Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Gwechad laerezh udb. Ober ul laeradenn. Da neuze ne oa ket anv a laeradennoù. DHS. skraperezh. HS. laeroñsi. 2. Tra laeret, graet dre laer. Kuzhat e laeradenn. & Tr. adv. A-laeradennoù : a-frapadoù ha dre laer. A-laeradennoù e spie ar skrilhed. 3. Dre skeud. Tra graet buan-ha-buan. Ul laeradenn a lein. N'en doa lennet nemet laeradennoù eus al levr-se : tammoù anezhañ pa gave tro. 4. Dre skeud., kozh Bugel ganet er-maez eus an dimeziñ. HS. bastard.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

Neuze n’oa ket anv c’hoazh a laeradennoù, a beilhadegoù chatal, a skrapadennoù merc’hed, a emgannoù etre gwazed kenwad ha kenvro, a vrezelioù diwar orged, direizhvennad, droukyoul, gwallc’hoant d’an emvrud, d’ar preizh, d’ar pennoù troc’het, pa na glaske den en em uhelaat dreist ar re all.

1923
Daveenn : SKET p.68

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial