Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. A. 1. Obererezh korf pe spered a sevener evit kas udb. da benn. Kalz (a) labour am eus bet o skrivañ al levr-mañ. Labour dorn, labour korf. Labour spered. Al labour skol : an deverioù. Prez labour zo ! Ur c'hamp labour. Ur bodad labour. Ur c'hrogad labour. [1878] Hastit buan dont amañ er sklêrijenn, rak ni n’hon eus ket kement-se a amzer, amañ ez eus labour. & Trl. Stagañ d'al labour, gant al labour : en em lakaat da labourat. & Ober daou labour ub. : labourat div wech muioc'h egetañ. & Trl. skeud. Ober labour tri : labourat fonnus (kement ha tri den). & Kiañ d'al labour, ouzh al labour : kemer poan o labourat. 2. (dirak un av.) Ger a dalvez da bouezañ war ar bec'h a vez o tont a-benn d'ober ar pezh zo merket gant ar verb da heul. Labour gwalc'hiñ a vez gant ar re vihan. Labour kontañ am eus bet. 3. (impl. da spizer) A dalvez da labourat. Benvegoù labour. Dilhad labour. & Marc'h labour : a vez sterniet evit labourat (an douar). & Dre skeud. Marc'h labour, ki labour : den a labour kalz. & Douar labour : douar mat, mat 'da vezañ labouret. 4. Trl. Kaout labour da : kaout peadra da. Ma vefec'h amañ ho pefe labour da gaout riv. Met labour o do da c'hortoz. Pa c'halle kaout labour gwriat, e laboure. B. 1. Armerzh Hollad an obererezhioù armerzhel zo graet gant an dud evit mad an holl. Urzhiadur al labour. Gwir al labour. Ministrerezh al Labour. 2. Obererezh gopret. Klask labour. & KEVRAT LABOUR : kevrat a greta gwirioù ha deverioù un implijad hag un implijer an eil e-keñver egile. & Labour kuzh : labour enep lezenn ma labour an implijad hep bezañ disklêriet gant an implijer d'ar gwazadurioù kefridiel ha hep kevrat. 3. Treuzfurmadur un danvez. Labour an houarn, ar prenn, h.a. 4. Doare ma vez labouret ; disoc'h an obererezh labourat end-eeun. Ar micherour-se a oar ober labour vat. Labour moc'het. Setu aze labour lipet-brav ! 5. Trl. EL LABOUR : en implij. Adlakaat ur benveg kozh el labour. & El labour : da labourat. Abred e vez lakaet ar vugale el labour. II. G. A. 1. Obererezh gopret un den. Bevañ diouzh e labour. Mont d'e labour. Koll e labour. Bezañ hep labour. Ul labour gopret-mat. & Trl. Diskregiñ diouzh e labour : paouez a labourat. Diskrog eo ar vicherourien diouzh o labour. & Bezañ war e labour : el lec'h ma vezer o labourat. 2. Obererezh labourat resis. Ul labour skoemp eo sevel ur geriadur unyezhek. Ma lezit gant ma labour. Kregiñ en ul labour. [1878] [...] dre zaou skrid eus e zorn, sinet gantañ, hag en deus anzavet er goulennoù a zo bet graet dezhañ, evit bezañ e labour [...]. & Trl. skeud. Bezañ a-lazh-ki gant e labour : labourat a-zevri. & Bezañ ki war e labour : labourat fonnus. Ne oa ket ki war e labour. 3. Dre ast. Micher. Setu amañ an darvoudoù ez on bet lakaet ganto da embreger al labour-mañ. 4. Disoc'h al labour (I A 1) end-eeun. 5. (en e furm lies) Enklaskoù skiantel. Hollvrudet eo labourioù Konrad Lorenz war yezh al loened. & Dre ast. (en e furm lies pe unan) Disoc'h embannet an enklaskoù skiantel. Labour an Ao. Fleuriot diwar-benn an henvrezhoneg. 6. Kefridi. Kristenaat Iwerzhon a voe labour sant Padrig. 7. Dre skeud. Karg ur pezh en ur wikefre ; kefridi. Labour ha lezenn an tan eo deviñ. B. (en e furm lies) 1. Obererezhioù kempenn, dresañ., sevel tiez, hentoù, h.a. Labourioù zo war ar pont. 2. AL LABOURIOÙ KEVREDIK : hollad al labourioù sevel, dresañ., kempenn zo graet gant embregerezhioù zo war anv ur melestradur evit mad an holl. Un ijinour Labourioù Kevredik. EVEZH. Kemm. blot. war-lerc'h labour pa vez hollek.

Skouerioù istorel : 
121
Kuzhat roll ar skouerioù

labour

1659
Daveenn : LDJM.1 pg labeur, labourage, trauail

priz, talvoudegezh al labour

1732
Daveenn : GReg pg façon (travail d'artisan, ou prix du travail)

graet labour a dreuz hag a hed

1732
Daveenn : GReg pg brocher (faire à la hâte, & avec négligence, comme quand on travaille pour un Prêtre, ou, pour un Gentilhomme, qui font valoir leurs terres par main)

graet labour beleg

1732
Daveenn : GReg pg brocher (faire à la hâte, & avec négligence, comme quand on travaille pour un Prêtre, ou, pour un Gentilhomme, qui font valoir leurs terres par main)

graet labour Denjentil

1732
Daveenn : GReg pg brocher (faire à la hâte, & avec négligence, comme quand on travaille pour un Prêtre, ou, pour un Gentilhomme, qui font valoir leurs terres par main)

ober labour dreist-penn-biz

1732
Daveenn : GReg pg brocher (faire à la hâte, & avec négligence, comme quand on travaille pour un Prêtre, ou, pour un Gentilhomme, qui font valoir leurs terres par main)

graet labour dreist-penn-biz

1732
Daveenn : GReg pg brocher (faire à la hâte, & avec négligence, comme quand on travaille pour un Prêtre, ou, pour un Gentilhomme, qui font valoir leurs terres par main)

n'en deus ken dezo, nemet da dec'het dioc'h al labour

1732
Daveenn : GReg pg (il n'a d'autre) but (que d'éviter le travail)

n'en deus ken soñj, nemet da dec'het dioc'h al labour

1732
Daveenn : GReg pg (il n'a d'autre) but (que d'éviter le travail)

e holl soñj a laka da dec'het dioc'h al labour

1732
Daveenn : GReg pg (il n'a d'autre) but (que d'éviter le travail)

bez e laka e holl spi da dec'het dioud al labour

1732
Daveenn : GReg pg (il n'a d'autre) but (que d'éviter le travail)

labour gros

1732
Daveenn : GReg pg grosserie (grosse besogne, besogne faite grossierement)

pep hini a gav graet mat e labour, peger fall bennak a vez

1732
Daveenn : GReg pg chacun (trouve bon son ouvrage, quelque mauvais qu'il soit)

graet marc'had eus a ur pezh labour

1732
Daveenn : GReg pg entreprendre (Entreprendre, faire un marché., &c., pp.)

ober marc'had eus a ur pezh labour

1732
Daveenn : GReg pg entreprendre (Entreprendre, faire un marché., &c.)

labour difonn

1732
Daveenn : GReg pg fournir (Travail qui ne fournit point, qui n'avance que fort peu.)

tailhañ labour da ur re

1732
Daveenn : GReg pg (tailleur[sic] des) crouppieres (à quelqu'un, lui donner de l'exercice)

labour flour

1732
Daveenn : GReg pg délicat (ouvrage délicat)

labour fin

1732
Daveenn : GReg pg délicat (ouvrage délicat)

labour diouzh an dibab

1732
Daveenn : GReg pg délicat (ouvrage délicat)

reiñ implij, reiñ labour da ur re

1732
Daveenn : GReg pg emploïer (quelqu'un, lui donner de l'emploi)

labour ordinal

1732
Daveenn : GReg pg exercice (occupation)

reiñ labour da ur re

1732
Daveenn : GReg pg (donner de l') exercice (à quelqu'un, lui donner de la peine)

labouroù graet dreist-penn-bez

1732
Daveenn : GReg pg hâte (Ouvrage fait à la hâte, p.)

labour terien

1732
Daveenn : GReg pg agriculture

labouroù terien

1732
Daveenn : GReg pg agriculture

labour graet dreist-penn-bez

1732
Daveenn : GReg pg hâte (Ouvrage fait à la hâte.)

perc'hentañ a ra labour ar re all

1732
Daveenn : GReg pg (s')approprier

labouroù graet gant hast

1732
Daveenn : GReg pg hâte (Ouvrage fait à la hâte, p.)

labour graet gant hast

1732
Daveenn : GReg pg hâte (Ouvrage fait à la hâte.)

labouroù hastet

1732
Daveenn : GReg pg hâte (Ouvrage fait à la hâte, p.)

labour hastet

1732
Daveenn : GReg pg hâte (Ouvrage fait à la hâte.)

labour a bellamzer

1732
Daveenn : GReg pg haleine (Travail de longue haleine.)

labour a hiramzer

1732
Daveenn : GReg pg haleine (Travail de longue haleine.)

e dezroù an diskar-amzer, e vez labour ar vendañjer

1732
Daveenn : GReg pg automne (au commencement de l'automne se font les vendanges)

kalz a labour hag a boan

1732
Daveenn : GReg pg beaucoup (de travail & de peine)

forzh labour ha forzh poan

1732
Daveenn : GReg pg beaucoup (de travail & de peine)

labour

1732
Daveenn : GReg pg besogne (travail, peine), culture, façon (travail d'artisan, ou prix du travail)

mui a drouz a ra eget a labour

1732
Daveenn : GReg pg (il fait plus de bruit que de) besogne

labour c'hraet a gar

1732
Daveenn : GReg pg (il aime) besogne (faire)

ober labour beleg

1732
Daveenn : GReg pg brocher (faire à la hâte, & avec négligence, comme quand on travaille pour un Prêtre, ou, pour un Gentilhomme, qui font valoir leurs terres par main)

ober labour dijentil

1732
Daveenn : GReg pg brocher (faire à la hâte, & avec négligence, comme quand on travaille pour un Prêtre, ou, pour un Gentilhomme, qui font valoir leurs terres par main)

labour

1850
Daveenn : GON.II pg labour, labouradek, labouradur

Gant ar galeourien eo bet graet al labour-se.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg galéour (ce travail a été fait par les forçats).

it da ober ho labour

1850
Daveenn : GON.II pg labour

n'eo ket ul labour bras

1850
Daveenn : GON.II pg labour

labourioù

1850
Daveenn : GON.II pg labour

labouroù

1850
Daveenn : GON.II pg labour

— « Er bloaz a zeu, 'mezañ, evel-se ne vezo, / Ha nemet diaes e ve, e kredan em bezo / Ar priz bras zomuiken evit va labouroù. »

1867
Daveenn : MGK p89

« Kaeroc'h eo al labour eget nad eo komzoù ; / Hep al labour[,] ar boued zo divlaz d'ar genoù, / Divlasoc'h d'ar galon. »

1867
Daveenn : MGK p79

Furnezh, skiant ha labour a ziskouez euzh kalon ; / Hag ar galon atav, gant merc'h fur da gentañ, / Ned aio birviken, mar gell, d'en em stagañ / Ouzh rokedenn reuget diouzh drez an hentchou don.

1867
Daveenn : MGK p58

An daou-mañ a livirin ur ger bennak diwar-benn o labour a-barzh dont da hini an aotrou Milin.

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VI

Kement labour a reont a ya da labour wenn.

1867
Daveenn : MGK p91

Zoken eo gwelloc’h dezho dont d’ar Gwener, rak ne gredan ket e c’hellfent achuiñ o fennad labour en un dervezh.

1877
Daveenn : EKG.I. p.90

An darn vuiañ eus ar re binvidik a ya da lonkañ o leve da Bariz, pe da ur gêr all bennak, da reiñ labour me ['] gred, da dud ha n’o deus ken c’hoant nemet da droc’hañ o gouzoug dezho, kentañ ma kavint o zro.

1877
Daveenn : EKG.I. p.34

Dioc’h an traoù-se, an tamaller publik en deus lakaet war baper ar skrid-tamall-mañ a-enep Fabian Croy, korporal e-barzh ar rejimant hanvet diagent an eil a dud a vor, dalc’het bremañ e kastell Brest, evit bezañ, an 21 a viz C’hwevrer, hag an 22 a viz pluvioz, dre zaou skrid eus e zorn, sinet gantañ, hag en deus anzavet er goulennoù a zo bet graet dezhañ, evit bezañ e labour ; anzavet en deus c’hoazh ar menozioù ar brasañ a-enep an dispac’h [...].

1878
Daveenn : EKG.II p.202-204

« Piv bennak a vezo bet kendrec’het da vezañ graet pe moullet labouroù pe skridoù hag a denn da zispartiañ kuzulerien ar vro, da lakaat adarre ur Roue, pe ur mestr-all bennak a-enep galloud ar bobl, a vezo lakaet etre daouarn barnerien ekstraordinal, ha lakaet d’ar marv. »

1878
Daveenn : EKG.II p.206-208

Hastit buan dont amañ er sklêrijenn, rak ni n’hon eus ket kement-se a amzer, amañ ez eus labour.

1878
Daveenn : EKG.II p.294

Nann : goude an oferenn hag ar gousperoù, goude e foar pe e varc’had, e tistroe dioc’htu d’ar gêr da eveshaat e diegezh hag e labour.

1878
Daveenn : EKG.II p.173

An Aotrou Go, nevez graet avieler gant an Aotrou Delamarche, eskop Kastell, a-raok m’en doa ranket kemeret an tec’h ha mont da Vro-Saoz, el lec’h m’eo marvet, evel a ouzoc’h, a yoa deuet d’o c’haout evit en em guzhet e-unan, hag ivez evit o sikour, hervez e c’halloud, en o labouroù hag en o foanioù.

1878
Daveenn : EKG.II p.179

Mont d’an traoñ ? Te a lavar a-walc’h. Gouzout a rez eus lavaret deomp furchañ mat an tour, ha, mard eomp d’an traoñ dioc’htu, e vezo lavaret n’hor beus ket graet mat hor labour.

1878
Daveenn : EKG.II p.130

Evit ma vezo ar Sul d'an Ao. Doue e rank labour ar c'horf reiñ plas da labour an ene.

1907
Daveenn : PERS p124

stagañ d'al labour

1909
Daveenn : BROU p. 423 (se mettre à l'ouvrage)

Aner e vije bet dit klask e gouenn Vanos, er mare ma komzan, dremmoù krizet a roufennoù, genaouioù kamm ha dizent, choukoù o krommañ dindan bouez an hirhoal, izili treuzet gant ar remm hag ar glizi, korfoù disneuziet gant labour tenn an douar.

1923
Daveenn : SKET p.69-70

Setu amañ an darvoudoù ez on bet lakaet ganto da embreger al labour-mañ.

1923
Daveenn : SKET p.11

Eveshaat a reas ouzh ar gouennoù a zeuje diouto brasañ talvoudegezh da vab-den el labourioù-kêr pe er brezel, hag e voazas anezho da sentiñ ouzh mouezh pe jestr ha da boelladiñ war labourioù a bep doare dindan e renadur.

1923
Daveenn : SKET p.56

Blev-melen ha gwenngen, kaer-zremmet ha neuziet-koant, helavar ha didennus, gredus d’al labour ha seder ez oa ar merc’hed yaouank ; en o darempredoù ouzh ar baotred n’oant na pennoù-avel, na brageerezed nag oriadezed.

1923
Daveenn : SKET p.68 (p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 68, lin. 12, e lec’h « didennus » lenn « dedennus » a zo gwelloc’h").

Mouezh ar re Varv am eus selaouet ha war ar c’huzul anezho em eus boulc’het al labour.

1923
Daveenn : SKET p.81-82

Dizaon, eeun, gwirion, leal, karantezus, azaouezus ouzh dremm-den ken ma n’houljent flemmañ ur c’har dezho pe ur c’heneil dre ober pe dre c’her, kehelus d’an doueed, doujus d’an anaon, leun a boell hag a veiz, oberiat, akuit en emgannoù, ampart el labourioù-peoc’h, evel-se ez oant pa lavaran !

1923
Daveenn : SKET p.121

D’al labour sevel e greñvlec’hioù e lakaas ar brizonidi kemeret gantañ diwar ar Skaled hag a save an niver anezho da veur a zek-kant.

1923
Daveenn : SKET p.127

Frouezh d’an digalonegezh, d’an diegi, d’an diouiziegezh ne vo biken an nav fennvad, hogen frouezh d’ar galonegezh, d’al labour, d’ar stourm, d’ar ouiziegezh.

1924
Daveenn : SKET.II p.28-29

labour aner

1927
Daveenn : GERI.Ern pg aner (travail inutile)

bloavezhiad labour

1927
Daveenn : GERI.Ern pg bloavez

Al labour a raent a oa tenn ha risklus, rak ar c'hirinoù a gempennent a oa leun-kouch a vateri tarzhus ha kabellet gant ur viñs-enaou-tan

1929
Daveenn : SVBV p6

Darn eus ar brezelidi [sic] edo [sic] puchet, lod azezet, re all daougrommet, a-zioc'h o labour.

1929
Daveenn : SVBV p5

un tachad labour

1931
Daveenn : VALL pg (un) bout (d'ouvrage)

ur ribinad labour

1931
Daveenn : VALL pg (un) bout (d'ouvrage)

taol labour

1931
Daveenn : VALL pg acte

tamm labour

1931
Daveenn : VALL pg besogne, bout (d'ouvrage)

plediñ war ul labour

1931
Daveenn : VALL pg (s')appliquer (à un travail)

plediñ gant ul labour

1931
Daveenn : VALL pg (s')appliquer (à faire un travail)

mont diwar e labour

1931
Daveenn : VALL pg abandonner (son travail)

labour an dour-red

1931
Daveenn : VALL pg action (de l'eau courante sur le relief terrestre)

sikour ub. war e labour

1931
Daveenn : VALL pg aider (qqn dans son travail)

fich labour

1931
Daveenn : VALL pg apprêteur (de travail)

bezañ difrae war al labour

1931
Daveenn : VALL pg (abattre de la) besogne

barrek diouzh ul labour

1931
Daveenn : VALL pg apte (à un travail)

aotreidigezh labourioù

1931
Daveenn : VALL pg adjudication (de travaux)

labour an avel

1931
Daveenn : VALL pg action (du vent sur le relief terrestre)

labour

1931
Daveenn : VALL pg besogne

N'eo ket, a dra sur, peurzifraost ar park : ul labour evel Ar Grilheta e Breizh savet gant Farnachavan a zo e blas e-touez ar studiadennoù gwellañ o plediñ gant douaroniezh arboellerezh Breizh, ha dellezout a ra bezañ lakaet keñver-ha-keñver gant levrioù Robert-Muller, Chaumeil, Krebs, Mazéas, skrivet e galleg war zanvezioù heñvel e-pad ar bloavezhioù diwezhañ.

1943
Daveenn : TNKN p7

Harpet eo meno Gregory war labourioù Bailey Willis diwar-benn kenframmadur Chipr; eilgeriet en deus hemañ, avat, e oa kalz brasoc'h ar fiñvadennoù o deus lakaet kompezenn an enezenn da c'houzizañ eget a re a zeuje ar ganienn diwarno.

1943
Daveenn : TNKN p63

Ar bodadegoù labour o doa lec’h d’al Lun 23 ha d’ar Meurzh 24.

1944
Daveenn : EURW.1 p.189

An naetadurezh (ar purañ = astiquage) a oa labour pennañ ar soudarded.

1944
Daveenn : EURW.1 p.195

A ! me a lavar deoc’h, labour Job ha labour Lom a oa labourioù difonn.

1944
Daveenn : ATST p.26

Bremañ, Lom, peogwir hon eus divizet diwar-benn priz al labour, gwelomp penaos e raimp al labour-se.

1944
Daveenn : ATST p.94

« Kement tra a savo a-us d'an douar a vezo dit, tier, girzhier, gwez, trevadoù : me ne c'hallin ket da gas kuit anez paeañ dit talvoudegezh da beadra ha da labourioù. »

1944
Daveenn : EURW.1 p9

Evit ar wech kentañ, e welis an Unanelezh o ledañ hec'h askell zu war ma deizioù : « Deomp atav », emezon-me, « pa vin war ul labour a blijo din, e nijo kuit an hirvoud... »

1944
Daveenn : EURW.1 p79

Bep an eil, labour spered hag embregerezh korf.

1944
Daveenn : EURW.1 p.196

Er sal e oa bleuñv Yaouankiz Vreizh, ha kement den gouiziek a blede gant labourioù er vro.

1944
Daveenn : EURW.1 p.205

Stagañ ‘ris kalonek war al labour nevez-se.

1944
Daveenn : EURW.1 p.209

Kavout a ris ivez el levrdi roudoù eus labourioù barzhed all aet da Anaon : an Uhel, Proux ha Milin.

1944
Daveenn : EURW.1 p.90

Hep urzh ne reer ket labour vat.

1944
Daveenn : ATST p.107

« Ar gwellañ kousk eo ar c'housk mintin, hag ar gwellañ labour[,] al labour noz ... »

1944
Daveenn : EURW.1 p80

- Va labour-me, en iliz ne bad nemet e-pad ar sizhun-mañ, Dimezell.

1949
Daveenn : SIZH p.49

Ouzhpenn ma oa yac'haus-tre d'ar studierien ma oant, atav gant o c'hresk, lakaat o c'horf d'al labour.

1949
Daveenn : SIZH p.53

Unan eus reolennoù ar gouent a gemenne e vije fiziet er yaouankizoù-se, a oa da vezañ ministred an Aotrou Doue, da lavarout eo ar vegenn eus ar Gristenienn, pep a sizhuniad labourioù izel, da voazañ o c'halonoù ouzh ar sentidigezh hag an izelegezh.

1949
Daveenn : SIZH p.41

war e labour gant un hanter-kant penn-dañvad bennak. Ra gendalc'ho...

1980
Daveenn : BREM Niv. 0, p.6

Buan e lavaris kenavo dezhañ. Met hep labour en em gaven atav.

1985
Daveenn : DGBD p5

Va-unan, gant ar prez-labour, ne 'm boa ket a dro da gavout hir an amzer.

1985
Daveenn : DGBD p194

Ret eo anzav evelato o deus gouezet Marokiz lakaat brud en-dro d'o labourioù lêr ha d'o fallennoù.

1985
Daveenn : DGBD p13

An tennad labour kentañ (1240-1416).

2013
Daveenn : LLMM niv. 399, p. 6

Gwarezet o deus o zraoù, adaozet o deus o labour, dispartiet ar stourmerien ha sioulaet o fulor o kinnig un emgav dezhe.

2015
Daveenn : DISENT p78

Goude-se e vo dasparzhet an holl bostoù labour a zo ezhomm etre an dud a youl vat.

2015
Daveenn : DISENT p90

Gallout a ra distruj an traoù, al labour, an dud a zo en-dro dezhañ, koulz hag en em zistruj zoken.

2015
Daveenn : DISENT p62

Ma mab a vez en e goazez an devezh-pad dirak e urzhiataer o klask labour evel unan diskiant war ar rouedad. Sellout a ran outañ ha lavarout ennon-me, petra 'ray pa vo troc'het deomp ar pellgomz peogwir n'omp ket evit paeañ?

2015
Daveenn : EHPEA p15

Gallout a ra Yann Stourmer dibab riskloù bras evitañ avat, pa vefe war tachenn e labour, e zarempredoù gant tud all, e yec’hed pe e surentez zoken.

2015
Daveenn : DISENT p65

C'hoariit ar c'houblad amourouzien, an dremenidi prederiet, al labourerien o vont d'o labour gant pres warne... hag evel-just cheñchit ho look kuit na vefe tres splann ur "stourmer" warnoc'h -badjoù, piercing, stumm ho plev, dilhad disheñvel betek re...-

2015
Daveenn : DISENT p73-74

Aloubiñ stalioù, melestradurezhioù, sezioù embregerezhioù, douaroù labour, lojerisoù goullo, peulioù linennoù TUT...

2015
Daveenn : DISENT p58

Gallout a ra an enebourien klask tabutal pe, er c'hontrol, gortoz ma vreinfe an traoù, peotramant c'hoazh laoskel ar justis d'ober he labour -goulenn d'un urcher ober stad an traoù, sevel klemm, reiñ deoc'h an urzh da vont kuit pe da baeañ un dell-gastiz a 2000 euro evit pep eurvezh dale...-.

2015
Daveenn : DISENT p78

Labour vat a ran sur a-walc'h rak dec'h en doa pellgomzet din derc'houezour gresian ar Gomiseriezh Uhel evit ar Repuidi en Aozadur ar Broadoù Unanet.

2015
Daveenn : EHPEA p64

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial