1. Perzh neb a ro eus ar pezh zo dezhañ, hep sellet pizh.
Gwir largentez, ha n'eo ket tostoni. Sevel ospitalioù gant ur gwir largentez a roue. Gant largentez en deus roet d'ar beorien.
&
Trl. skeud.
Gant largentez : a gementadoù bras, fonnus.
Hag int warnañ, hag e vazhata hep truez ha gant largentez. An heol o skuilhañ e derennoù gant largentez.
HS. brokusted.
2. Pinvidigezh.
Largentez ha paourentez skoaz-ouzh-skoaz. Roet e vo dezhañ hag eñ en do largentez.
Référence :
GReg
pg (faire du) cuir (d'autrui large courroye)
Dre largentez en deus e roet din.
Dre larguéntez èn deus e roët din.
1732
Référence :
GReg
pg gratis (Il me l'a donné gratis, ou gratuitement.)
largentez
largante
1732
Référence :
GReg
pg foison (abondance, Van.)
gant largentez
gad larguéntez
1732
Référence :
GReg
pg genereusement, grassement
largentez
largeñtez
1850
Référence :
GON.II
pg lark, larg, largeñtez
largentezioù
largeñtesiou
1850
Référence :
GON.II
pg largeñtez
meur a largentez am eus bet digantañ
meûr a largeñtez am eûz béd digañt-hañ
1850
Référence :
GON.II
pg largeñtez
Petra eta ne dalvo ket / An tamm bara dezhañ roet? / Doue a skuilho war ho pro / Gant largentez e vennozhioù.
Petra eta ne dalvo ket / An tamm bara d’ezhan roet? / Doue a skuillo var ho pro / Gant largentez he vennosio.
1877
Référence :
EKG.I.
p.29
Na roit dezhañ da bried nag ho c’hoar, nag ho merc’h, nag ho karez, ha na aotreit ket e veskfe e wad gant hoc’h hini, e trofe da fall an dud yaouank dre brezegennoù ha largentezioù, e savfe e vouezh e kuzuliadegoù an tiegezh, e bodadegoù ar boblad.
Na roït d’ezan da bried nag ho c’hoar, nag ho merc’h, nag ho karez, ha na aotreït ket e veskfe e wad gant hoc’h hini, e trofe da fall an dud yaouank dre brezegennou ha largenteziou, e savfe e vouez e kuzuilhadegou an tiegez, e bodadegou ar boblad.
1923
Référence :
SKET
p.53
Dezhañ pardon gant largentez / 'Vel ma pardon klok d'an hentez / Er gwallgasas gant kasoni / 'Vit kastizañ e viloni.
Dezañ pardon gant largentez / 'Vel ma pardon klok d'an hentez / Her gwallgasas gant kasoni / 'Vit kastiza e viloni.
1960
Référence :
PETO
p83
An iliz, chomet war he darn e-pad pell, a voe peurechuet er XVvet kantved, en un doare meurdezus a-drugarez da largentez an dug.