M. Goude bezañ gwelet ganeomp ar mad pehini zo ret deomp da ober, petra a rest deomp-ni bremañ da c'houzout ? D. An droug pehini zo ret deomp tec'het dioutañ. M. Peseurt droug a zleomp-ni tec'het dioutañ ? D. Pec'hed. M. Petra eo pec'hed ? D. Kement a lavarer, kement a zezirer, pe kement a reer a-enep al lezenn pe volontez Doue.
Perak emañ 'l lezenn, / E ve ret da zaou zen / Hag a zo reuzeudik an eil gant egile, / En em gasa gwashoc'h evit ar c'hi ar c'hazh, / Evel fust ha gwalenn / O sachañ a bep tu, noz ha deiz en em lazh ; / Ya, perak m'er goulenn, / Ne c'hellfent ket terriñ pe droc'ha ar skoulm-se, / Bezañ vak anezho hag eürus adarre ?
Eur louarn a voa war ar studi / Evit mont da zen a lezen.
En devezh e klevis ma ferson o lâret : ur we[z]enn, eme[z]añ, a ve[z] anveet diwar ar frouezh a doug ; evel-se ive[z] un den hag a deu da glask hon mouezhio, anveet eo, pe diwar e obero, pe diwar obero ar re zo pleustret gantañ. Ar Gouarnamant, gallout a reomp ive[z] barn ane[z]añ diwar e lezenno.
gwelladur-lezenn
Mat eo studiañ ar perag hag an abalamour eus an traoù ; klask e goueled ar goustiañs lezennoù kuzhet ar vuhezegezh ; furchal deraouidigezh ha finvezhioù an den ; keñveriañ engehentadur al loened ouzh hini an dud ; esaeañ divinout petra eo an Ene, mes ma'z eer re bell war hent an Dianav, mar c'hoantaer dizoleiñ ar pezh a rank chom kevrin, neuze emeur war-var dihentañ.
- Va galvedigezh, dimezell ! Me 'zo va youl galonekañ bezañ beleg Doue ha manac'h. Mar don [sic "Mard on"] harluet amañ, keit-all, gant kalzig [kalzik] eus va c'henvroiz, eo peogwir eo bet kaset kuit diouzh Bro-C'hall, da heul ul lezenn disakr, an holl Urzhioù Relijiel.
Lezenn an natur, Tin Helgouarc'h, mennet gant Doue.
- Ha gouzout a rez, te, petra eo an dra-se, Karout ? Mousc'hoarzhin a reas al lean, didroidell. - Moarvat ! P'eo ar Garantez lezenn bennañ an Aotrou Krist, hor Salver.
Ha kalz ivez o deus dizesket ober gant doareoù hemolc'h ar re gozh ; ha strizh eo ouzhpenn lezennoù ar Gouarnamant war ar chase, ha diaes bras eo d'ur morian kaout an tu da vezañ fiziet ennañ ur fuzuilh koulz ha da gaout tennoù da lakaat e-barzh p'en devez unan.
Er vro-mañ e touell an holl re ar re all. Reoù zo a ra evel pa labourfent, reoù all evel pa adreizhfent, reoù all c'hoazh evel pa lakafent al lezenn da dalvezout.
Nac'h paeañ e dailhoù, gwiskañ arouezioù difennet, sevel ur gambr labour-douar evit ar stourmerien hag evel-se mont a-enep-krenn monopol kambroù al labour-douar, reiñ bod da dud dibaper -felladenn a genskoazell-, krouiñ ha skignañ ur moneiz er-maez lezenn, implijout sielloù melestradurel, nac'h bezañ harzet...
Daoust ha gallout a reomp distruj ar c'harr-nij brezel az ay da vombezañ Afganistan, an tourter a vo implijet dizale da sevel ur c'hamp bac'h pe ur greizenn nukleel, ar banell-vruderezh a vila ar gweledva ganti, pa vefe-hi diouzh al lezenn pe ne vefe ket, ha kement zo… ?
Klask a reer neuze kaout un efed war ar gudenn hec'h-unan : lakaat an dud-se da goll arc'hant pe amzer, lakaat un disemglev [dizemglev] da zispakañ en o zouest, diskar o brud vat, lakaat war-wel doareoù ober hag a zo er-maez [e-maez al] lezenn, rediañ anezhe d'en em zifenn en ur mod digempouez evit diskouez da vat petra eo soñjoù ha doareoù ober an enebourien.
Goulenn a reont ma vo lamet al lezenn Z hag a ro nerzh da brevesadur dre guzh ar servijoù publik.
Mots précédents
Mots suivants
lezenn