Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
3
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.k.e. I. 1. Bleinañ (ur vag, un nijerez, h.a.). Emañ ouzh ar stur o leviañ ar vag. HS. sturiañ. 2. Roeñvat gant ur roeñv hepken e penn a-dreñv ar vag. HS. pouleñvat. II. Dre skeud. 1. Diskouez an hent. Ar steredenn am levio. Ar froudenn hon levie. 2. Ren udb. pe ub. Ur brezelour kadarn o leviañ e veuriad. Leviet gant Doue. EVEZH. : distagañ a reer ar furm lev (trede gour unan amzer-vremañ an doare-diskl. hag eil gour unan an doare-gourc'h.) evel-henn : ['lewj].

Skouerioù istorel : 
22
Kuzhat roll ar skouerioù

gouvarnet, leviet

1499
Daveenn : LVBCA p133

leviañ

1499
Daveenn : LVBCA p133 ('gouverner')

leviat

1659
Daveenn : LDJM.1 pg leuiat

leviet

1732
Daveenn : GReg pg aviron

leviiñ

1732
Daveenn : GReg pg aviron

leviat

1732
Daveenn : GReg pg aviron

leviañ

1732
Daveenn : GReg pg aviron (mener un bâteau avec un seul aviron en lovoyant), coqueter (mener avec un aviron un coquet par son arrière)

leviet

1732
Daveenn : GReg pg aviron, coqueter

leviet

1850
Daveenn : GON.II pg lévia (gouverner un navire en qualité de pilote. on n'emploie presque plus ce mot que pour dire louvoyer, courir des bordées, ayant le vent contraire. Part.)

leviañ

1850
Daveenn : GON.II pg lévia (gouverner un navire en qualité de pilote. on n'emploie presque plus ce mot que pour dire louvoyer, courir des bordées, ayant le vent contraire), sturia

He distagañ a reas, kregiñ a reas en ur roeñv, hag, en u[l] leviañ, ez eas er-maez eus ar Porzh-Don en ur zistreiñ a-gleiz war-zu roc’h Melgorn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.224

leviat

1909
Daveenn : BROU p. 393 (gouverner), p. 425 (tenir la barre)

Goude kerzhout e-pad seizh miz a-dreuz koadoù, strouezhegoù ec’hon, geotegoù ; goude treuziñ un niver gwazhioù, froudoù, stêrioù, avenoù, lennoù, geunioù ; goude trec’hiñ war ziaesterioù, gouzañv skuizhderioù ha tec’hout diouzh riskloù bras, e tigouezhas an holl yaouankizoù-se, an alc’houeder Alouda bepred ouzh o leviañ, war glann gornok lenn an Heol, Sonnolindon (1).

1923
Daveenn : SKET p.94

Ur moustradig glin nemetken ouzh e gostez dehou pe ouzh e gostez kleiz a oa a-walc’h d’e leviañ war an tu ma tleje mont.

1924
Daveenn : SKET.II p.22

— Ha bremañ, Bilzig, paotr, krog out en da varrenn-stur, barrenn-stur da vuhez… Levi mat da vag, paotr. Ha Doue da vleino !… Kenavo, mab !… Va gourc’hemennoù da Izabel… Kenavo !…

1925
Daveenn : BILZ2 p.167

Ha ne oa kabiten war aodoù Bro-C’hall ha Bro-Saoz, pa deue gant e c’hober da Doull-ar-C’hirri da gargañ gwinizh pe gerc’h, ha na vije laouen, pa vije fall an amzer anezhi, o welet penn barvek Saig Jelvest o leviat e c’hober.

1925
Daveenn : BILZ2 p.105-106

Ac’hanta ! Bilzig, dit da leviat ! Digor da zaoulagad ha frank, paotr. Krenañ a ra da zorn.

1925
Daveenn : BILZ2 p.107

A-drugarez d’am mamm, gallout a raen dija lenn an notennoù ha deut e oan da vezañ ur c’haner mat awalc’h [a-walc'h], met alies e tremene dre Briel un dall o klask e vara, leviet gant e viell.

1954
Daveenn : VAZA p.34

Rankout a raen er mare-mañ treiñ kein d’ar mor, rak va bagig am boa da levial war un mor ken dirollet ha ken kriz all, ar bed a-bezh, met da vihanañ ne vijen ket va-unan war vourzh peogwir e oa tu-hont, ouzh va c’hortoz [sic, gortoz] e Moskov ar vaouez a garen hag e oan karet ganti.

1954
Daveenn : VAZA p.190

Garv e oa ar vouezh-se, ha ken garv all an archerien, pikoloù kanfarded o dilhad glas-mor gant klaoutennoù arc’hant ouzh o skoaz, hag a rae dimp – un daou-c’hant bennak a dud – diskenn a-dizh eus kirri an tren alaman, ha raktal e voemp leviet gant herr war-du an ti-hent-houarn, rak bez’ oa a bep tu dimp ur regennad soudarded gant fuzuilhoù, baionetezennoù, sabrinier ha pistolennoù, evel pa vijemp bet holl, paotred, merc’hed ha bugale, ur bagad torfedourien da gas d’ar marv kerkent ha paket.

1955
Daveenn : VBRU p.32-33

C'hoant hor boa koulskoude da vezañ en em gavet a-barzh na vije re noz, rak leviat war seurt hentoù ouzh sklerijenn ar gouloù n'eo ket ebat, pa 'z eo gwall denn end-eeun ouzh sklerijenn an deiz.

1985
Daveenn : DGBD p82

Pignat e c'hell koulskoude ar batimantoù bras gant ar stêr Wouri betek Douala, nemet e rankont gortoz al lanv ha leviañ goustadik dre wask al lec'hidennoù; evit chom hep koll re a amzer eo e harzont e Souellaba.

1985
Daveenn : DGBD p20

Ofis publik ar brezhoneg