Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. A. 1. Strivañ e-sell da gas ul labour da benn vat. Labourat start, tenn. Labourat war e oarigoù. & Trl. skeud. Labourat evel ur c'hi, ul loen, ur marc'h : labourat start. & Labourat a-lazh-ki, a-lazh-korf : labourat start. DHS. kiañ, lardañ, lopañ, poaniañ. 2. Bezañ war ur vicher. E ti biv e labourez bremañ ? B. Dre skeud. 1. (db. ar gwikefreoù) Mont en-dro. Abred eo an horolaj, ne labour ket mat. Laka ar mekanik da labourat ! HS. treiñ. ES. sac'hañ. 2. (db. al louzeier) Gwerediñ. Krog eo al louzoù da labourat, nebeutoc'h a boan am eus. 3. (db. an had, ar plant yaouank) Kellidañ, kreskiñ. Gant ar glav-mañ e labouro al legumaj bihan. Marvet e oa ar blantenn-se hogen labouret he doa diwar he gwrizienn. 4. (db. an toaz) Goiñ. Emañ an toaz o labourat. 5. (db. al liñvennoù, an evajoù gazek) Goiñ. O labourat emañ ar sistr. HS. birviñ. 6. (db. ar prenn) Distummañ, dont gwe ennañ. Labourat a ra ar c'hoad. Labouret he deus an nor. C. 1. LABOURAT GANT UDB. : implijout an dra-se evit e vicher, e obererezh. Labourat gant ur morzhol, ur bal, ur benveg bennak. Labourat gant e spered. 2. Labourat gant ub. : bezañ kenlabourer d'an den-se. Labourat a ra er porzh-kenwerzh gant e amezeg. 3. (db. an doare da seveniñ. un ober bnk.) Labourat gant poell, aket, pasianted, h.a. : diskouez poell, aket, pasianted en e labour. II. V.k. A. V.k.e. 1. (db. al labour-douar) Plediñ gant an douar, an douaroù en doare ma taolint trevad. En em lakaet eo da labourat douar. HS. gounit. & Ent strizh Arat. Labourat ur park. 2. Treuzfurmiñ un danvez a-benn oberiañ traezoù, binvioù, h.a. Ar Gelted kozh a oa mistri da labourat an houarn. Gouzout a ouie Mamm-gozh labourat al lin. 3. Dre ast. Lakaat da fiñval. Labourat a ra ar yar he divaskell evit o divorziñ. HS. embreger. 4. Dre skeud. Reiñ nec'h. An traoù-se a laboure e spered. B. V.k.d. LABOURAT WAR : pleustriñ war. Labourat war e vicher gozh. Labourat war e dezenn.

Skouerioù istorel : 
39
Kuzhat roll ar skouerioù

travell pe labourat

1499
Daveenn : LVBCA p128, 159, 196 (trauailler, labourer)

labourat

1659
Daveenn : LDJM.1 pg cultiuer, trauailler

labourat un douar

1732
Daveenn : GReg pg cultiver (labourer, amender une terre)

labourat en houarn, en arem

1732
Daveenn : GReg pg fabriquer (travailler en fer, en airain)

E vuhezegezh a c'houneze o labourat.

1732
Daveenn : GReg pg gagner (Il gagnoit sa vie à travailler.)

Gounit a rae e vuhez o labourat.

1732
Daveenn : GReg pg gagner (Il gagnoit sa vie à travailler.)

labouret

1732
Daveenn : GReg pg cultiver (labourer, amender une terre)

skiant da labourat an douar

1732
Daveenn : GReg pg agriculture

deiz e renker chom hep labourat

1732
Daveenn : GReg pg chommable (jour qu'on doit garder)

labourat boutin

1732
Daveenn : GReg pg correspondre (agir reciproquement; répondre aux soins que l'on prend)

park labouret

1732
Daveenn : GReg pg champ (cultivé)

chom hep labourat da serten deizioù

1732
Daveenn : GReg pg chommer (ne pas travailler à de certains jours)

labourat

1850
Daveenn : GON.II pg laboura

labouret

1850
Daveenn : GON.II pg laboura

labouret em eus kalz hiriv

1850
Daveenn : GON.II pg laboura

n'eo ket labouret mat ar park-se

1850
Daveenn : GON.II.HV pg laboura

gwall-labourat

1850
Daveenn : GON.II.HV pg gwallabourat

labourat

1850
Daveenn : GON.II pg laboura, travelli, trévelli

diskouez a fellas da Rikoù e oa evit ober ar pezh a oa e c'hoant. Hag eñ dezhi; hag en ul labourat e lavare groñs da dud e vro : "Prenet am eus e kêr ur seurt bleud flour na gaver ket stank e bar war ar maez; ha gantañ e rin ur seurt kouign, setu ! n'en deus tañvaet biskoazh Yann gouer, m'en toue !

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VI

labourat tenn da greskiñ mad an holl; ha petra c'hoazh ?

1867
Daveenn : MGK Rakskrid XII

Ouzh bugale aze e chomit da sellet, pa dlefec'h labourat, miret na vec'h kollet; rak mont da goll a rit ha kollet e vezoc'h, stourm ouzh kement zo fall pa ne fell ket deoc'h

1867
Daveenn : MGK p3

— « Petra vir, aotrou kaezh ? Kement den zo er vro / A gred hag a lavar / Ec'h ouzoc'h re a draoù evit labourat douar. »

1867
Daveenn : MGK p90

« Hag an dra-se c'hoarvez, bremañ me wel ervat, / Dre na c'hwezin biken tamm ebet tiekaat / Gallout labourat douar a gave din a oa aes, / Ha ne oa ret da se nemet mont war ar maez, / Dre c'houzout ar galleg, d'ober skol da ezen ; / Ha padal, an ezen ra skol d'an aotrouien. »

1867
Daveenn : MGK p93-94

Gwazed Kermabrouz a oa er park o labourat. Pa deujont d’o merenn, Mari-Jann a gontas dezho ar pezh a oa c’hoarvezet diouzh ar mintin.

1877
Daveenn : EKG.I. p.150

Skrivagnerien ar Groaz neve[z] na labouront ket evit arc’hant. Gloar Doue, mad o nesañ hag enor o bro, setu eno ‘pezh a glaskont : Gant se, e c’hellet lakaat ho fi[zi]añs enne.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

a-stroñsadoù e labour

1909
Daveenn : BROU p. 424

Ar c’hentañ eus holl ziskennidi Vanos, e teuzas aour hag e labouras kouevr.

1923
Daveenn : SKET p.56

Kalet eno e laboured, ivez e ragached.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1123 (Miz Du 1924).

Mailhed eo tud an enezenn da deuziñ ha da labourat ar metal-se.

1924
Daveenn : SKET.II p.70

Pa veze aet enoeet ar seizh kañfard o labourat, ez aent da ober reuziadoù gouren war ar flourenn : n'eus netra gwell evit gwevnaat an izili, kreñvaat an drogell hag atizañ an imor.

1929
Daveenn : SVBV p6

labourat

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXVII, agir, aller (marcher, fonctionner, avancer ; montre, etc.)

fallaat a ra da labourat

1931
Daveenn : VALL pg (il travaille moins) bien

dre labourat ez eo deut gouiziek

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXVII

He c'herent a oa aet da labourat d'an Havr, o kas ganto o holl arrebeuri ; ar vugale a oa aet da heul, ha chom a ris hep keloù eus Melia goude-se.

1944
Daveenn : EURW.1 p46

— « Alo, kemer kalon, gwelout a ri e kavi berr an amzer en ul labourat mat. »

1944
Daveenn : EURW.1 p31

A-benn ar fin, Job a lavaras : — « N’omp ket evit chom amañ evel daou azen ; ret eo deomp mont war-du ur penn bennak, d’al laez pe d’an traoñ, da labourat start… Soñjit! Lom… hanter-kant lur eo koustet deomp evit tri devezh, ha n’em eus ket c’hoant da reiñ hanter-kant lur all a-benn fin ar sizhun.

1944
Daveenn : ATST p.106

« Ha bremañ, labouromp, Lom ! Sachit ’ta war ar gordenn. »

1944
Daveenn : ATST p.106

Koulskoude, kozhañ 'reas, chom a reas dizimez ; ne oa na merc'hetaer na friant, ur paotr dezhañ e-unan, ne gare nemet lenn, labourat, studi, ur paotr pizh, o tastum gwenneg ha gwenneg peadra da brenañ ur garg noter, pa vije achu e c'hwec'h vloaz komis.

1944
Daveenn : EURW.1 p11

Ne adkavis ket eno ar pezh a oan o c'hortoz, hag an diaesterioù, pa ne ve nemet evit ma tegouezhfe ganeomp ar pezh a oa ret evit labourat, a nec'has re va spered e doare ma kouezhis klañv ha ma rankis distreiñ da Europa a-raok ar c'houlz merket.

1985
Daveenn : DGBD p6

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial