lammet oc'h
lammel
lammet dreist-penn
lammet ha dilammet
lammet
lammout
lammet
lammet
Yannig a lammas er mor, evit tostaat ar vag eus ar chaoser.
Ar mor a led e wagennoù war an traezh, a astenn e divrec’h en-dro d’ar ger[r]igi, d’ar bili ; kelc’hañ a ra al listri, an taolioù-mor a strop o mogerioù, a freg warne, nebeut-ha-nebeut, tamm-ha-tamm e tispegont an traezh eus ar vein, ar mor a sav, strinkañ a ra, lammet a ra er bagoù, disjuntrañ a ra an tourioù.
Bilzig a lammas war ar varrenn.
E kant doare disheñvel o gwelen-i, lod o lammat hag o c'hourlammat, darn all o c'hoari penn-tourtig, o c'hoari brañsigellig ispilhet a-zibouez o lost ouzh skoultroù ar gwez, darn all c'hoazh o korolliñ pe en o fuch, a-zevri o klask laou an eil d'egile, dre ma tispourbellent o daoulagad brizh ha ma krizent o gourrennoù damruz ha blevek.
Ar paourkaezh ki-mañ - treut-gagn en deizioù kentañ m'edomp-ni degouezhet e Berrtomm - a lammas ouzhimp en ur fistoulat e lost hag en ur chilpat da lipat hon daouarn deomp, bet peurlouzet ganeomp a-ratozh-kaer evit diskouez d'hor mestr e labouremp, en desped ne yoa den ebet o lakaat evezh warnomp.
lammout war
lammet
Ar c'haniennoù-mor hol laka da soñjal, ur wech c'hoazh, e kanienn ar C'holorado, ma lamm enni ar stêr oc'h eonennañ a garreg da garreg, pe e stêrioù bras -Tsang Po, Irawaddi, Salwen, Mekong, Yang Tse- a zo o tilammat, war vevenn Tibed ha Bro-Sina, eus daskompezennoù uhel Kreiz-Azia da vroioù ar Reter-Pellañ dre vroioù hanterzianav pe beurzianav c'hoazh.
Ur c’had a lammas er waremm hag, e tri pe bevar lamm he doa gounezet an tu all, an tan, ha neket ar plom, en he fenn a-dreñv.
Ha Job, imoret ha fuloret dre ma krede dezhañ e oa graet fae war nerzh e gorf, a lammas war Lom, a grogas ennañ dre vriata, a zibradas anezhañ diouzh an douar ha, dre nerzh ar vezventi, e kouezhjont o-daou, mell-divell, er foz.
Ar c'hi Soltan, ur mell ki-gward Alaman, torret e chadenn gantañ, a oa deut da lammat ouzh ar breur Arturo, evit c'hoari.
Ne glevez ket lammoù va c'halon ? Sant va c'halon o lammat !...
N’emañ ket en e aes. N’oar ket petra a c’hoarvez gantañ. Ur pouez a zo war e galon. Sec’h eo e staoñ ha lammat a ra ar gwad en e benn.
Ha va c’hemener mac’hagnet da lammat er porzh ken prim hag ur bleiz e vefe sanket dezhañ ur skod-tan dindan e lost.
Ha pebezh kemm, kwita, adal ma tegouezher war harzoù Bro-C’hall ; lammat a ra neuze en tren un druilhad fardilhoned divergont, maltouterien ha me oar, c’hwiltouzed rok ha difurlu, gant ur bechad sigaretezenn didan peget ouzh o beg, hag i o harzhal : « Alorss ! bon Dieu, les passeports, la d’dans, et que ça saute !... »
N’am boa ket c’hoazh kroget da ziskenn gant an diri ma lamme dija d’am fri ur c’hwezh dibar, hini ar vro, ur c’hwezh a blave neuze er c’hoc’hu, en tiez-hent-houarn, er marc’hallac’h, en ilizoù war ar maez, e pep lec’h m’en em vode ennañ tolpadoù kouerien hag o gwragez, c’hwezh al lard-karr ma veze lufret gantañ an heuzoù lêr, an eol tro-heol a blije kement d’ar wazed da libistrañ barv ha blev da bep Sul ha kellies gwech ma felle dezho bezañ en o c’haerañ, flaer ar porpantchoù dineuz (an touloup) e kroc’hen dañvad a veze en-dro d’an holl voujiked, merc’hed koulz ha paotred, ha mesk-ha-mesk aezhenn ar c’haol trenk ha c’hwezh ar bara segal peurzu, bevañs pemdeziek ar bobl, hag ivez frondig ar « vodka», ar gwin-ardant broadel.
Neuze ’vat e lammas Soaz Sapeur d’am sikour.
N'eo ket lammat ha brallañ hepken eo a ra al lestr, krenañ a ra ivez, ar pezh a zo displijus-meurbet.
Treuzwisket e oa ar stourmerien evel deportidi ar bloavezhioù 1940 ha lampat a rejont, koulz lâret, war ar boliserien evit ma c'hallfent harzañ anezhe... hag e vefe filmet ha skignet an abadenn.
"Ya, gant kontamm," a respont Dermitzakis, hegazet peogwir e lammomp dezhañ pep hini diouzh hon zu.
Mots précédents
Mots suivants
lamm-choug-e-benn