Hañv-goañv, forzh penaos e teurveze d'ar mor bezañ, splannoc'h eget ur melezour pe ken kounnaret hag un diaoul dichadennet, boulc'het ha kaset e veze da benn, a-wechoù deiz ha noz, pleustradegoù a bep seurt, da skouer : tennañ war listri kozh, kerreg en donvor, pe razelloù stlejet gant bigi-dre-dan, leviata, treiñ war du-mañ-tu, ha tu evit tu, ar skouadrenn a-bezh pe dre rannlistri an eil war lerc'h egile, stlepel tarzherezed hag o gwintañ goude war vourzh, eveshaat ouzh ar splujerien, kargañ glaou-douar a-dizh pe boledoù a bep seurt ment, gedal ouzh an tarzherien, hag ur bern traoù all ouzhpenn, hag e tu-hont da se kenteliañ a-hed ar bloaz pep rummad martoloded : skol ar ganolerien, skol ar fuzuilherien, an darzherien, al levierien ha zoken ar wernerien, daoust ha ne veze pell 'zo kel ebet nag eus gouel nag eus lien.
Diaoulat tra, ken gwenn ha va hini e oa kroc’hen ar gwaz-se, bet gwechall, hervez ’gleven, kentañ-mestr levier war listri Bro-C’hall.
N'emaomp ket hon-unan ; bez' e vez ivez ur bern sammoù da zougen : boued ha pourvezioù a bep seurt, hag en tu-hont d'ar mekanisian ha da levier ar vag, e vez atav ur bern morianed da zougen, rak bec'h a zo o klask labourerien bremañ.
Mots précédents
Mots suivants
levierezh