En e greiz, e kreiz Aedobitus, a-dre kreñvvogerioù tan dezho ouzhpenn mil "rasta" uhelder, dek mil "leuga" led, kant mil "leuga" hed, dindan koabrennoù tan ma kroz ar gurun enno dibaouez, war al leur-zouar a zo heñvel ouzh houarn ruziet gwenn-kann hag atav kren-digren, emañ ar Bezout, n’eo bet gwelet biskoazh ha na vo gwelet biken gant dremm mab-den, ha n’ouzer anv ebet dezhañ.
En tu-hont da goun mab-den
Job. — « Ur bern aour melen. » Lom. — « Muioc’h eget ne welo morse mab-den. »
Burzhudus ? Gwiroc’h e vefe lavarout : burzhudusañ teñzor bet gwelet morse gant lagad mab-den.
–…Ar Vaouez ? Ijinusañ skoazellerez an Toueller da gas ar Bed da goll… Skoazellerez an Diaoul an hudurañ, enebourez priziusañ vertuz mab-den, ar c’hlanded… Vas iniquitatis, puñs ar c’hadaliezh… Bez gwenn ha flamm e ziavaez, ha brein e ziabarzh : dont a ra a-benn da wiskañ hetus ar Pec’hed Hudur !
N’oar ket re vat pe emañ oc’h huñvreal pe emañ e-kerz gwidreoù enebour mab-den.
Evit plijout dezhi e tañvas hon Tad Kentañ ar Frouezhenn villiget, abeg keuzidigezh Mab-Den.
Ne deo ket ma skrid, eta, un ober istorek, nemet hepken, avat, ur varzhoneg strafuilhus, o klask danevelliñ reuzeudigezh ene mab-den hag e strivoù d'en em zasprenañ. Er savet em eus, koulskoude, gant ar menoz e talvezo da ziduiñ ma c'henvroiz hag en embann a ran a-greiz-kalon hag evel ma lâr Tangi Malmanche, En enor da Zoue hag en enor d'am Bro.
Hiriv, dre heñchoù leun a fank, / Karroñchoù don, lanneier frank, / A-dreuz ar pri, a-dreuz ar vein, / War-zu ur vilin, me o blein, / Ur vilin-dour, en ul lec'h kuzh, / A gerzh en-dro gant kas ur skluz, / Ma aozer enni, 'vit mab-den, / E-lec'h bleud flour, poultr kras hepken, / E-lec'h bleud gwenn d'ober bara, / Hini du-pod d'en diskarañ.
Ha soñj ho peus, Mab-den, e yae da hendadoù, War an donn gounnaret, en avantur Doue ?
"Ar fazi eo tra mab-den," hervez ma lavarer.
Setu, da nebeutañ, petra e oa meno Dorian Gray. Souezhet e oa gant bredadur gorreel ar re a intent ego mab-den evel un dra eeun, trebad, sur ha graet eus un hennad hepken.
Feuls-kenañ evite [ar stourmerien difeuls] hag evit Mab-den eo ar fed mac'hañ estrañjourien e-barzh kampoù, da gas anezhe kuit ha lakaat diasur o buhez.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
mabeg