I.
1. [1732, 1850, 1867] Plant geotennek.
[1732] Louzoù gouez. [1732] Dibab louzoù. [1732] Lakaat al louzoù e-barzh er pod. [1732] Buhez ar plant, ar geot hag al louzoù.
[1850] Anaout a rit-hu al louzaouenn-mañ ?
[1867] — « Alies, alies siwazh, emañ an droug, ar mad / O sevel harp-oc'h-harp er bed, evel er prad, / Sellet pizh a zo ret oc'h an dud, al louzoù, / Evit gouzout piv int, pe ez eo mat pe fall / O spered, o c'halon, o delioù, o gwrizioù. »
&
Trl. dre skeud. (db. an dud)
War beseurt louzoù en deus kerzhet, staotet ? : petra zo kiriek dezhañ da vezañ imoret ken fall-se ?
&
Louzeier : seurtoù louzoù.
Drez, spern, a bep seurt louzeier fall.
2. Dre verr.
[1732] Louzoù fall.
[1732] Dilastezañ louzoù. [1732] c'hwennat al louzoù.
&
Louzoù fall, fall louzoù : plant geotennek hep talvoudegezh, a gresk diwar-goust ar plant a c'hounezer.
II.
1. [1732, 1850, 1867] Plant geotennek a dalvez rann pe rann anezho da vagadur.
[1732] Gwerzhañ louzoù. [1732] Kostoù louzoù.
[1850] Bevañ a ra diwar louzoù. [1850] Marc'had al louzoù zo amañ.
[1867] Ur paotrig, o tremen, o c'hutuilh hag o c'has / O-div gantañ d'ar gêr, o lavaret d'e vamm : / — « Mamm, sad aze louzoù a ve mat, gant amann, / Da lakaat er soubenn. »
&
[1732] Louzoù jardin, louzoù-kegin, louzoù-pod : legumaj.
Bevañ diwar louzoù-kegin, frouezh ha laezh.
&
[1732] Louzoù fin.
[1732] Louzoù a zo c'hwezh kre ha c'hwezh vat ganto
&
[1732] Louzoù fin : plant kreñv o blaz a dalvez da demzañ boued.
2. Ent krenn.
[1732] Legumaj.
[1732] Gwelead louzoù : ervenn kempennet el liorzh evit plantañ legumaj.
III.
[1499, 1732, 1931] Plant a zastumer hag a aozer evit pareañ ub., gwellaat ub.
[1499] Amplastr a louzoù glas.
[1732] Paredigezh louzoù. [1732] darevidigezh louzoù evit ober ur remed bennak.
Référence :
GON.II
pg louzou (une seule tige d'herbe, un seul pied de légume, une seule plante médicinale)
bevañ a ra diwar louzoù
béva a ra diwar louzou
1850
Référence :
GON.II
pg louzou (il vit de légumes)
louzoù
lézeu
1850
Référence :
GON.II
pg louzou, louzaou
lezaouenn
lézeuen
1850
Référence :
GON.II
pg louzou (en Vannes)
marc'had al louzoù a zo amañ
marc'had al louzou a zô amañ
1850
Référence :
GON.II
pg marc'had (c'est ici le marché aux légumes)
maen-louzoù
méan-louzou
1850
Référence :
GON.II.HV
pg méan-louzou (lithophyte, corps marin de la nature de la pierre qui ressemble à des plantes ou à des arbrisseaux)
Anaout a rit-hu al louzaouenn-mañ ?
Anaoud a rit-hu al louzaouen-mañ ?
1850
Référence :
GON.II.HV
pg. louzou (connaissez-vous cette herbe, cette plante ?)
Al louzoù-mañ a viro ac’hanoc’h diouzh an derzhienn.
Al louzou-mañ a virô ac’hanoc’h diouc’h ann dersien.
1850
Référence :
GON.II
p.66
dibabet hoc'h eus-hu al louzoù ?
dibabed hoc'h eûs-hu al louzou ?
1850
Référence :
GON.II
dibaba
Ur paotrig, o tremen, o c'hutuilh hag o c'has / O-div gantañ d'ar gêr, o lavaret d'e vamm : / — « Mamm, sad aze louzoù a ve mat, gant amann, / Da lakaat er soubenn. »
Eur paotrik, o tremen, ha [sic, ho] c'hutuill hag ho c'has / Ho diou gant-han d'ar gear, o lavaret d'he vamm : / — « Mamm, sada-ze louzou a ve mad, gant aman, / Da lakat er zouben. »
1867
Référence :
MGK
p71
— « Alies, alies siwazh, emañ an droug, ar mad / O sevel harp-oc'h-harp er bed, evel er prad, / Sellet pizh a zo ret oc'h an dud, al louzoù, / Evit gouzout piv int, pe ez eo mat pe fall / O spered, o c'halon, o delioù, o gwrizioù. »
— « Aliez, aliez siouaz ! ema ann drouk, ar mad / O sevel harp-oc'h-harp er bed, evel er prad, / Sellet piz a zo red oc'h ann dud, al louzou, / Evit gouzout piou int, pe ez eo mad pe fall / Ho spered, ho c'haloun, ho deliou, ho grisiou. »
1867
Référence :
MGK
p71-72
Evit gwir, abaoe an nozvezh a laka ac’hanon da ruziañ, em eus kaset pevar d’ar prizon ; mes n'eo ket pevar oa din bezañ kaset, na pevar-ugent zoken, mes pevar-c’hant pe ouc’hpenn, evit tennañ, en un taol, an holl louzeier fall eus va farrez Plouared.
Evit guir, abaoue an nosvez a laka ac’hanon da ruzia, em euz kaset pevar d’ar prizoun ; mez ne ket pevar oa dign beza kaset, na pevar-ugent zoken, mez pevar-c’hant pe ouc’hpenn, evit tenna, enn eun taol, an oll louzeier fall euz va farrez Plouaret.
1877
Référence :
EKG.I.
p.143-144
Stignañ rouedoù a reont eus an eil menez d’egile, koulma geotennoù, toullañ trapedoù, enaouiñ tantadoù a geuneud glas ha gwall louzeier da sevel ur moged du, tev, mougus ha flaerius.
Stigna rouedou a reont eus an eil menez d’egile, koulma geotennou[1], toulla trapedou, enaoui tantadou a geuneud glas ha gwall-louzeier da sevel eur moged du, teo, mougus ha flêrius.