1. Gwechad laerezh udb.
Ober ul laeradenn. Da neuze ne oa ket anv a laeradennoù.
DHS. skraperezh.
HS. laeroñsi.
2. Tra laeret, graet dre laer.
Kuzhat e laeradenn.
&
Tr. adv.
A-laeradennoù : a-frapadoù ha dre laer.
A-laeradennoù e spie ar skrilhed.
3. Dre skeud.
Tra graet buan-ha-buan.
Ul laeradenn a lein. N'en doa lennet nemet laeradennoù eus al levr-se : tammoù anezhañ pa gave tro.
4. Dre skeud., kozh
Bugel ganet er-maez eus an dimeziñ.
HS. bastard.
Neuze n’oa ket anv c’hoazh a laeradennoù, a beilhadegoù chatal, a skrapadennoù merc’hed, a emgannoù etre gwazed kenwad ha kenvro, a vrezelioù diwar orged, direizhvennad, droukyoul, gwallc’hoant d’an emvrud, d’ar preizh, d’ar pennoù troc’het, pa na glaske den en em uhelaat dreist ar re all.
Neuze n’oa ket ano c’hoaz a laeradennou, a beilhadegou chatal, a skrapadennou merc’hed, a emgannou etre gwazed kenwad ha kenvro, a vrezeliou diwar orged, direiz-vennad, drouk-youl, gwall-c’hoant d’an emvrud, d’ar preiz, d’ar pennou trouc’het, pa na glaske den en em uhelaat dreist ar re-all.