Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Den a labour. Labourer dizalc'h. & Tr. Labourer sokial. 2. Politik. (en e furm lies prl.) Al labourerien : stroll an dud a labour, an implijidi hag ar vicherourien. Gouel al Labourerien, d'ar Iañ a Vae. 3. Den a labour kalz. Hennezh zo ul labourer, ur gwall labourer ! HS. poanier. ES. didalvez, lochore. 4. Ent strizh Labourer-douar. Levr al labourer.

Skouerioù istorel : 
16
Kuzhat roll ar skouerioù

labourer

1499
Daveenn : LVBCA p128 (laboureur)

labourer ar gwin

1499
Daveenn : LVBCA p22, 92, 128 (vingneron)

labourer

1659
Daveenn : LDJM.1 pg laboureur, ouurier

labourerien

1850
Daveenn : GON.II pg labourer

labourer

1850
Daveenn : GON.II pg labourer, traveller, tréveller

labourer-douar koumanant

1850
Daveenn : GON.II.HV pg labourer (-douar-kommanañt)

Al labour roet gant Doue da gastiz d'ar pec'hed, Ouzhpenn ma vag an den, [a] zegas dezhañ yec'hed Nerzh da herzel bemdez ouzh poan ha gwall amzer, Berroc'h ha didorroc'h atav d'al labourer Evit d'an didalvez.

1867
Daveenn : MGK p31

Nag e tlee bezañ rok ar Republik gant soudarded n’oant mat nemet da zeviñ manerioù an aotrounez ha tiez al labourerien vat hag a zoujañs Doue, da deuler e puñsoù beleien, merc’hed ha bugale !

1878
Daveenn : EKG.II p.54

Paotred an 10vet kompagnunezh labourerien o devoa bet, ur wech muioc'h, an urzh da vont war o c'hiz.

1941
Daveenn : ARVR niv.6, p4

Setu amañ anvioù al labourerien gentañ en tu-hont da Vallée ha din : Charlez Gwennoù ; Gab Liskidri, Bugel Sant Nerin ; Bugel Sant Jakez ; ha paotr Jilo.

1944
Daveenn : EURW.1 p58

Biskoazh ur c’housker n’eo bet ul labourer.

1944
Daveenn : ATST p.70

Ur bobl 'zo e Breizh. Emañ-hi o stourm da chom bev. O stourm evit-se enep ar galloud kapitalour hag impalaerour a zalc'h da waskañ al labourerien, da rivinañ ar vro, da lazhañ sevenadur Breizh ha dreist-holl ar brezhoneg.

1980
Daveenn : BREM Niv. 0, p.5

N'emaomp ket hon-unan ; bez' e vez ivez ur bern sammoù da zougen : boued ha pourvezioù a bep seurt, hag en tu-hont d'ar mekanisian ha da levier ar vag, e vez atav ur bern morianed da zougen, rak bec'h a zo o klask labourerien bremañ.

1985
Daveenn : DGBD p29

C'hoariit ar c'houblad amourouzien, an dremenidi prederiet, al labourerien o vont d'o labour gant pres warne... hag evel-just cheñchit ho look kuit na vefe tres splann ur "stourmer" warnoc'h -badjoù, piercing, stumm ho plev, dilhad disheñvel betek re...-

2015
Daveenn : DISENT p73-74

Setu poell [abeg] ar pezh a veze anvet gwechall "kuzul al labourerien" pe soviet, koulz, ha poell [abeg] an emverañ evel-just.

2015
Daveenn : DISENT p58

E lod eus ar feurmioù brasañ e vez graet ar braz eus an dastum gant labourerien divroet, strollet anezho alies dre familhoù.

2015
Daveenn : TEVAG p. 5

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial