Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
123
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. A. 1. (db. al loened) Mont d'an daoulamm. Daoulammat gant ma c'hezeg. HS. galoupat. 2. Dre ast. (db. an dud) Mont buan pa vezer diwar brez. N'eo ket ret deoc'h daoulammat. B. Dre skeud. 1. Talmañ kreñv. He c'halon a zaoulammas. HS. tosiñ. 2. Mont buan. Koumoul o taoulammat a-dreuz an oabl. II. V.k.e. DAOULAMMAT UDB. : e ober buan, e ober re vuan. Pa vo daoulammet ar soubenn ne vo ket mat : pa vez poazhet ar soubenn war un tan bras a-benn mont buanoc'h ne vez ket mat.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

A-gevret gant an ein hag ar menned-gavr, gant an ebeulien hag al leueoù e taoulamme e geot ar peurvanoù.

1924
Daveenn : SKET.II p.18

"daoulammat" [...] (ivez "pevarlammat")

1924
Daveenn : SKET.II p.122 « Geriadurig », "Galoper".

Ya ! karet he dije gouzout, gouzout, mes ne ouie netra ebet, netra ; hag ar soñjezonoù spontusañ, terruplañ, strafuilhusañ a rede, a gorolle, a zaoulamme en he spered pennfollet.

1944
Daveenn : ATST p.53

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial