Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.g. A. 1. Strivañ e-sell da gas ul labour da benn vat. Labourat start, tenn. Labourat war e oarigoù. & Trl. skeud. Labourat evel ur c'hi, ul loen, ur marc'h : labourat start. & Labourat a-lazh-ki, a-lazh-korf : labourat start. DHS. kiañ, lardañ, lopañ, poaniañ. 2. Bezañ war ur vicher. E ti biv e labourez bremañ ? B. Dre skeud. 1. (db. ar gwikefreoù) Mont en-dro. Abred eo an horolaj, ne labour ket mat. Laka ar mekanik da labourat ! HS. treiñ. ES. sac'hañ. 2. (db. al louzeier) Gwerediñ. Krog eo al louzoù da labourat, nebeutoc'h a boan am eus. 3. (db. an had, ar plant yaouank) Kellidañ, kreskiñ. Gant ar glav-mañ e labouro al legumaj bihan. Marvet e oa ar blantenn-se hogen labouret he doa diwar he gwrizienn. 4. (db. an toaz) Goiñ. Emañ an toaz o labourat. 5. (db. al liñvennoù, an evajoù gazek) Goiñ. O labourat emañ ar sistr. HS. birviñ. 6. (db. ar prenn) Distummañ, dont gwe ennañ. Labourat a ra ar c'hoad. Labouret he deus an nor. C. 1. LABOURAT GANT UDB. : implijout an dra-se evit e vicher, e obererezh. Labourat gant ur morzhol, ur bal, ur benveg bennak. Labourat gant e spered. 2. Labourat gant ub. : bezañ kenlabourer d'an den-se. Labourat a ra er porzh-kenwerzh gant e amezeg. 3. (db. an doare da seveniñ. un ober bnk.) Labourat gant poell, aket, pasianted, h.a. : diskouez poell, aket, pasianted en e labour. II. V.k. A. V.k.e. 1. (db. al labour-douar) Plediñ gant an douar, an douaroù en doare ma taolint trevad. En em lakaet eo da labourat douar. [1954] [N]'ouzon ket an tu da labourat douar[.] HS. gounit. & Ent strizh Arat. Labourat ur park. 2. Treuzfurmiñ un danvez a-benn oberiañ traezoù, binvioù, h.a. Ar Gelted kozh a oa mistri da labourat an houarn. Gouzout a ouie Mamm-gozh labourat al lin. 3. Dre ast. Lakaat da fiñval. Labourat a ra ar yar he divaskell evit o divorziñ. HS. embreger. 4. Dre skeud. Reiñ nec'h. An traoù-se a laboure e spered. B. V.k.d. LABOURAT WAR : pleustriñ war. Labourat war e vicher gozh. Labourat war e dezenn.

Exemples historiques : 
41
Masquer la liste des exemples

travell pe labourat

1499
Référence : LVBCA p128, 159, 196 (trauailler, labourer)

labourat

1659
Référence : LDJM.1 pg cultiuer, trauailler

labourat un douar

1732
Référence : GReg pg cultiver (labourer, amender une terre)

labourat en houarn, en arem

1732
Référence : GReg pg fabriquer (travailler en fer, en airain)

E vuhezegezh a c'houneze o labourat.

1732
Référence : GReg pg gagner (Il gagnoit sa vie à travailler.)

Gounit a rae e vuhez o labourat.

1732
Référence : GReg pg gagner (Il gagnoit sa vie à travailler.)

labouret

1732
Référence : GReg pg cultiver (labourer, amender une terre)

skiant da labourat an douar

1732
Référence : GReg pg agriculture

deiz e renker chom hep labourat

1732
Référence : GReg pg chommable (jour qu'on doit garder)

labourat boutin

1732
Référence : GReg pg correspondre (agir reciproquement; répondre aux soins que l'on prend)

park labouret

1732
Référence : GReg pg champ (cultivé)

chom hep labourat da serten deizioù

1732
Référence : GReg pg chommer (ne pas travailler à de certains jours)

labourat

1850
Référence : GON.II pg laboura

labouret

1850
Référence : GON.II pg laboura

labouret em eus kalz hiriv

1850
Référence : GON.II pg laboura

n'eo ket labouret mat ar park-se

1850
Référence : GON.II.HV pg laboura

gwall-labourat

1850
Référence : GON.II.HV pg gwallabourat

labourat

1850
Référence : GON.II pg laboura, travelli, trévelli

labourat tenn da greskiñ mad an holl; ha petra c'hoazh ?

1867
Référence : MGK Rakskrid XII

diskouez a fellas da Rikoù e oa evit ober ar pezh a oa e c'hoant. Hag eñ dezhi; hag en ul labourat e lavare groñs da dud e vro : "Prenet am eus e kêr ur seurt bleud flour na gaver ket stank e bar war ar maez; ha gantañ e rin ur seurt kouign, setu ! n'en deus tañvaet biskoazh Yann gouer, m'en toue !

1867
Référence : MGK Rakskrid VI

Ouzh bugale aze e chomit da sellet, pa dlefec'h labourat, miret na vec'h kollet; rak mont da goll a rit ha kollet e vezoc'h, stourm ouzh kement zo fall pa ne fell ket deoc'h

1867
Référence : MGK p3

— « Petra vir, aotrou kaezh ? Kement den zo er vro / A gred hag a lavar / Ec'h ouzoc'h re a draoù evit labourat douar. »

1867
Référence : MGK p90

« Hag an dra-se c'hoarvez, bremañ me wel ervat, / Dre na c'hwezin biken tamm ebet tiekaat / Gallout labourat douar a gave din a oa aes, / Ha ne oa ret da se nemet mont war ar maez, / Dre c'houzout ar galleg, d'ober skol da ezen ; / Ha padal, an ezen ra skol d'an aotrouien. »

1867
Référence : MGK p93-94

Gwazed Kermabrouz a oa er park o labourat. Pa deujont d’o merenn, Mari-Jann a gontas dezho ar pezh a oa c’hoarvezet diouzh ar mintin.

1877
Référence : EKG.I. p.150

Skrivagnerien ar Groaz neve[z] na labouront ket evit arc’hant. Gloar Doue, mad o nesañ hag enor o bro, setu eno ‘pezh a glaskont : Gant se, e c’hellet lakaat ho fi[zi]añs enne.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

a-stroñsadoù e labour

1909
Référence : BROU p. 424

Ar c’hentañ eus holl ziskennidi Vanos, e teuzas aour hag e labouras kouevr.

1923
Référence : SKET p.56

Mailhed eo tud an enezenn da deuziñ ha da labourat ar metal-se.

1924
Référence : SKET.II p.70

Kalet eno e laboured, ivez e ragached.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 47, p.1123 (Miz Du 1924).

Pa veze aet enoeet ar seizh kañfard o labourat, ez aent da ober reuziadoù gouren war ar flourenn : n'eus netra gwell evit gwevnaat an izili, kreñvaat an drogell hag atizañ an imor.

1929
Référence : SVBV p6

dre labourat ez eo deut gouiziek

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXVII

fallaat a ra da labourat

1931
Référence : VALL pg (il travaille moins) bien

labourat

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXVII, agir, aller (marcher, fonctionner, avancer ; montre, etc.)

— « Alo, kemer kalon, gwelout a ri e kavi berr an amzer en ul labourat mat. »

1944
Référence : EURW.1 p31

« Ha bremañ, labouromp, Lom ! Sachit ’ta war ar gordenn. »

1944
Référence : ATST p.106

A-benn ar fin, Job a lavaras : — « N’omp ket evit chom amañ evel daou azen ; ret eo deomp mont war-du ur penn bennak, d’al laez pe d’an traoñ, da labourat start… Soñjit! Lom… hanter-kant lur eo koustet deomp evit tri devezh, ha n’em eus ket c’hoant da reiñ hanter-kant lur all a-benn fin ar sizhun.

1944
Référence : ATST p.106

He c'herent a oa aet da labourat d'an Havr, o kas ganto o holl arrebeuri ; ar vugale a oa aet da heul, ha chom a ris hep keloù eus Melia goude-se.

1944
Référence : EURW.1 p46

Koulskoude, kozhañ 'reas, chom a reas dizimez ; ne oa na merc'hetaer na friant, ur paotr dezhañ e-unan, ne gare nemet lenn, labourat, studi[ñ], ur paotr pizh, o tastum gwenneg ha gwenneg peadra da brenañ ur garg noter, pa vije achu e c'hwec'h vloaz komis.

1944
Référence : EURW.1 p11

Abaoe ma'z eas va zad da anaon, netra nemet drez, spern ha linad ne ziwane el liorzh venniget-se ; n'ouzon ket an tu da labourat douar, ne blij ket din ar vicher ha gant va gwreg ken pell 'zo klañv war he gwele, n'am beze ket amzer da blediñ gant ar seurt traoù.

1954
Référence : VAZA p.10-11

Gounit douar a rae he fried, ha pa'z ae Mon da labourat er parkeier - rak, un tourc'h-paotr anezhi, plomañ, mediñ, troc'hañ lann, charreat, ha zoken ober kleuzioù, kiañ a rae a-lazh-korf evel ar wazed - bep gwech e veze ganti, e-pign ouzh las he zavañjer, un tammig c'hwezhigell leun-kouch a vutun, ha mogedenn a laoske adal ar beure bete serr-noz.

1954
Référence : VAZA p.19

Ne adkavis ket eno ar pezh a oan o c'hortoz, hag an diaesterioù, pa ne ve nemet evit ma tegouezhfe ganeomp ar pezh a oa ret evit labourat, a nec'has re va spered e doare ma kouezhis klañv ha ma rankis distreiñ da Europa a-raok ar c'houlz merket.

1985
Référence : DGBD p.6

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux