Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. DISPRED. Jezus Krist. 2. (gant ur bennlizherenn-dal a-wechoù) [1944] Burzhudus ? Gwiroc’h e vefe lavarout : burzhudusañ teñzor bet gwelet morse gant lagad mab-den. [1949] N’oar ket re vat pe emañ oc’h huñvreal pe emañ e-kerz gwidreoù enebour mab-den. [1985] An den, sellet outañ evel boud enebet ouzh al loen, abalamour da berzhioù ha da ezhommoù dibar e spered hag e gorf. Krediñ a rae ar Gelted e c'halle ene mab-den mont da enaouiñ korf un den all. Buhez mab-den war an douar. Hunvreoù Mab-den. [1985] Amañ e c'heller merzout war un dro c'hoant oberiañ mab-den, hag e wander.

Exemples historiques : 
31
Masquer la liste des exemples

Mab-den a zo graet, a zo kompozet a gorf hag a ene

1732
Référence : GReg pg (l'homme est) composé (de corps & d'ame)

kement-se a ya en tu-hont da skiant mab-den

1732
Référence : GReg pg (cela est au) dessus (de l'esprit humain)

ene mab-den

1732
Référence : GReg pg ame

ar gwin a zo mignon da galon mab-den, pa gemerer anezhañ gant moder

1732
Référence : GReg pg (le vin est un grand) cardiaque

An den, mab-den, ne dle karet ar c'hroueadurioù, nemet e Doue, nemet e gwell Doue, nemet dre raport da Zoue.

1732
Référence : GReg pg (l'homme ne doit aimer les) créatures (que par rapport à Dieu)

skuilhet en deus gwad Mab-Den

1850
Référence : GON.II pg mâb-dén

Na skuilhit ket gwad mab-den.

1850
Référence : GON.II pg gwâd, goad (Ne répandez pas le sang humain).

mab-den

1850
Référence : GON.II pg mâb (-dén)

Rak, mar galler fiziout e kounerezh mab-den, evelato e tigouezh a-wechoù, da heul kozhni pe gleñved, ez afe war zisleberiñ pe zisteraat, hag e teufe an eñvoradurioù da vezañ arvarus.

1923
Référence : SKET p.20

Un doue eo he savas, he gwiskas gant kroc’hen ar bleiz, he bevas gant kig gouez, hec’h armas, he c’hentelias war gement a dle mab-den da c’houzout [...].

1923
Référence : SKET p.37-38

Gourvibien ar ramzed, a-vec’h ma ’z eus nebeutoc’h anezho, hag en tu-hont da nerzh mab-den e ve o dezrevell amañ.

1923
Référence : SKET p.30

En e greiz, e kreiz Aedobitus, a-dre kreñvvogerioù tan dezho ouzhpenn mil "rasta" uhelder, dek mil "leuga" led, kant mil "leuga" hed, dindan koabrennoù tan ma kroz ar gurun enno dibaouez, war al leur-zouar a zo heñvel ouzh houarn ruziet gwenn-kann hag atav kren-digren, emañ ar Bezout, n’eo bet gwelet biskoazh ha na vo gwelet biken gant dremm mab-den, ha n’ouzer anv ebet dezhañ.

1923
Référence : SKET p.27

En tu-hont da goun mab-den

1923
Référence : SKET p.165, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "De temps immémorial".

Evel-se, Ariomanos, evezhiet gantañ al louzaouennoù gouez o kriskiñ e frankizennoù bro an Hañv, a anavezas ar re a zo danvez-boued en had anezho, talvoudus dre se da vab-den o gounit : an heiz, ar mell, ar c’herc’h, ar segal.

1923
Référence : SKET p.53

Hennezh eo galloud ar gerioù hag an eñvorioù war galon mab-den !

1923
Référence : SKET p.41

Dre-se e tenn da astenn ha da greñvaat an daou bleg fallañ eus kalon mab-den : ar pleg da ereziñ ha da gevezañ ar re-all.

1924
Référence : SKET.II p.20, notenn (1)

ar c'hretaat buhez mab-den

1931
Référence : VALL pg assurance

bezañ en tu-hont da spered mab-den

1931
Référence : VALL pg (dépasser les) borne(s de l'esprit humain)

Job. — « Ur bern aour melen. » Lom. — « Muioc’h eget ne welo morse mab-den. »

1944
Référence : ATST p.46

Burzhudus ? Gwiroc’h e vefe lavarout : burzhudusañ teñzor bet gwelet morse gant lagad mab-den.

1944
Référence : ATST p.43

–…Ar Vaouez ? Ijinusañ skoazellerez an Toueller da gas ar Bed da goll… Skoazellerez an Diaoul an hudurañ, enebourez priziusañ vertuz mab-den, ar c’hlanded… Vas iniquitatis, puñs ar c’hadaliezh… Bez gwenn ha flamm e ziavaez, ha brein e ziabarzh : dont a ra a-benn da wiskañ hetus ar Pec’hed Hudur !

1949
Référence : SIZH p.40

N’oar ket re vat pe emañ oc’h huñvreal pe emañ e-kerz gwidreoù enebour mab-den.

1949
Référence : SIZH p.38

Evit plijout dezhi e tañvas hon Tad Kentañ ar Frouezhenn villiget, abeg keuzidigezh Mab-Den.

1949
Référence : SIZH p.40

Me zo kannad an Ankoù du / Darev, bewech ma kav an tu / Da ziskarañ dillo mab-den / Ha d'hen lemel diwar hor glenn !

1960
Référence : PETO p57

Ne deo ket ma skrid, eta, un ober istorek, nemet hepken, avat, ur varzhoneg strafuilhus, o klask danevelliñ reuzeudigezh ene mab-den hag e strivoù d'en em zasprenañ. Er savet em eus, koulskoude, gant ar menoz e talvezo da ziduiñ ma c'henvroiz hag en embann a ran a-greiz-kalon hag evel ma lâr Tangi Malmanche, En enor da Zoue hag en enor d'am Bro.

1960
Référence : PETO p9

Hiriv, dre heñchoù leun a fank, / Karroñchoù don, lanneier frank, / A-dreuz ar pri, a-dreuz ar vein, / War-zu ur vilin, me o blein, / Ur vilin-dour, en ul lec'h kuzh, / A gerzh en-dro gant kas ur skluz, / Ma aozer enni, 'vit mab-den, / E-lec'h bleud flour, poultr kras hepken, / E-lec'h bleud gwenn d'ober bara, / Hini du-pod d'en diskarañ.

1960
Référence : PETO p60

Ha soñj ho peus, Mab-den, e yae da hendadoù, War an donn gounnaret, en avantur Doue ?

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 3

Amañ e c'heller merzhout war un dro c'hoant oberiañ mab-den, hag e wander.

1985
Référence : DGBD p27

"Ar fazi eo tra mab-den," hervez ma lavarer.

2015
Référence : EHPEA p370

Setu, da nebeutañ, petra e oa meno Dorian Gray. Souezhet e oa gant bredadur gorreel ar re a intent ego mab-den evel un dra eeun, trebad, sur ha graet eus un hennad hepken.

2015
Référence : POLDG p225

Feuls-kenañ evite [ar stourmerien difeuls] hag evit Mab-den eo ar fed mac'hañ estrañjourien e-barzh kampoù, da gas anezhe kuit ha lakaat diasur o buhez.

2015
Référence : DISENT p66

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux