1. H.g.
Leñvadeg.
An divskouarn ne glevent nemet al leñv forzh. Eno e vo leñv ha skrign dent.
2. Impl. da anv unan.
Leñvadenn.
Deuet e oa ar vamm er-maez eus he gwele p'he doa klevet leñvoù he bugel. Leuskel a reas ar babig ul leñvig.
Ouzh hini anezho n’on bet garv, kriz, lorc’hek, digarantez ; ouzh hini ebet n’em eus noazet ; da hini ebet n’on bet abeg a boan, a zaeroù, a leñv.
Ouz hini anezo n’oun bet garo, kriz, lorc’hek, digarantez ; ouz hini ebet n’em eus noazet ; da hini ebet n’oun bet abeg a boan, a zaerou, a lenv.
1923
Référence :
SKET
p.71
Hekleviñ a rejont gant ur [g]arm skiltr ha taer a yeas d’ul leñv hag a varvas en ur ronkell.
Heklevi a rejont gand eur c’harm [sic] skiltr ha taer a yeas d’eul lenv hag a varvas en eur ronkell.
1924
Référence :
SKET.II
p.43
An div c’hlann, oc’h uhelaat, a zeu roc’hellek, serzh, toullet a gevioù teñval m’en em daol drezo an dour en ur droenniñ ha ma klever o tifroñkal enno leñv an Islonk.
An diou c’hlann, oc’h uhelaat, a zeu roc’hellek, serz, toullet a geviou tenval m’en em daol drezo an dour en eur drôenni ha ma klever o tifronkal enno lenv an Islonk.
1924
Référence :
SKET.II
p.48
Glac’harusoc’h c’hoazh leñv ar vamm gevet gant ar gouennoù fall eget hini ar verc’h e-kreiz he gouelec’h, eme an doue.
Glac’harusoc’h c’hoaz lenv ar vamm geoet gand ar gouennou fall eget hini ar verc’h e-kreiz he gouelec’h, eme an doue.