Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. Chadennad mellennoù kenvellet a zoug skeledenn an den hag al loened mellkeinek all. Kouezhañ war e livenn-gein. Terriñ e livenn-gein. HS. gwalenn-gein, mell-kein. & Trl. Plegañ e livenn-gein dirak ub. : asantiñ da youl ub. 2. (db. ar savadurioù pe an torosennadur) Teskad ar poentoù uhelañ. Livenn-gein an toennoù. Livenn-gein an erin. [1878] [...] sachañ a ris va fuzuilh ganen, diskenn a ris war livenn-gein an ti. DHS. lein.

Exemples historiques : 
8
Masquer la liste des exemples

livin ar-c'hein

1699
Référence : Har. pg livenn-gein (echine du dos)

livenn ar c'hein

1732
Référence : GReg pg échine (épine du dos)

livin ar c'hein

1732
Référence : GReg pg échine (épine du dos)

Lod all, torret o livenn-gein, a esae en em ruzañ er-maez eus an ti, evit gellout en em guzhet.

1877
Référence : EKG.I. p.39

Neuze, goustadik, sioul ha didrouz, e savis er-maez war beg ar siminal ; sachañ a ris va fuzuilh ganen, diskenn a ris war livenn-gein an ti.

1878
Référence : EKG.II p.140

E-kichen, a-dreuz-kof, an eil war egile, edo Ion an Deniel, toullet e benn, ha Goulc’hen Abolier, torret e livenn-gein.

1878
Référence : EKG.II p.53

Ur gridienn sklas am boa santet war va livenn-gein.

2013
Référence : YUDAL p27

Deuet eo brav ganeoc'h pa vez gwell d'ar poliser gervel 2 pe 3 foliser all evit dibradañ ac'hanoc'h, kentoc'h evit kemer ar riskl da derriñ beg ho livenn-gein pe ho choug -dirak testoù !-.

2015
Référence : DISENT p94

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux