Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. B. A. 1. Reolenn (pe hollad reolennoù) strizh a rank annezidi ur Stad plegañ dezhi ha m'eo karget ar bolised, an archerien, ar valtouterien, h.a., d'he lakaat da dalvezout ha d'he difenn. Dougen, embann, ober, sevel ul lezenn, lezennoù. & Doujañ d'ul lezenn, mirout ul lezenn : ober diouzh he c'hemennoù. & Terriñ, lemel ul lezenn. Neveziñ al lezennoù. Lezennoù kenwerzhel. & Danvez lezenn : testenn a ray evit lezenn pa vo bet mouezhiet eviti gant kannaded ha senedourien ar Parlamant hag ur wech embannet. & Lezenn vrezel : lezenn a ro aotre e vefe galvet an arme a-enep ar bobl pa vez freuz ha reuz en ur vro. & Lezenn-stur: lezenn a aotre ur gouarnamant d'ober dispignoù a vo talet outo war veur a vloaz. 2. Trl. skeud. Klask ober lezennoù : klask reiñ urzhioù, klask gourc'hemenn d'ar re all. 3. Dre ast. RELIJ. Lezenn Doue : e c'hourc'hemennoù. Terriñ lezenn Doue : mont a-enep e c'hourc'hemennoù. & Taolennoù* al lezenn. & Al lezenn gristen : hollad reolennoù ar relijion gristen. Displegañ al lezenn grisfen e yezh hon tadoù. & Al lezenn gentañ, al lezenn gozh : an testamant kozh. Ar brofeded eus al lezenn gentañ. & Al lezenn nevez : an testamant nevez. Ar Pantekost kentañ eus al lezenn nevez. & Lezenn ar Sul : a embann ne zleer ket labourat d'ar sul. B. 1. Ger a dalvez da stadañ ur fed. Lezenn ar geraouez eo homañ : pa vez goulenn d'un dra, e teu atav da geraat. Lezenn an nevid*. 2. Savelenn. Lezennoù ar jedoniezh. Lezenn ar c'hinnig hag ar goulenn. C. Dre skeud. Ger-stur. Dalc'hit soñj eus al lezenn-mañ. II. H.b. 1. AL LEZENN : hollad ar reolennoù strizh a lakaer da dalvezout en ur vro hag a ranker doujañ dezho. Ober udb. en anv al lezenn, hervez al lezenn, e-maez al lezenn, a-enep al lezenn. & Trl. Terriñ al lezenn : mont en he enep. & An dud a lezenn : ar varnerien, an alvokaded, h.a. 2. Trl. skeud. Ober al lezenn da ub. : reiñ urzhioù da ub. Arabat dont d'ober al lezenn din.

Skouerioù istorel : 
113
Kuzhat roll ar skouerioù

lezenn

1499
Daveenn : LVBCA p133 (loy)

M. Goude bezañ gwelet ganeomp ar mad pehini zo ret deomp da ober, petra a rest deomp-ni bremañ da c'houzout ? D. An droug pehini zo ret deomp tec'het dioutañ. M. Peseurt droug a zleomp-ni tec'het dioutañ ? D. Pec'hed. M. Petra eo pec'hed ? D. Kement a lavarer, kement a zezirer, pe kement a reer a-enep al lezenn pe volontez Doue.

1622
Daveenn : Do. p34

M. Petra eo pec'hed ? D. Kement a lavarer, kement a zezirer, pe kement a reer a-enep an lezenn ha volontez Doue.

1622
Daveenn : Do. p34

lezenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Loy

an dra-se a dal kement hag al lezenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (cela) vaut (autant que la Loy

lezenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg leseñ

M. Petra ez eo pec'hed ? D. Kement a leverer, a zezirer, pe a reer enep al Lezenn ha volontez Doue.

1677
Daveenn : Do. p35

ober un dra bennak e disprizañs al lezenn

1732
Daveenn : GReg pg attenter (attenter quelque chose contre l'autorité de la Loi)

lezenn

1732
Daveenn : GReg pg abjurer

lezenn an Mahometaned

1732
Daveenn : GReg pg alcoran

levr lezenn an Durked

1732
Daveenn : GReg pg alcoran

pardon jeneral a ro ar Roue eus an droug graet diaraok a-enep e lezennoù

1732
Daveenn : GReg pg amnistie

kuitaat e lezenn faos

1732
Daveenn : GReg pg abjurer

terridigezh eus a ul lezenn

1732
Daveenn : GReg pg abolir

falslezenn

1732
Daveenn : GReg pg abjurer

lezennoù an Iliz

1732
Daveenn : GReg pg canon (de l'Eglise, Loix Ecclesiastiques, & Decrets des Conciles &c)

al lezenn gristen

1732
Daveenn : GReg pg christianisme (la Doctrine de Jesus-Christ, la Foi, la Religion Chrétienne)

lezenn hon Salver

1732
Daveenn : GReg pg christianisme (la Doctrine de Jesus-Christ, la Foi, la Religion Chrétienne)

al lezenn a gristenezh

1732
Daveenn : GReg pg christianisme (la Doctrine de Jesus-Christ, la Foi, la Religion Chrétienne)

al lezenn sivil

1732
Daveenn : GReg pg (la loi) civil(e)

Un dastum eus a lezennoù an Impalaered, hag ar rouanez war fet eus ar justis, an trafik, hag ar verdeadurezh.

1732
Daveenn : GReg pg code (compilation des loix des Empereurs, des ordonnances des Rois, touchant l'administration de la justice, du commerce, de la marine etc)

terridigezh ul lezenn

1732
Daveenn : GReg pg contravention

un dra a enep da ul lezenn

1732
Daveenn : GReg pg contravention

neb a ra ar c'hontrol-bev da ul lezenn, da ur gustum

1732
Daveenn : GReg pg contrevenante (ante)

kontrolier d'al lezenn, pe d'ar gustum

1732
Daveenn : GReg pg contrevenante (ante)

ober ar c'hontrol-bev d'e bromesa, d'e garg, da ul lezenn, d'ar gustum

1732
Daveenn : GReg pg contrevenir

kroaz al lezenn gozh

1732
Daveenn : GReg pg croix (sans Crucifix)

monet a-enep ul lezenn

1732
Daveenn : GReg pg deroger

ober a-enep ul lezenn

1732
Daveenn : GReg pg deroger

disparaj a feiz, a gredenn, a lezenn

1732
Daveenn : GReg pg différence (de Religion, qui est un empêchement de mariage)

dispar a lezenn

1732
Daveenn : GReg pg different (en fait de Religion)

al lezenn divin

1732
Daveenn : GReg pg (la loi) divine

al lezenn a Zoue

1732
Daveenn : GReg pg (la loi) divine

lezenn Doue

1732
Daveenn : GReg pg (la loi) divine

lezenn

1732
Daveenn : GReg pg droit (terme de Jurisprudence)

lezenn Doue, al lezenn a Zoue

1732
Daveenn : GReg pg (le) droit (divin, loi ou volonté de Dieu revelée)

al lezenn añsian, hag al lezenn nevez, al lezenn a c'hras

1732
Daveenn : GReg pg (l') écriture (Sainte, la Bible, l'ancien & le nouveau Testament)

terriñ ul lezenn

1732
Daveenn : GReg pg enfreindre (violer une loi, &c.)

monet a-enep ul lezenn, a-nep un ordrenañs, a-enep un urzh roet

1732
Daveenn : GReg pg enfreindre (violer une loi, &c.)

torriñ ul lezenn

1732
Daveenn : GReg pg enfreindre (violer une loi, &c.)

terriñ lezenn Doue, ha hini ar Roue

1732
Daveenn : GReg pg enfreindre (la loi de Dieu & celle du Prince)

ober, lakaat ul lezenn

1732
Daveenn : GReg pg établir (une loi, un impôt)

al lezennoù fondus

1732
Daveenn : GReg pg fondamental (Loix fondamentales.)

An Doktor sant Tomaz a ziskouez aznat penaos ez eo divennet gant al lezenn a natur memes ar bailhardiezh simpl.

1732
Daveenn : GReg pg fornication (Saint Thomas prouve que la simple fornication est defendue de droit naturel.)

rentañ diefed un ared pe ul lezenn &c.

1732
Daveenn : GReg pg frustratoire (Rendre un Arrêt frustratoire, ou une Loi, &c.)

rentañ ven un ared pe ul lezenn &c.

1732
Daveenn : GReg pg frustratoire (Rendre un Arrêt frustratoire, ou une Loi, &c.)

rentañ dibrofit un ared pe ul lezenn &c.

1732
Daveenn : GReg pg frustratoire (Rendre un Arrêt frustratoire, ou une Loi, &c.)

rentet ven un ared pe ul lezenn &c.

1732
Daveenn : GReg pg frustratoire (Rendre un Arrêt frustratoire, ou une Loi, &c., pp.)

rentet dibrofit un ared pe ul lezenn &c.

1732
Daveenn : GReg pg frustratoire (Rendre un Arrêt frustratoire, ou une Loi, &c., pp.)

miret al lezennoù

1732
Daveenn : GReg pg garder (Garder les loix.)

al lezenn a c'hras hag al lezenn a rigol

1732
Daveenn : GReg pg grace (La Loi de grace, & la Loi de rigueur.)

lezenn an aviel ha hini Moizez

1732
Daveenn : GReg pg grace (La Loi de grace, & la Loi de rigueur.)

lezenn Jezuz-Krist ha hini Moizez

1732
Daveenn : GReg pg grace (La Loi de grace, & la Loi de rigueur.)

a-enep al lezenn eo aet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg moñt (-a-énep)

n'eo ket re denn al lezennoù-se

1850
Daveenn : GON.II pg tenn

Ul lezenn a zo diwar-benn kement-se.

1850
Daveenn : GON.II p.83, livre second, (Il y a une loi là-dessus).

Bez' ez eus ul lezenn diwar-benn kement-se.

1850
Daveenn : GON.II p.83, livre second, "Il y a une loi là-dessus".

Gorsedd Barzhed Gourenez Breizh-Izel a zo ur gevredigezh anavezet gant lezenn Bro-C'hall, dre m'eo graet miridigezh e Reolennou a Ziavaez er "Préfecture de Police" an 23 a viz Du 1908, er stumm skrivet amañ war-lerc'h

1850
Daveenn : GON.II p.22

lezenn

1850
Daveenn : GON.II pg bonn, lézen, lézennérez, lézennuz

didalvez eo al lezenn-se amañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg didalvez

n'eo ket grataet al lezenn-se gant ar roue

1850
Daveenn : GON.II.HV pg grataat

Gwiziegezh e-keñver Doue hag e lezenn.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg gwiziégez (Théologie, science qui a pour objet Dieu et la religion).

lezennoù

1850
Daveenn : GON.II pg lézen

honnezh eo ar gwellañ lezenn

1850
Daveenn : GON.II pg lézen

ar roue na roy deomp nemet lezennoù mat

1850
Daveenn : GON.II pg lézen

hervez al lezenn

1850
Daveenn : GON.II pg lézen

ul lezenn nevez en deus graet diwar-benn ar riblerezh

1850
Daveenn : GON.II.HV pg riblérez

E-lec'h avel, lakait bouedenn / E penn ar re ra c'hoariellou, / Ha grit ivez, dioc'h pep lezenn, / Troc'hañ struj ha frezilhonnoù, / Evit ma teuio ar furnezh / Diginklet-kaer, kaer da barañ, / Ha, dreist pep tra, ar wirionez / A dle bezañ an heol sklaerañ.

1867
Daveenn : MGK p141

Ul lezenn eo d'an holl, ret eo plegañ dezhi.

1867
Daveenn : MGK p100

Perak emañ 'l lezenn, / E ve ret da zaou zen / Hag a zo reuzeudik an eil gant egile, / En em gasa gwashoc'h evit ar c'hi ar c'hazh, / Evel fust ha gwalenn / O sachañ a bep tu, noz ha deiz en em lazh ; / Ya, perak m'er goulenn, / Ne c'hellfent ket terriñ pe droc'ha ar skoulm-se, / Bezañ vak anezho hag eürus adarre ?

1867
Daveenn : MGK p65

Eur louarn a voa war ar studi / Evit mont da zen a lezen.

1867
Daveenn : MGK p138

D’ar mare-se, Lesneven a oa ur gêr vras ha brudet, ur gêr hag a oa enni tud a vrezel ha tud a lezenn ; er penn kentañ edo eus a gêrioù Bro-Leon.

1877
Daveenn : EKG.I. p.177

Daou vloaz bennak a ioa oa bet harluet ar veleien gant tud deuet eus a-gostez Pariz, abalamour ma ne falveze ket dezho sentiñ ouc’h al lezennoù nevez : hogen, al lezennoù-se a ioa a-enep lezenn Doue, a-enep lezenn an Iliz, ha zoken a-enep lealded lezennoù ar bed.

1877
Daveenn : EKG.I. p.2

D’ar re-mañ e voe digaset da gentañ lezennoù difeiz ha diroll gant ar c’houarnamant nevez.

1877
Daveenn : EKG.I. p.7

Me am beus c’hoant da heuliañ lezenn Doue ha da zilezer e enebourien ; me ’gred e c’hellan ober kement-se ?

1878
Daveenn : EKG.II p.65

En devezh e klevis ma ferson o lâret : ur we[z]enn, eme[z]añ, a ve[z] anveet diwar ar frouezh a doug ; evel-se ive[z] un den hag a deu da glask hon mouezhio, anveet eo, pe diwar e obero, pe diwar obero ar re zo pleustret gantañ. Ar Gouarnamant, gallout a reomp ive[z] barn ane[z]añ diwar e lezenno.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

ART XXXIII. - E vezo argaset diouzh ar Gorsedd, goude barn ar Poellgor. 1) An Awenez pe ar Barzh, an Ovez, an Drouiz, a savo enep d'al lezennou barzhek.

1909
Daveenn : REZI p. 15

Buhez ar Gorsedd dirak al lezenn c'hall.

1909
Daveenn : REZI p.22

Terridigezh al lezenn a-berzh unan a zigaso, bep taol, kastizidigezh unan.

1923
Daveenn : SKET p.52

Bremañ ez an da gomz eus o bugale, eus penn-andon ar c’havadennoù hag eus an henlezennoù, anvet lezennoù Belios (1).

1923
Daveenn : SKET p.50

(1) Diwar-benn an ober gant ar yun evit rediañ hervez reizh ha lezenn, boaz kent an amzervezh kristen e-touez ar Gelted kozh hag ar pobloù ariek all, Rev. celt., 1910, pp. 254-255.

1923
Daveenn : SKET p.37

Rediañ hervez reizh ha lezenn

1923
Daveenn : SKET p.189, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Contraindre légalement".

Hervez m’emañ brud gant ar C’hermaned (1), p’en em ziskouezas Belios da Ariomanos, evel-hen e komzas outañ : « Ul lezenn a roin dit na vo nemet ar re greñv, ar re gadarn, ar re evezhiek a gement a vefe barrek d’he mirout. [...] »

1923
Daveenn : SKET p.138

O digemerout a rejont, o magañ, o gwiskañ eus o gwellañ, hag, ouzh en ober, sentiñ ouzh al Lezenn ne rejont ken.

1923
Daveenn : SKET p.91

Ha karet, meizet ha miret ez oa al Lezenn gant an holl betek en he fizhañ gourc’hemennoù.

1923
Daveenn : SKET p.67

Rak, keit ha m’eo bet heuliet strizh al lezennoù-se gant an darn vuiañ, he devoe hor gouenn en he rann un eurvad dispar !

1923
Daveenn : SKET p.53

Laka evezh na rafes bemdez an div emwalc’hadenn gourc’hemennet gant al Lezenn, ar gentañ a-barzh ma tarzho an heol hag an eil pa ’z ay da guzh.

1924
Daveenn : SKET.II p.26

Rust a oa an aotrou person, den a-zoare, mat d’ar paour, met strizh war al lezenn.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924)

Evit ar barner ar wialenn a oa e lezenn e-keñver ar baotred, ha na Bilzig nag e binijenn n’o devoa war [d]aolenn e eñvor kleuzet o arroudenn.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.897 (Miz Ebrel 1924)

Padout, mirout, gwellaat, krouiñ eo bevañ hervez al Lezenn ; bevañ er-maez eus al Lezenn, avat, gwashaat, diskar, mont da goll, mervel !

1924
Daveenn : SKET.II p.30

diouzh al lezenn

1931
Daveenn : VALL pg (de bon) aloi

gwelladur-lezenn

1931
Daveenn : VALL pg amendement (parlement)

lezennoù

1931
Daveenn : VALL Levrlennadur p VIII

lezenn Vouda

1931
Daveenn : VALL pg (doctrine du) bouddhisme

lezenn diwar-benn an douaroù

1931
Daveenn : VALL pg (loi) agraire

Plijout a rae dezhañ ar c'hezeg, ha kazi sur en dije 'n em c'hraet ul lec'h en arme, panevet e tegouezhas d'e dad mervel e 1859, ha Glaoda, « mab henañ intañvez » a voe, en akord gant al lezenn neuze, disoudardet, ha lavaret dezhañ distreiñ d'ar gêr.

1944
Daveenn : EURW.1 p10

Lavarout a rae an oferenn hag ober war-dro ar re a felle dezho heuliañ al lezenn gristen.

1944
Daveenn : EURW.1 p.213

Al lezenn a c’hourc'hemenne : ar studierien o labourat da gaout ur skrid-testenni er skolioù-uhel ar gloareged o klask mont da vistri-skol, ar vicherourien merket evel « micherourien arz », ne rajent nemet ur bloavezh e-lec’h tri.

1944
Daveenn : EURW.1 p.191

A-hend-all, ar Varianited a guitaas Frañs er bloavezh 1901, argaset ma oant bet gant lezennoù Republik Combes.

1944
Daveenn : EURW.1 p60

Mat eo studiañ ar perag hag an abalamour eus an traoù ; klask e goueled ar goustiañs lezennoù kuzhet ar vuhezegezh ; furchal deraouidigezh ha finvezhioù an den ; keñveriañ engehentadur al loened ouzh hini an dud ; esaeañ divinout petra eo an Ene, mes ma'z eer re bell war hent an Dianav, mar c'hoantaer dizoleiñ ar pezh a rank chom kevrin, neuze emeur war-var dihentañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p63

Ma zad a felle gantañ e rajen ma studioù da vezañ noter pe den a lezenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p77

Lezenn an natur, Tin Helgouarc'h, mennet gant Doue.

1949
Daveenn : SIZH p.54

- Va galvedigezh, dimezell ! Me 'zo va youl galonekañ bezañ beleg Doue ha manac'h. Mar don [sic "Mard on"] harluet amañ, keit-all, gant kalzig [kalzik] eus va c'henvroiz, eo peogwir eo bet kaset kuit diouzh Bro-C'hall, da heul ul lezenn disakr, an holl Urzhioù Relijiel.

1949
Daveenn : SIZH p.45

- Ha gouzout a rez, te, petra eo an dra-se, Karout ? Mousc'hoarzhin a reas al lean, didroidell. - Moarvat ! P'eo ar Garantez lezenn bennañ an Aotrou Krist, hor Salver.

1949
Daveenn : SIZH p.50

E ti-kêr ur vourc'hadenn a vro-Gerne. Speget ouzh ar mogerioù, skritelloù paper gros ha gwenn-louet, warno, e lizherennoù bras, talbennoù a seurt d'ar re-mañ : DEKRED EUS AN ASAMBLE NASIONAL, LEZENN, AVIZ, REGLAMANT, ORDRENAÑS.

1960
Daveenn : PETO p11

Kablus oc'h ober al lezennoù gaou / M'er c'hasfec'h ac'hann 'vefe kompez an traoù.

1960
Daveenn : PETO p37

En anv al lezenn, an urzh strizh ac'h eus / Da zisklêriañ din-me, gant aon da gaout keuz, / E pe lec'h emañ an den hag e ti piv, / Ha diwall 'z afen dre da fazi e-biou.

1960
Daveenn : PETO p37

Ha kalz ivez o deus dizesket ober gant doareoù hemolc'h ar re gozh ; ha strizh eo ouzhpenn lezennoù ar Gouarnamant war ar chase, ha diaes bras eo d'ur morian kaout an tu da vezañ fiziet ennañ ur fuzuilh koulz ha da gaout tennoù da lakaat e-barzh p'en devez unan.

1985
Daveenn : DGBD p75

Goulenn a reont ma vo lamet al lezenn Z hag a ro nerzh da brevesadur dre guzh ar servijoù publik.

2015
Daveenn : DISENT p128

Klask a reer neuze kaout un efed war ar gudenn hec'h-unan : lakaat an dud-se da goll arc'hant pe amzer, lakaat un disemglev [dizemglev] da zispakañ en o zouest, diskar o brud vat, lakaat war-wel doareoù ober hag a zo er-maez [e-maez al] lezenn, rediañ anezhe d'en em zifenn en ur mod digempouez evit diskouez da vat petra eo soñjoù ha doareoù ober an enebourien.

2015
Daveenn : DISENT p115

Daoust ha gallout a reomp distruj ar c'harr-nij brezel az ay da vombezañ Afganistan, an tourter a vo implijet dizale da sevel ur c'hamp bac'h pe ur greizenn nukleel, ar banell-vruderezh a vila ar gweledva ganti, pa vefe-hi diouzh al lezenn pe ne vefe ket, ha kement zo… ?

2015
Daveenn : DISENT p65-66

Nac'h paeañ e dailhoù, gwiskañ arouezioù difennet, sevel ur gambr labour-douar evit ar stourmerien hag evel-se mont a-enep-krenn monopol kambroù al labour-douar, reiñ bod da dud dibaper -felladenn a genskoazell-, krouiñ ha skignañ ur moneiz er-maez lezenn, implijout sielloù melestradurel, nac'h bezañ harzet...

2015
Daveenn : DISENT p57

Er vro-mañ e touell an holl re ar re all. Reoù zo a ra evel pa labourfent, reoù all evel pa adreizhfent, reoù all c'hoazh evel pa lakafent al lezenn da dalvezout.

2015
Daveenn : EHPEA p66

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial