I.
1. Danvez druz zo e korf al loened hag an dud.
Ned eo nemet lard an aneval-se.
&
Lard-marv : druzoni a chom en ul lec'h eus ar c'horf, dindan ar c'hroc'hen.
2. An danvez-se implijet gant an dud (da voued pe da draoù all).
Lard-teuz : bloneg.
&
Lard-dous : bloneg disall.
II.
(gant ur bennlizherenn-dal)
Ger implijet en troiennoù a ra dave da ouelioù Meurlarjez.
Deizioù al Lard : devezhioù Meurlarjez.
&
Meurzh-al-Lard, sant al Lard : devezh Meurlarjez end-eeun.
[1925] [A]r brud penaos e vo, en Kervarker, da Veurzh-al-Lard, graet fest ar gwadigennoù, en abeg eured an aotrou.
&
Sant-al-Lard : jak a vez pourmenet e dibunadegoù ar gouel.
&
Yaou-al-Lard : kentañ devezh Yaou goude Meurzh-al-Lard.
&
Sul tad-kozh al Lard : trede Sul a-raok kentañ Sul ar C'horaiz.
&
Sul tad al Lard : eil Sul a-raok kentañ Sul ar C'horaiz.
&
Sul-al-Lard : Sul a-raok kentañ Sul ar C'horaiz.
&
Foar-al-Lard : foar a veze dalc'het gwechall da vare Meurlarjez.
III.
G. Dre skeud.
Taolioù dorn.
Emberr ez po ul lard digant da dad.
Ar besketaerien ac’h aio war ar maez da werzhañ pesked pe gregen, a skigno ar brud penaos e vo, en Kervarker, da Veurzh-al-Lard, graet fest ar gwadigennoù, en abeg eured an aotrou.
Ar besketerien, ac’h aio war ar mêz da werza pesked pe gregen, a skigno ar brud penôs e vo, en Kervarker, da veurz al Lard, grêt fest ar gwadigennou, en abeg eured an ôtrou.