I.
V.k.e.
A.
1. Lakaat lard, pe un danvez druz bnk., war udb. a-benn e lakaat da vezañ rampoc'h, a-benn e eouliañ.
Lardañ ur rod. Lardañ ul lêrenn. Lardañ botoù.
2. Magañ ul loen a-benn e lakaat da zont lart evit e zebriñ.
Arabat kemer moc'h treut-gagn da lardañ. Lardañ oc'hen.
3. Amanennañ druz.
Lardañ krampouezh.
&
[1954] N'eo ket kennebeut-all a-drugarez dezhañ e c'helle kemenerien ar vro lardañ druz o bara, rak troc'hañ ha gwriat a rae e-unan e dammoù dilhad.
B. Dre skeud.
1. Skeiñ gant ub.
Aon en doa e vije lardet dezhañ e gostezennoù.
2. Trl. skeud.
Lardañ e grampouezhenn da ub. : e veuliñ dirazañ.
&
Lardañ ar morzhol : paeañ ar porzhier evit kaout gwir da dremen, da zont tre.
&
Lardañ e billig da ub. : e skandalat a-zevri pe skeiñ gantañ, abalamour d'an emzalc'h en deus bet.
C. Dre heveleb.
Trempañ an douar gant teil.
HS. teilañ.
D. (db. ar c'homzoù)
Lakaat da vezañ dizoare.
Lardañ ar c'homzoù gant ur mallozh da Zoue.
E. Pinvidikaat (ub.).
Mont a ra an arc'hant da lardañ tud n'anavezomp ket. N'eus noter ebet n'en defe prenet ker e garg ha na zeufe goude-se d'he lardañ.
&
[1955] lardañ e zaouarn.
[1955] Fellout a reas neuze d'ar gouarnour bezañ anvet da bennrener ar Groaz Ruz ha tamallet e voe dezhañ - dre guzh ha muz, eveljust - en devoa lardet e zaouarn sakr gant an traoù kinniget d'ar glañvourien ha d'ar re c'hloazet.
II.
V.g.
A. (db. al loened)
Dont da vezañ lart.
Lakaat ar pemoc'h da lardañ.
B. (db. an dud)
Dont da vezañ lart.
Te a lardo en ur zont amañ da chom.
C. Dre skeud.
1. Pinvidikaat.
Ar re a vez o lardañ gant c'hwezenn ar bobl.
2. Labourat start, ober e wellañ.
Lardañ evit bezañ e-touez ar re gentañ. Lardañ 'rez !
HS. kiañ, loeniñ, poaniañ.
III.
V. kenem.
EN EM LARDAÑ OUZH UB. : en em gannañ gantañ.
&
Trl. skeud.
En em lardañ evel kegi : en em gannañ.
En em walc'h eta, en em lard gant louzoù c'hwezh-vat, gwisk da gaerañ dilhad, ha diskenn d'al leur.
En em walc'h éta, en em lard gañt louzou c'houéz-vâd, gwisk da gaéra dilad, ha diskenn d'al leûr.
1850
Référence :
GON.II
p. 103, Buez Ruth. (Lave-toi donc, parfume-toi avec des huiles de senteur, mets tes plus beaux habits et descends dans l'aire).
Kalz a ejened em [sic] eus da lardañ.
Kalz a éjenned em eûz da larda.
1850
Référence :
GON.II
pg larda (j'ai beaucoup de bœufs à engraisser).
Lagad ar mestr a lard ar marc'h / Hag a laka ed barr an arc'h.
Lagad ar mestr a lard ar marc'h / Hag a laka ed barr ann arc'h.
1867
Référence :
MGK
p42
War ar gegin ez eus ur prenestr hag a sko war ar porzh a-ziadreñv, Loull hen digor buanañ ma c’hell, lammet a ra er-maez eus e di, mont a ra war-eeun, ha d’ar red, d’en em guzhet en ur c’hraou-moc’h, a zo er porzh dirak an ti, el lec’h ma’z oa tri [f]orc’hell o lardañ.
Var ar gegin euz eur prenestr hag a sko var ar porz a ziadre, Loull hen digor buanna ma c’hell, lammet a ra er meaz euz he di, mont a ra var eeun, ha d’ar red, d’en em guzet en eur c’hraou-moc’h, a zo er porz dirak an ti, el leac’h ma’z oa tri borc’hell o larda.
1877
Référence :
EKG.I.
p.119
Koue[zh]et e[o] warnon ma fec’hed / Gant kreñvoc’h 'viton ‘c’h on lardet / Yannig, ma far, groet hoc’h eus fall. / Klemm ha hirvoudiñ, tra na dal' ; Mard e[o] ho laeroñsi gwirion, / Hastet mont da ga[ou]t ar person ; / Anez dic’haouiñ prim ‘m eus aon, / E vezo amañ glaz ha kañv ! /
Koueet e warn-on ma fec’het / Gand krenvoc’h ‘wit-on ‘c’h on lardet / Ianik, ma far, groet hoc’h euz fall. / Klemm ha hirvoudi, tra na dall ; Mar-d-e ho laeronsi gwirion, / Hastet mont da gat ar person ; / Anez dic’haoin prim ‘m euz aon, / E vezo aman glaz ha kaon ! /
1898
Référence :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2
Tra pe dra en dije atav da ober er bagoù : teuler dour eus luseo ar vag vras gant ar skop ; lakaat ar gouelioù, ar skoudoù, an drisoù da sec’hañ ; lardañ ar wern, ar stae, ar poleoù, astenn ar fard war ar bili evit o disgweañ ; divailhañ an drag pe ar sein evit o dresañ ; koltari, livañ ar vag vihan pe an hini vras.
Tra pe dra an nije atao da ober er bagou : teuler dour eus luseo (1) ar vag vras gant ar skop ; lakaat ar goueliou, ar skoujou, an drisou da sec’ha ; larda ar wern, ar stê (2), ar poleou, astenn ar fard war ar bili evit o digwea ; divailha an drag pe ar zein evit o dresa ; koltari, liva ar vag vihan pe an hini vras.
1925
Référence :
BILZ2
p.106
N'eo ket kennebeut all a-drugarez dezhañ e c'helle kemenerien ar vro lardañ druz o bara, rak troc'hañ ha gwriat a rae e-unan e dammoù dilhad.
N'eo ket kennebeut-all a-drugarez dezhañ e c'helle kemenerien ar vro lardañ druz o bara, rak troc'hañ ha gwriat a rae e-unan e dammoù dilhad.
1954
Référence :
VAZA
p.20
Fellout a reas neuze d'ar gouarnour bezañ anvet da bennrener ar Groaz Ruz ha tamallet e voe dezhañ - dre guzh ha muz, evel-just - en devoa lardet e zaouarn sakr gant an traoù kinniget d'ar glañvourien ha d'ar re c'hloazet.
Fellout a reas neuze d'ar gouarnour bezañ anvet da bennrener ar Groaz Ruz ha tamallet e voe dezhañ - dre guzh ha muz, eveljust - en devoa lardet e zaouarn sakr gant an traoù kinniget d'ar glañvourien ha d'ar re c'hloazet.
1955
Référence :
VBRU
p.37, notenn 1
Ma ! ha bremañ, evidon da vezañ ur c’hozhiad e varv gwenn, daoust ha ma tegouezh din ur wech an amzer klevout Paotr e Falc’h o lemmañ e venveg en-dro d’am gwele, n’on ket kennebeut all e-tailh da lardañ kalz drusoc’h va bara : gant se ’ta, foei war an diegi, an emvrud, ha dao dezhi !
1955
Référence :
VBRU
p.1
Roet e voe neuze un doare soav da lardañ e gofoù-gar, an divesker a oa da vezañ miret hep flach ha mailhuret start.
1985
Référence :
DGBD
p80
Da Adriani ez a evel ur vanegenn lardet ar c'han poblek : mallozh d'an harlu daoust d'ar madoù a ginnig.