Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. A. (db. an dud hag al loened) 1. Fiñv trumm pe stroll fiñvoù a ra d'ar c'horf dibradañ hag adkouezhañ en e lec'h pe belloc'h, izeloc'h pe uheloc'h. Ober ul lamm, ul lamm bras, hir, war-raok, a-dreñv. Bezañ re verr e lamm. HS. sailh. 2. Lamm-treuz : a ra d'ub., d'ul loen bnk. adkouezhañ war gostez e hent, e roud. Ul lamm-treuz a reas ar marc'h. & (db. an dud) Lamm-pik, lamm-krenn : a reer hep distekiñ an eil troad diouzh egile. 3. Tr. adv. En ul lamm : en ur ober ul lamm hepken. Dont a ra war-du ar marc'h hag en ul lamm emañ gwintet warnañ. [1878] Pa glevas ar c’hereour traonienn Pont Eoun o tregerniñ gant youc’hadennoù ar soudarded, e teuas en ul lamm er-maez eus e di. & A-lamm, a-lammoù : oc'h ober lammoù. Setu al loen gouez o tont a-lamm. 4. Trl. skeud. (db. an dud) Ober ul lamm : kemer un diviz. Diaes e voe dezhañ ober ul lamm goude bezañ chomet keit all etre daou soñj. & Kouezhañ e lamm ub. : mont war e dachenn, treiñ a-du gantañ. & (db an dud, an traoù) Bezañ war e gentañ lamm : bezañ nevez-tre. Setu levrioù brezhonek nevez-flamm, war o c'hentañ lamm. Daou vicherour, unan leun e benn a skiant-prenet hag unan all war e gentañ lamm. B. 1. Dre heveleb. (db. ar galon) Talmadenn. Ma c'halon a ra lammoù. [1878] [H]e c’halon a lamme a lammoù pounner en he c’hreiz [.] 2. (db. an tourioù-tan) Strinkad gouloù a ro tu da anavezout petore tour-tan eo. N'ouzon ket pet lamm a ra an tour-tan-se. 3. Dre skeud. Kresk trumm, araokadenn drumm. Niver ar goumananterien en deus graet ul lamm. Dont da vestr war an tan a voe ur pezh lamm war-raok evit an denelezh. II. Kouezhadenn. Ober ur gwall lamm. Kaout, tapout ul lamm : kouezhañ. Tapet em eus lammoù diwar ar maen ramp-se. A lamm-se am boa bet war an hent du-hont. & Ul lamm marc'h-houarn : diwar ur marc'h-houarn. & Dre skeud. Ober e lamm gwashañ : mervel. III. Impl. hep gm. 1. KAOUT, TAPOUT LAMM : kouezhañ. Tapet em eus lamm adarre ! & Tapout lamm-revr : kouezhañ war e benn a-dreñv. & Ober lamm-chouk-e-benn, ober lamm-penn, lamm-penn-dibenn : ober patati. 2. Ent strizh (er gouren) REIÑ LAMM D'UB. : e lakaat da gouezhañ war e zivskoaz ha dre-se trec'hiñ warnañ. 3. Dre ast. Reiñ lamm d'ub. : trec'hiñ warnañ. Sell ! an hini bihan o reiñ lamm d'an hini bras. & Kaout lamm : bezañ trec'het. & Dre skeud. Reiñ lamm d'udb. : dont a-benn anezhañ, e ziskar. Reiñ lamm d'ur gudenn. Ar re-se zo o klask reiñ lamm d'ar brezhoneg.

Exemples historiques : 
44
Masquer la liste des exemples

lamm

1499
Référence : LVBCA p129 (sault)

en ul lamm

1659
Référence : LDJM.1 pg (en vn) soubresaut

en ul lamm

1659
Référence : LDJM.1 pg en snrsaut

lamm

1659
Référence : LDJM.1 pg cheute, saut

lammoù

1732
Référence : GReg pg batement (de coeur, palpitation), bond (rejaillissement), chute (d'une personne)

va c'halon a ra lammoù em c'hreiz

1732
Référence : GReg pg batement (j'ai des batemens de coeur)

lamm

1732
Référence : GReg pg batement (de coeur, palpitation), bond (rejaillissement), chute (d'une personne)

Ul lamm en deus graet.

1850
Référence : GON.II pg lamm (il a fait une chute).

Lammoù kaer a ra.

1850
Référence : GON.II pg lamm (il fait de beaux sauts, de forts bonds).

Diforc'h eo abaoe m'en deus bet ul lamm.

1850
Référence : GON.II pg diforc'h (Il est contrefait depuis qu'il a fait une chute).

N'oc'h ket eskuit a-walc'h evit ober al lamm-se.

1850
Référence : GON.II pg eskuit, iskuit (Vous n'êtes pas assez léger, assez alerte pour faire ce saut-là).

ul lamm

1850
Référence : GON.II pg eul (un saut).

lamm-chouk-e-benn

1850
Référence : GON.II pg choug-hé-benn (jeu des petits garçons qui se fait en se mettant sur la tête, pour se renverser ensuite sur le dos), pg lamm-choug-hé-bénn (V. choug-hé-bénn).

lamm

1850
Référence : GON.II p.16 (saut), pg lamm (saut, action de sauter, mouvement par lequel on saute. bond. jet. palpitation, battement du cœur. on le dit aussi pour chute en parlant des personnes), lammidigez, lammout, sâl

lammoù

1850
Référence : GON.II p.16 (des sauts), pg lamm (saut, action de sauter, mouvement par lequel on saute. bond. jet. palpitation, battement du cœur. on le dit aussi pour chute en parlant des personnes. Pl.)

Mab tiern, evel mab tiek, ar bugel, an tad-kozh / A rank dastum o stal, ober o lamm er foz / Pa sko ar morzhol bras war boull o c'halonoù.

1867
Référence : MGK p100

Logodenn gêr e daou lamm-krenn / Zo en he zoull ; e-lec'h eben, / Ne c'houie eno an ardremez, / A skrab, a dro leun a enkrez.

1867
Référence : MGK p128

Kerkent e voe klevet stalaf ar gwele o tigeriñ en ur strakal hag ar sakrist oc’h ober ul lamm plom war ar bank.

1877
Référence : EKG.I. p.111

Ret eo krediñ en doa bet c’hoant ar soudard da lammet dreist ar ganol, evel an Aotrou Breton ha Filip Kerangevenn, mes re verr e oa bet e lamm hag e oa kouezhet e-kreiz.

1877
Référence : EKG.I. p.305

Ha war gement-se, goude bezañ kontet deoc’h penaos e oa marvet gant e c’hlac’har an Aotrou Conan de Saint-Luc, eskop Kemper, ha penaos e oa tec’het an Aotrou de la Marche, eskop Kastell, evit mont da Vro-Saos, on aet en ul lamm eus a Gastell da ober, da gostez Treger, un dro hag a zo padet pell.

1877
Référence : EKG.I. p.206

En dro-mañ an Itron Le Guen a gollas he liv : he c’halon a lamme a lammoù pounner en he c’hreiz ; he divesker a blege a-zindani ; graet [e] oa gant an aotrou Branelleg, ha ganti ivez, siwazh !

1878
Référence : EKG.II p.225

Pa glevas ar c’hereour traonienn Pont Eon o tregerniñ gant youc’hadennoù ar soudarded, e teuas en ul lamm er-maez eus e di.

1878
Référence : EKG.II p.149

An unnek eus ar miz-mañ, a zo marv en Kerborzh ur wreg, Skerenn he hanv, hag he devoa tapet ur gwall lamm un nebeud dei[zi]o[ù] a-r[a)ok.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Houp ! ul lamm hag eñ war an hent. Tennet a boan ! Evurus !… Met petra, petra ? Drign ! drign ! baoñ ! baoñ ! ar gastolorenn a lamm war e lerc’h, eus an eil maen d’egile. Ha Pipi da redek. Houp ! houp ! met ar gastolorenn daonet, krog en e lost, ne zistage ket. Houp ! houp ! d’an daoulamm-ruz hag ar vugale war e lerc’h o youc’hal. Ar vein a fron en-dro dezhañ. Buan, buanoc’h c’hoazh !… Pipi diot-nay… Pelec’h ec’h a ?… Drign ! drign !

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1030 (Gouere-Eost 1924)

Ar re-mañ a oa skañv o zreid. Houp ! Ul lamm, ha d’an traoñ eus ar wezenn, ul lamm all, ha, dreist ar voger, pe a-dreuz ar c’harzh, er-maez al liorzh. Ha da redek !…

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 39, p.865 (Miz Meurzh 1924)

Un harzhadenn, ur yudadenn, ul lamm hag ar c’hi krog en brec’h Bilzig. Ar baotred all d’ar red, er-maez ar porzh.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1023 (Gouere-Eost 1924)

Ar vag gant pep lamm a sav war ar garreg : krevet an Deureugenn.

1925
Référence : BILZ2 p.143

[Ur] riz er gouel bras, gant he gouel stae hag he fok bihan, ar Vran a sik he diaraog el lamm. An taolioù-mor a freg war ar pont.

1925
Référence : BILZ2 p.171

lemmen

1931
Référence : VALL pg bond

lamm ar galon

1931
Référence : VALL pg battement

lamm

1931
Référence : VALL pg bond

lammoù

1931
Référence : VALL pg bond

Ur c’had a lammas er waremm hag, e tri pe bevar lamm he doa gounezet an tu all, an tan, ha neket ar plom, en he fenn a-dreñv.

1944
Référence : ATST p.78

Bez' e oa c'hoari ar vell-droad ront, c'hoari ar vell-dorn-hirvoan (rugby), c'hoari barrinier, c'hoari skasoù, c'hoari maout, c'hoari brezel bihan ; bez' e oa eurvezhioù evit ober korfembregerezh : barenn stabil, barennoù kenstur, kordenn reut, lammoù krec'h ha lammoù pell ; bez' e oa c'hoari ar vazh, c'hoari savatenn, c'hoari ar c'hleze pe « eskrim », gant ur C'horsiad, Don Carli, da gelenner.

1944
Référence : EURW.1 p50-51

E-pad ar c'hendalc'h e voe savet komplidi etre ar vrogarourien da eilpennañ an divroidi ha da reiñ lamm d'ar Frañsizien.

1944
Référence : EURW.1 p.158

Ar gentañ, meleganez flamm, gant divjod ruz evel pechez, daoulagad glas « lamm ganto », ur c’horf mat da reiñ da skouer d’ur c’hizeller delwennoù, nemet ne ouie na be na ba ; an eil, du evel ur vran, dous evel un dañvadez, hag amourous evel ur goulm.

1944
Référence : EURW.1 p.148

Fidandoustik ! Job ha Lom ne oant ket pell o sevel; ul lamm-spont a rejont diouzh ar foz, evel ma vije bet an diaoul krog e foñs o bragoù.

1944
Référence : ATST p.22

Ober a reas ul lamm ar pellañ ma c’hellas, ha, gant ul lamm all, setu eñ er wezenn.

1944
Référence : ATST p.66

Ne glevez ket lammoù va c'halon ? Sant va c'halon o lammat !...

1949
Référence : SIZH p.58

Ober a ra ul lamm. Ha diskenn a ra, en ur pennad tizh, gant an diri.

1949
Référence : SIZH p.45

- Te a zo diwar ar maez, Sezni, hag eus bro-Leon ar gatolikañ. Em c'hêr c'hinidik, avat, du-mañ, war vordig mor Kernev-Izel, eo douget, ouzhpenn dreist, ar merc'hed yaouank d'al lammoù ha d'an dañsoù, ha, 'm eus aon, e karont ivez kompagnunezh ar baotred yaouank.

1949
Référence : SIZH p.53

Ma ne fazian da reiñ lamm / D'ar bleiz marlonk, d'al lôn ferv !

1960
Référence : PETO p66

Fromusoc'h eo c'hoazh bremañ pa 'z eo peurnoz ha pa ne weler mui an dour o tont, nemet santout lammoù hag hejadennoù ar vag.

1985
Référence : DGBD p170

Ha setu roet lamm da zDimitrakos, a lavaran ennon-me.

2015
Référence : EHPEA p29

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux