Ha Bilzig, heskinet evel-se, a z[e]ode hag a skoe didruez : kreñv a oa, ha lardadennoù a roe dezhe. Hag ar mammoù a-du gant o faotred a grie ivez : — Bilzig ! Bilzig ! bastard !… Kae da glask da dad beuzet en stank ar vilin-avel !…
Ha Bilzig, heskinet evel-se, a ziode hag a skoe didrue : krenv a oa, ha lardadennou a roe d’ê. Hag ar mammou a-du gant o fôtred a grie ive : — Bilzig ! Bilzig ! bastard !… Kê da glask da dad beuet en stank ar vilin-avel !…