I.
1. Hini bihan ar vuoc'h hag an tarv, hep lakaat kemm a-fet reizh, a-raok ma vefe graet kole pe annoar anezhañ.
Ur vuoc'h c'hwec'h miz leue enni. Ul leue war e vamm : zo c'hoazh o tenañ e vamm. Ul leue aet diwar e vamm : na zen mui e vamm. Ul leue dizonet.
&
Leue-tarv : leue par.
&
Leue kig : leue desavet evit bezañ gwerzhet d'ar c'higer ha neket evit bezañ dalc'het.
&
Leue janus : leue bet ganet kent an termen.
2. (db. al loen implij. gant an dud)
Un tamm kig leue, kroc'hen leue, lêr leue.
II.
Dre skeud. (db. an dud)
1. Den sot, dispered.
Hennezh zo ul leue.
&
Dre gunuj.
Leue ! Leue brizh ! Leue dour ! Leue geot ! : genaoueg.
&
Trl.
Ober al leue : ober traoù diboell evel un den sot, evit tennañ selloù an dud war an-unan.
&
[1960] Leue Gwener.
2. Leue hanter dizonet : den na c'houlenn ket daremprediñ ar re all.
3. Trl. kv.
Bezañ diot evel ul leue(-brizh) : bezañ diot-tre.
&
Gouelañ evel ul leue : gouelañ en ur ober trouz.
4. Trl. skeud.
Kaout kig leue, bezañ treid leue en e votoù : bezañ sot.
&
Degas ur penn leue d'ar gêr, bezañ bet ur penn leue : bezañ bet nac'het en un arnodenn.
&
Lonkañ lostoù leue : bezañ hegredik.
&
Tremen lost al leue dre c'henoù ub. : e lakaat da grediñ traoù gaouiat.
&
C'hoari an troad leue da ub. : c'hoari un dro-gamm dezhañ, ober goap anezhañ.
5. Lost al leue : troienn a implijer da ziskouez diskred.
« Tapet em eus ur pesk dek lur ! - Ya, war lost al leue ! ».
III.
RELIJ.
1. Al Leue Aour : delwenn aour dezhi stumm ul leue, a veze azeulet gant ar Yuzevien e-pad m'edo Moizez war Menez-Sinai.
2. Trl.
Lazhañ al leue lart : ober chervad, o taveiñ d'ar pred ha d'ar gouel a oa bet evit lidañ distro ar mab foran.
Référence :
GON.II
p.15, livre premier, "de veaux".
da leueoù
da leuéou
1850
Référence :
GON.II
p.15, livre premier, "à des veaux".
Ar vihanañ eus al leueoù a zo bet taget gant ar bleiz.
Ar vihana eûz al leuéou a zô bét taget gañd ar bleiz.
1850
Référence :
GON.II
p.60 (le plus petit des veaux a été étranglé par le loup).
Bevin, maout ha leue a zo kigoù bras.
Bevin, maout ha leûé a zô kîgou brâz.
1850
Référence :
GON.II
pg kîk
— Ya, ya, rak ma n’her lakeomp ket d’ar marv, eñ hor lakaio-ni, ni hag hon tud, rak n’eus ket da gontañ war wellaat ennañ ; alies a-walc’h eo bet kenteliet, ha gwelloc’h eo bezañ kiger eget bezañ leue.
— Ia, ia, rak ma n’her lakeomp ket d’ar maro, hen hor lakaio-ni, ni hag hon tud, rak n’euz ket da gounta var vellaat ennhan ; alies avoualac’h eo bet kentelliet, ha guelloc’h eo beza kiger eget beza leue.
1877
Référence :
EKG.I.
p.109
Tri dervezh bennak goude-se, Erwan ar Menn, eus ar Restigoù, a yeas da Goad Lioù da welet un "toull-bleiz", un toull-trap, en doa graet eno evit pakañ ur vamm vleizez ne ehane da gas ganti bemdez unan bennak eus e loened : dañvad, leue pe ounner.
Tri dervez bennag goude-ze, Hervoan ar Menn, euz ar Restigou, a ieaz da Goat-Liou da velet eun "toull-bleiz", eun toull-trap, en doa great eno evit paka eur vamm vleizez ne ehane da gas ganthi bemdez unan-bennag euz he loened : danvad, leue pe ounner.
1877
Référence :
EKG.I.
p.151
Edod oc’h aozañ lein pa glevj[od] ul leue bihan o tont en ti en ur vlejal, rak lezet e oa digor dor e graou warnezhañ.
Edot oc’h aoza lein pa glefcheur eul leue bian o tont enn ti en eur vlejal, rak lezet oa digor dor he graou var-n-ezhan.
1878
Référence :
EKG.II
p.280
ul leue bloaz
eul leue bloaz
1909
Référence :
BROU
p. 207
Bleizi a zeue da lemel diganto o ein, o leueoù, o ebeulien, moch-gouez da duriat[a] o zrevadoù, arzhed da dagañ o c’hon, hag Erkuniz da skrapat o saout hag o merc’hed.
Bleizi a zeue da lemel diganto o ein, o leueou, o ebeulien, moch-gouez da duriata o zrevadou, arzed da daga o c’houn, hag Erkuniz da skrapat o saout hag o merc’hed.
1923
Référence :
SKET
p.119
A-gevret gant an ein hag ar menned-gavr, gant an ebeulien hag al leueoù e taoulamme e geot ar peurvanoù.
A-gevret gand an ein hag ar menned-gavr, gand an ebeulien hag al leueou e taoulamme e geot ar peurvanou.
A ! satordallik ! Fri ar c'hazh e sac'h ar farz ha troad al leue bihan e-barzh ! Sell, 'brepoz, pa zeu da goun din ! Goulc'hen, ha ma kemerfemp bep a c'henaouad [b]ara, ha ma lonkfemp bep a vanne gwin ?...
A ! satordallig ! Fri ar c'haz e sac'h ar fars ha troad al leue bihan e-barz ! Sell, brepoz, pa zeu da goun d'in ! Goulc'hen, ha ma kemerfemp beb a c'henaouad vara [sic], ha ma lonkfemp beb a vanne gwin ?...
1929
Référence :
SVBV
p.9
Yann al leue
1931
Référence :
VALL
pg benêt
leue
loue
1931
Référence :
VALL
pg benêt
leue
1931
Référence :
VALL
pg balourd, benêt
leue-janus
leue janus
1931
Référence :
VALL
pg avorton
Diganimp ’vat, ar re baourañ, ne veze kemeret nemet tri-c’hant lur er bloaz, hag evit ar bern arc’hant-se, bez’ e veze da greisteiz ha d’an noz, n’eo ket gwelien, met ur soubenn eus ar c’hentañ, un dailhenn vrav a gig-bevin pe leue gant avaloù-douar, fav, piz, pe louzoù all diouzh ma veze koulz ar bloaz, ur werennad jistr war ar marc’had ha bara gwenn sof-kont.
Diganimp ’vat, ar re baourañ, ne veze kemeret nemet tri c’hant lur er bloaz, hag evit ar bern arc’hant-se, bez’ e veze da greisteiz ha d’an noz, n’eo ket gwelien, met ur soubenn eus ar c’hentañ, un dailhenn vrav a gig bevin pe leue gant avaloù-douar, fav, piz, pe louzoù all diouzh ma veze koulz ar bloaz, ur werennad jistr war ar marc’had ha bara gwenn sof-kont.
1954
Référence :
VAZA
p.50
'C'hanta ! paotred, leueoù gwener, / 'Vel merc'hejoù, gwak ha tener, / Pa 'z oc'h ken dispont ha yer-dour, / N'ho po 'met triñchin e-lec'h pour.
'C'hanta ! paotred, leueou gwener, / 'Vel merc'hejou, gwak ha tener, / Pa 'z oc'h ken dispont ha yer-dour, / N'ho po 'met trichin e-lec'h pour.
1960
Référence :
PETO
p52
Note d'étude
Ar stummoù kozh zo gant "lue" pe "le" dreist-holl. Ne zeu ket war wel er skridoù ar stumm modern klasel "leue" a-raok kreiz an XIXvet kantved.