Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. 1. Gwechad livañ. 2. Danvez livus, tennet eus plant pe kevanaozet, a dalvez da livañ, da intrañ liv en un danvez, ur wiadenn. Al louzaouennoù a ro al livadennoù ruz. 3. Tra livet. & Ent strizh Oberenn livouriezh. Ul livadenn bet livet gant un den eus a-gichen. DHS. pentur, poltred. 4. Gwiskad liv. II. Dre skeud. 1. Gwiskad tanav (-mat). Ul livadenn ludu. Ne oa nemet ul livadenn amanenn war ar bara. 2. Kementad bihan. Aze ez eus sardin ? - Ya, ul livadenn. Ar re n'o deus nemet ul livadenn zeskadurezh. DHS. kuchenn.

Exemples historiques : 
3
Masquer la liste des exemples

Al louzaouennoù gweus a ziskouezas dezho ouzhpenn, hag ar re a ro al livadennoù ruz, glas, glas-ruz, liv-limestra, gwer, melen, gwenn ; diskiñ a reas dezho tennañ eus ar wrizienn, ar gorzenn pe an delioù an danvez livus hag e intrañ er gwiadennoù.

1923
Référence : SKET p.59

"livadenn" gg.

1923
Référence : SKET p.183, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Teinture".

Pa gomze eus livadennoù e troe en un den all, ganin zoken.

2015
Référence : EHPEA p56

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux