Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
4
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. A. (db. an dud, al loened) 1. Ober ul lamm. Lammat en traoñ. Lammat dreist ar c'hleuz. & (dirak un ar. a verk al lec'h ma loc'her, ma adkouezher) Lammat diwar e varc'h. Lammat eus ar vag war ar bili. Lammat en dour, er mor. & Trl. skeud. Lammat war seulioù ub. : bezañ garv ouzh ub., klask diarbenn ub. Hennezh ne veze ket lammet war e seulioù. Lammat dreist ar c'hleuz : mont en tu all d'ar pezh zo dereat ober. HS. sailhañ. 2. Ober lammoù. & Dre ast. Difretañ. Ar gañfarded-se a vez e-pad an deiz o lammat. 3. Trl. Lammat e kerc'henn ub. : en em strinkañ outañ da ziskouez karantez, levenez. B. (db. an traoù) 1. (db. ar galon, ar gwad) Talmañ. Pa gemeri from e lammo da galon. Diouzhtu e lamm ar gwad em fenn. [1732] Lammet a ra va c'halon em c'hreiz. [1867] Skouerioù hon tadoù-kozh, tud vat ha kalonek, enno a zo skrivet e gwerzioù brezhonek; e gwerzioù a laka pep telenn da ganañ, pep kalon da lammat hag an eñv da dridañ. [1878] Nann, sioul e oa an noz, didrouz e oa tro-war-dro, ne gleven nemet va c’halon o lammet em c’hreiz. [1929] Ez vihanik, va c'halon ha va spered a dride, a lamme hag a frealze, o selaou ar soudarded kozh hag ar bleizi-mor da [sic] zanevellañ traoù mantrus, iskis, fentus, ha lirzhin a-zivout ar broioù pell. [1949] Ne glevez ket lammoù va c'halon ? Sant va c'halon o lammat !... 2. Hejañ a-stroñs. Lammat a ra ar banniel gant an avel. 3. En em zistagañ, tarzhañ. Hejañ a rae anezhañ war-bouez e chupenn ken e lamme an nozelennoù. II. V.k. A. V.k.d. 1. (db. an dud hag al loened) LAMMAT GANT, DA, WAR UB., UL LOEN BNK. : en em strinkañ outañ, evit e dagañ dh. Ar c'hi a lammas d'an estrañjour diouzhtu. Ar bleiz a lammas war al loened. Ar mezvier a lammas gant e wreg evel un den gouez. 2. (db. an dud) En em strinkañ ouzh ub. evit diskouez karantez, levenez, h.a. Lammat gant ub. a-dro-vriad. 3. Dre skeud. Lammat war ar boued : kaout c'hoant bras d'e zebriñ. B. V.k.e. (db. pared loened zo) Sailhañ. Ar mintin-mañ en deus lammet an tarv div vuoc'h. Ne lakain ket c'hoazh lammat ma c'hazeg.

Skouerioù istorel : 
77
Kuzhat roll ar skouerioù

lammet

1499
Daveenn : LVBCA p129 (saillir, sauter)

lammet oc'h

1659
Daveenn : LDJM.1 pg saisir

lammet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg bondir, sauter

lammat ouzh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg assaillir, attaquer

lammez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg saillir

lammet gant ar joa

1732
Daveenn : GReg pg aise

lammat evel ur c'havr

1732
Daveenn : GReg pg cabrioler (parlant d'un homme)

lammet ha dilammet

1732
Daveenn : GReg pg cabrioler (parlant d'un homme)

lammet

1732
Daveenn : GReg pg cabrioler (faire des cabrioles, parlant des chèvres), gambader

lammet a ra va c'halon em c'hreiz

1732
Daveenn : GReg pg bondir (le coeur me bondit, me palpite)

lammat war e adversour

1732
Daveenn : GReg pg fondre (Fondre sur son ennemi.)

lammat a ra va c'halon ennon

1732
Daveenn : GReg pg batement (j'ai des batemens de coeur)

lammet

1732
Daveenn : GReg pg bondir (faire des bonds)

lammet a-sonn

1732
Daveenn : GReg pg bondir (faire des bonds)

lammet a-ziaraok hag a ziadreñv

1732
Daveenn : GReg pg courbetter (parlant du cheval qui fait des courbettes)

lammet dreist-penn

1732
Daveenn : GReg pg chevroter (ou prendre la chevre, se mettre en colere legerement)

lammet e-c'hiz da un heizez

1732
Daveenn : GReg pg (fuir comme une) biche

lammout a ra evel un ebeul yaouank

1850
Daveenn : GON.II pg ébeul, eûbeûl, heûbeûl

lammont

1850
Daveenn : GON.II pg lamm, lammédikaat, lammer, lammérez, lammout, sala, tripa, trépa

lammet

1850
Daveenn : GON.II pg lammout

dreist an draf en deus lammet

1850
Daveenn : GON.II pg lammout

lammat a ra va c'halon

1850
Daveenn : GON.II pg lammout

lemmal

1850
Daveenn : GON.II pg lammout

lammat

1850
Daveenn : GON.II pg lammout

Lammet em eus dreistañ.

1850
Daveenn : GON.II p.65

Lammout a reent gant al levenez.

1850
Daveenn : GON.II p.92, livre second, « Ils sautaient de joie ».

Mervel, mervel a zo spontus, / A-greiz an nerzh ez eo doanius, / Doanius, dreist-holl, pa vez tra ret / Lavaret kenavo d'ar bed / Pell dioc'h ar vro, pell dioc'h ar vamm, / Ha dioc'h kalonoù all a lamm.

1867
Daveenn : MGK p69

Ur bleiz, deuet e eskern er-maez eus e groc'hen, o vezañ ma veze ar c'has ouzh en diarbenn, a gavas, war e hent, un hordenn gi nerzhus, lart-toaz ha flour e lêr, ki distailh galloudus. Lammet gant e gilpenn, en tagañ, en dispenn, hen diskolp' a-bezhioù, a oa micher Gwilhoù

1867
Daveenn : MGK p7

Skouerioù hon tadoù-kozh, tud vat ha kalonek, enno a zo skrivet e gwerzioù brezhonek; e gwerzioù a laka pep telenn da ganañ, pep kalon da lammat hag an eñv da dridañ.

1867
Daveenn : MGK p4

An hoc'h diabafet / A sav krenn en e sav, / A lamm d'ar chaseer, 'pad m'edo o vizañ / Ur glujarig yaouank plafet war ur pengenn, / Ha, goude en teurkañ, a varv en e gichen.

1867
Daveenn : MGK p98

Hag ar re vihan d'heul o mamm / An eil war egile a lamm.

1867
Daveenn : MGK p54

ken a lampe al laezh war hec'h abid satin

1874
Daveenn : GBI.II p562

Ar gwel-se a lakae e galon da lammet en e greiz, hag e bedenn a save tommoc’h war-zu an eñv.

1877
Daveenn : EKG.I. p.224

Ret eo krediñ en doa bet c’hoant ar soudard da lammet dreist ar ganol, evel an Aotrou Breton ha Filip Kerangevenn, mes re verr e oa bet e lamm hag e oa kouezhet e-kreiz.

1877
Daveenn : EKG.I. p.305

Ar c’hi hag ar c’hazh a vev didrouz hag e peoc’h er memes ti, ken na deu unan bennak da isañ an eil war-lerc’h egile ; mes kerkent ha ma vezo iset ar c’hi, e lamm a-razailh war ar c’hazh.

1877
Daveenn : EKG.I. p.65-66

N’ho pet ket aon rak archerien Montroulez ; ned aio hini da gregiñ ennoc’h nemet lammet a rafe dreist hor c’horf-ni, rak ni a skuilho betek ar berad diwezhañ eus hor gwad kentoc’h eget ho tilezel.

1877
Daveenn : EKG.I. p.12

Ur gomz dievezh hepken a vije bet a-walc’h evit lakaat martoloded ar republik, pe ar c’hozh "garde-koted", da zont da enezenn Rouzig, da lammet war ar gristenien vat ha d’o strinkañ e goueled ar mor.

1877
Daveenn : EKG.I. p.100

Ur wech pe ziv e oan chomet a-sav da c’houzout ha me a glevje un tamm trouz bennak en tu pe du. Nann, sioul e oa an noz, didrouz e oa tro-war-dro, ne gleven nemet va c’halon o lammet em c’hreiz.

1878
Daveenn : EKG.II p.38

Abalamour da se e lammis skañv er vered, hag ez is war-eeun da gaout an nor a zo e tu ar c’hreisteiz d’an iliz. Serret e oa...

1878
Daveenn : EKG.II p.117

Lampomp dreist ar c'hleu[z]-mañ, 'vit mont dre ar par berrañ.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Kentañ ma weljont an div vaouez yaouank o tiskenn en dour, e lammjont ganto ; evito da stourm taer, o eren a rejont hag o zeurel e strad o bag, ha tec’hout kuit goude, bec’h ganto war o roeñvoù.

1923
Daveenn : SKET p.134

Hogen, Siluros, ar yaouankañ eus an tri breur, a lammas ganti, a zalc’has dezhi he daouarn hag he c’hwenias.

1923
Daveenn : SKET p.103

Ar merc’hed blev-melen, a c’hournijelle ganto o skerboù lin tanav hag a stirlinke gwalennoù o divrec’hioù gwenn hag o ufernioù-treid (1), keit ha ma troellent ha ma lamment, skañv evel yourc’hezed, war al leton ouzh gwrimenn ar wezeg c’hlas.

1923
Daveenn : SKET p.62

O tistouiñ o zal, Kintus ha Kamula he gwelas o soublañ da dremen dindan an nor hag o lammat e-maez al logell.

1923
Daveenn : SKET p.106

Ha Derkeia sevel evel un tenn ha lammat er-maez.

1923
Daveenn : SKET p.104

Gouilhed-noz ferv anezho, al Luged, duet o dremmoù, krak o daoulagad, a ra kelc’h d’ar bagad. Stlejañ ouzh an douar a reont evel naered ; lammat ouzh ar c’hirri evel kirvi pe erevent.

1923
Daveenn : SKET p.140

Yannig a lammas er mor, evit tostaat ar vag eus ar chaoser.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 46, p.1089 (Here 1924)

Neuze e lammas war tost-kreiz ar vag ha, savet war veg e dreid, en em soublas en adreñv ken na zeuas ar c’huchennadoù skedus diwar e gern da stekiñ ouzh e seulioù.

1924
Daveenn : SKET.II p. 53

A wezenn da wezenn e lamm, a-gevret gant ar gwiñver, bagadoù trouzus an abana denheñvel (2), e-keit ha m’emañ o torc’hweniañ e-mesk ar geot pe e-kreiz ar rec’hier naered, anezho ker gwazh euzhadennoù hag ar re a vev en Afrik.

1924
Daveenn : SKET.II p.48

E-maez an dour e lamment hag ec’h adkouezhent ennañ gant un trouz-kurun.

1924
Daveenn : SKET.II p.40

Ac’hano e strink ur froud vras ha herrek a red war-du ar c’hornog a-dreuz pradeier, koadeier ha brugeier, ken na zeu da lammat a-ziwar an tornaod er mor.

1924
Daveenn : SKET.II p.16

Evel ur c’havrig e lamme war ar rec’hier sershañ, war lein ar c’hrec’hiennoù hag ec’h evezhie ac’hano red ar c’houmoul, fiñv al loar hag ar stered.

1924
Daveenn : SKET.II p.18

N’ho peus-hu ket a soñj — pegoulz ? teir pe beder c’hoañvezh a zo abaoe — e vije, bemnoz, dindan sklerijenn al loar, ul liñsel wenn o lammet eus an eil bod lann d’egile.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.948 (Mae 1924)

Ar mor a led e wagennoù war an traezh, a astenn e divrec’h en-dro d’ar ger[r]igi, d’ar bili ; kelc’hañ a ra al listri, an taolioù-mor a strop o mogerioù, a freg warne, nebeut ha nebeut [,] tamm ha tamm e tispegont an traezh eus ar vein, ar mor a sav, strinkañ a ra, lammet a ra er bagoù, disjuntrañ a ra an tourioù.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1123 (Miz Du 1924).

Bilzig a lammas war ar varrenn.

1925
Daveenn : BILZ2 p.171

Sioul, an eil stok eus [ouzh] egile, o bouteg en o c’hichen, an daou vugel a sante o c’halon o lammet en o c’hreiz dirak an draezhenn vras, ken bras, ken ledan ha ken brudet, pehini en em astenne dirake, adalek Sant-Eflamm betek Lomikael.

1925
Daveenn : BILZ2 p.124

E kant doare disheñvel o gwelen-i, lod o lammat hag o c'hourlammat, darn all o c'hoari penn-tourtig, o c'hoari brañsigellig ispilhet a-zibouez o lost ouzh skoultroù ar gwez, darn all c'hoazh o korolliñ pe en o fuch, a-zevri o klask laou an eil d'egile, dre ma tispourbellent o daoulagad brizh ha ma krizent o gourrennoù damruz ha blevek.

1929
Daveenn : SVBV p.18

Ar paourkaezh ki-mañ - treut-gagn en deizioù kentañ m'edomp-ni degouezhet e Berrtomm - a lammas ouzhimp en ur fistoulat e lost hag en ur chilpat da lipat hon daouarn deomp, bet peurlouzet ganeomp a-ratozh-kaer evit diskouez d'hor mestr e labouremp, en desped ne yoa den ebet o lakaat evezh warnomp.

1929
Daveenn : SVBV p6

Ez vihanik, va c'halon ha va spered a dride, a lamme hag a frealze, o selaou ar soudarded kozh hag ar bleizi-mor da [sic] zanevellañ traoù mantrus, iskis, fentus, ha lirzhin a-zivout ar broioù pell.

1929
Daveenn : SVBV p.14

lammout ouzh

1931
Daveenn : VALL pg assaillir

lammat ouzh

1931
Daveenn : VALL pg attenter

lammet

1931
Daveenn : VALL pg bondir

lammout a-vriad-kloz an eil d'egile

1931
Daveenn : VALL pg (se jeter dans les) bras (l'un de l'autre)

lammout war

1931
Daveenn : VALL pg assaillir

lammont

1931
Daveenn : VALL pg bondir

Ar c'haniennoù-mor hol laka da soñjal, ur wech c'hoazh, e kanienn ar C'holorado, ma lamm enni ar stêr oc'h eonennañ a garreg da garreg, pe e stêrioù bras -Tsang Po, Irawaddi, Salwen, Mekong, Yang Tse- a zo o tilammat, war vevenn Tibed ha Bro-Sina, eus daskompezennoù uhel Kreiz-Azia da vroioù ar Reter-Pellañ dre vroioù hanterzianav pe beurzianav c'hoazh.

1943
Daveenn : TNKN p58

Ar re « añsien » a eilgerias Deo gratias hag a lammas e-maez o gwele.

1944
Daveenn : EURW.1 p33

Ur c’had a lammas er waremm hag, e tri pe bevar lamm he doa gounezet an tu all, an tan, ha neket ar plom, en he fenn a-dreñv.

1944
Daveenn : ATST p.78

Ha Job, imoret ha fuloret dre ma krede dezhañ e oa graet fae war nerzh e gorf, a lammas war Lom, a grogas ennañ dre vriata, a zibradas anezhañ diouzh an douar ha, dre nerzh ar vezventi, e kouezhjont o-daou, mell-divell, er foz.

1944
Daveenn : ATST p.21

Pa veze Jan-Laou o kas he nadoz er c'hrezioù, e konte din « kontadennoù » 'lec'h ma veze kaoz eus ramzed, eus kornandoned, eus mab an heol ha merc'h al loar, eus roueed, rouanezed, priñsezed kaer gant blev melen, a lakae dija ma c'halonig da lammat evito.

1944
Daveenn : EURW.1 p19

Ne glevez ket lammoù va c'halon ? Sant va c'halon o lammat !...

1949
Daveenn : SIZH p.58

Ar c'hi Soltan, ur mell ki-gward Alaman, torret e chadenn gantañ, a oa deut da lammat ouzh ar breur Arturo, evit c'hoari.

1949
Daveenn : SIZH p.46

N’emañ ket en e aes. N’oar ket petra a c’hoarvez gantañ. Ur pouez a zo war e galon. Sec’h eo e staoñ ha lammat a ra ar gwad en e benn.

1949
Daveenn : SIZH p.39

Lamm dezhañ prim a-stok e gein !

1960
Daveenn : PETO p51

N'eo ket lammat ha brallañ hepken eo a ra al lestr, krenañ a ra ivez, ar pezh a zo displijus-meurbet.

1985
Daveenn : DGBD p11

"Ya, gant kontamm," a respont Dermitzakis, hegazet peogwir e lammomp dezhañ pep hini diouzh hon zu.

2015
Daveenn : EHPEA p34

Treuzwisket e oa ar stourmerien evel deportidi ar bloavezhioù 1940 ha lampat a rejont, koulz lâret, war ar boliserien evit ma c'hallfent harzañ anezhe... hag e vefe filmet ha skignet an abadenn.

2015
Daveenn : DISENT p148

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial