.

1867
Daveenn : MGK p21

— « Ken hegaz hag ur giez oc'h[,] an holl oc'h harzhal, / E kement lec'h ma'z it[,] ne rit nemet krozal, / Ha c'hoazh c'hwi ho pe c'hoant da gaout digemer mat ! »

1867
Daveenn : MGK p75

Neuze ar prezeger, gant ur vouezh a oa kre, hag en devoa lakaet kreñvañ er c'halonoù; evel a ra 'r gurun, pa dregern en neñvoù, a groze a-zioc'h an dud, en ur youc'hal outo : "Ned oc'h ket diwar ouenn ho tud-kozh zo marv [...]".

1867
Daveenn : MGK p2

Kerkent e voe klevet an tennoù o krozal ; ar venec’h paour, toullet o c’horf, torret o fenn gant ar bouledoù a ruilhe diwar o gwele kalet war al leur-zi : ar gwad a rede war an douar hag a bouloudenne un tamm larkoc’h en o c’hichen...

1877
Daveenn : EKG.I. p.39

Ar beleg a sav e vouezh, hag ar bobl, o tiskanañ, a laka an Hent Doun da grozal : Ar beleg : "A subitaneâ et improvisà morte", Diouc’h ar marv prim hag a deu en un taol, Ar bobl : "Libera nos, Domine !" Mirit ac’hanomp, Aotrou !

1877
Daveenn : EKG.I. p.165-166

Eno e voe ur jabadao ker gwazh ma n’o deus biskoazh paotred ar sabad graet kemend-all. Traonien Pont-Eon a groze hag a dregerne gant-ho betek an aod.

1878
Daveenn : EKG.II p.147

Treiñ a ris va alc’houez ; ar gleizenn a deuas ganen, evel un dudi, war he c’hiz en ur wigourat evelato kement, ma krozas an iliz evel pa vije laosket enni un tenn fuzuilh.

1878
Daveenn : EKG.II p.124

Katell, ma gwreg, a grozo marteze. En dro-mañ, koulskoude, pa lârin de[zh]i en ti biv e vin bet e torro he fulor.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Marc’heien vrezelgar an Draked, o dremm livet ha roudennet (3), a ziwalle glannoù al lenn, a welas, saouzanet-holl, an dour o tivogediñ hag oc’h en em strinkañ gant un trouz-kurun dre hent ar vouc’hal, ha, war c’horre ar froud o krozal, ar skafig m’oa ennañ doue ar Gelted o tremen hebiou ken herrek hag ur saezh-wareg.

1923
Daveenn : SKET p.43

Er glasvezennoù digenvez e krozas al lammdourioù hag e stagas dre-holl an doureier-red gant o labour rimiañ ha toullañ ar c’haletañ rec’hier, ruilhañ traezh, pri ha bili, kleuzañ traoniennoù, adstummañ dremm an douar.

1923
Daveenn : SKET p.29

En e greiz, e kreiz Aedobitus, a-dre kreñvvogerioù tan dezho ouzhpenn mil "rasta" uhelder, dek mil "leuga" led, kant mil "leuga" hed, dindan koabrennoù tan ma kroz ar gurun enno dibaouez, war al leur-zouar a zo heñvel ouzh houarn ruziet gwenn-kann hag atav kren-digren, emañ ar Bezout, n’eo bet gwelet biskoazh ha na vo gwelet biken gant dremm mab-den, ha n’ouzer anv ebet dezhañ.

1923
Daveenn : SKET p.27

En-dro d’ar giez e rode, e rede, e lamme, e harzhe, e kroze hag a skrigne o dent paotred divergont-meurbet, chas gouez hir ha lemm o dent, hag evit ur c’hwezhadennig en devoa tañvaet deus ar giez !…

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1029 (Gouere-Eost 1924)

Ar binioù, ar bombardoù a gane da heul ar mouezhioù, ar pilligoù arem a groze, an taboulinoù a skloke, ar c’herniel-boud a vleje.

1925
Daveenn : BILZ2 p.159

krozañ da

1931
Daveenn : VALL pg admonester

Hag, an eil goude egile, e savent o mouezh hag e krozent hag e yudent.

1944
Daveenn : ATST p.56

Lom a reas un abadenn grozal : — « Amañ », emezañ, « ne c’hell ket unan diskuizhañ e begement ; bremaik e vezo ret labourat bemdez ha bemnoz evit plijadur ar merc’hed ! »

1944
Daveenn : ATST p.70

Tri denn fuzuilh a groz hag e kouezh [ar person] d'an douar.

1960
Daveenn : PETO p78

Alies hon eus klevet ar gurun o krozal en-dro deomp hag e teue fraezh-tre betek ennomp keleier ar bed.

1985
Daveenn : DGBD p139

Egile a grozas en ur c'hoarzhin gouez

2012
Daveenn : DJHMH p27

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial