Hogen, ne voe kemend-all a zifrae hag a largentez nemet ur c’holl-amzer, hepmuiken, rak kerkent ha ma voemp erru du-hont, e tisklerias ar Saozon d’hon admiral ne felle ket dezho bezañ skoazellet gant an estren : barrek e oant, emezo, d’ober o-unan war dro poblañs ar vro evit pezh a selle ouzh ar bevañs, al lojeiz hag an holl draoù all a vije ezhomm diouto.
An iliz, chomet war he darn e-pad pell, a voe peurechuet er XVvet kantved, en un doare meurdezus a-drugarez da largentez an dug.