Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Sturier ur vag (pe ur c'harbed all). [1954] Diaoulat tra, ken gwenn ha va hini e oa kroc’hen ar gwaz-se, bet gwechall, hervez ’gleven, kentañ-mestr levier war listri Bro-C’hall. DHS. loman. 2. Dre skeud. Den zo e penn ur strollad, un emsav. HS. sturier.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

levierien

1732
Daveenn : GReg pg (maître de) chalouppe

levier

1732
Daveenn : GReg pg (maître de) chalouppe

levier

1850
Daveenn : GON.II pg lévier (pilote. timonier. celui qui conduit un bateau, un navire), sturier

levierien

1850
Daveenn : GON.II pg lévier (pilote. timonier. celui qui conduit un bateau, un navire. Pl.)

Hañv-goañv, forzh penaos e teurveze d'ar mor bezañ, splannoc'h eget ur melezour pe ken kounnaret hag un diaoul dichadennet, boulc'het ha kaset e veze da benn, a-wechoù deiz ha noz, pleustradegoù a bep seurt, da skouer : tennañ war listri kozh, kerreg en donvor, pe razelloù stlejet gant bigi-dre-dan, leviata, treiñ war du-mañ-tu, ha tu evit tu, ar skouadrenn a-bezh pe dre rannlistri an eil war lerc'h egile, stlepel tarzherezed hag o gwintañ goude war vourzh, eveshaat ouzh ar splujerien, kargañ glaou-douar a-dizh pe boledoù a bep seurt ment, gedal ouzh an tarzherien, hag ur bern traoù all ouzhpenn, hag e tu-hont da se kenteliañ a-hed ar bloaz pep rummad martoloded : skol ar ganolerien, skol ar fuzuilherien, an darzherien, al levierien ha zoken ar wernerien, daoust ha ne veze pell 'zo kel ebet nag eus gouel nag eus lien.

1954
Daveenn : VAZA p.123

Diaoulat tra, ken gwenn ha va hini e oa kroc’hen ar gwaz-se, bet gwechall, hervez ’gleven, kentañ-mestr levier war listri Bro-C’hall.

1954
Daveenn : VAZA p.95, notenn 1

N'emaomp ket hon-unan ; bez' e vez ivez ur bern sammoù da zougen : boued ha pourvezioù a bep seurt, hag en tu-hont d'ar mekanisian ha da levier ar vag, e vez atav ur bern morianed da zougen, rak bec'h a zo o klask labourerien bremañ.

1985
Daveenn : DGBD p29

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial