natur den
nep den
den
15. Ha neuze pan o devoe lavaret an oratored ez oa un dra imposibl ez c'hallze Doue bezañ den, nag ez c'hallze gouzañv poan ar bed nag ivez ar marv, ez prouvas dezhe ar werc'hez penaos ar Jentiled c'hoazh ho devoa a-ziaraok lavaret an dra-se, rak Platon hag ar Sibiled oz devoa lavaret ez vize eürus an doue diouzh ar c'hrec'h a vihe krusifiet er groaz.
M. Pe evit tra en [sin ar groaz] grit-hu er feson-se ? D. Kentañ evit digas em memoar an daou vister priñsipal eus hor feiz; unan eus an Drinded vinniget, o tont da bronoñs ar c'homzoù-mañ : en anv an Tad, ha'r Mab, ha'r Spered santel; an eil eo eus ar marv ha'r Pasion hor Salver binniget, pehini ouzh en em vezañ graet den en deus anduret marv evidomp en ur groaz.
den fur
den sioul
den patiant
den solenn
den fall
den
den moderet
den temperet
den peoc'h
M. Pe evit tra er [sin ar groaz] gret-hu er feson-se ? D. Da gentañ, evit digas ar memoar eus an daou Vister priñsipal eus hor Feiz ; unan, eus an Drinded binniget, en ur bronoñs ar c'homzoù-mañ : En Hanv an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered santel ; an eil, eus ar marv ha Pasion hon Salver, pehini[,] ouzh en em vezañ graet den, en deus anduret ar marv evidomp-holl en ur Groaz.
un den bourdus
un den re dev
tud
ur c'hristen fall a zen
den brutal
an den-mañ
an den-hont
evel un den dall
un den mistr
An azen, deuet e dro, a lavar evel-henn : "Ned eus ket pell, soñj am eus, ur wech, en ur dremen, Dre ur prad glas a oa, me 'gav din, d'ur manac'h, An naon, ar geot flour ha, m'en diskuilh hep nac'h, Dre ali Paol gornek o sutal em fenn sot, e peurjon er prad-se ledander va zeod. Me n'edon ket em zra, evit lavaret gwir. Diouzhtu e voe ar vlej war al loen blevek hir. Ur bleiz, den a studi, a ziskouezas displeg e oa deuet ar c'hleñved diwar ar skouarneg, hag e tleit, 'mezañ, sevel hed e livenn Al loen-se divalo, rognek-fall, diskroc'hen. Laerezh tra e nesañ, ne oa gwashoc'h torfed ! Nemet dre ar marv ne vije ket gwalc'het ; ur vezh e oa e welet : d'ar bed-holl evit skouer 'Oa ret e vije roet. Lazhet e voe ar c'houer.
Bremañ, gwazed, eme ar mestr, daou ac’hanoc’h a chomo amañ d’an traoñ ; n’eus forzh petra ziskenno, loan pe zen, rak tud an ti-mañ a c’hell en em wiskañ e meur a c’hiz, loan pe zen, daou denn dezhañ raktal ma ne chom ket a-sav, ker buan ha m’ho pezo lavaret dezhañ ; ha diwallit ne sentfec’h ket ouc’h va urzh.
Evel ma’z oa anavezet ha brudet-mat dre ar vro, e kavas, e parrez Porspoder, daou zen a galon evit esa her c’has da Vro-Saoz, en u[l] lakaat o buhez hag o danvez e riskl evitañ, rak ma vijent paket, n’o doa nemet ar marv da c’hortoz ; o madoù a vije aet gant ar republik, pe, evel [e] lavared neuze, gant an "nasion", hag o gwragez hag o bugale o divije ranket mont da glask o boued dre an hentoù.
Ar bagad-se a c’hoarveze a bevarzek mil penn, kement-ha-kement eus an div reizh den, da lavarout eo seizh mil paotr ha seizh mil plac’h yaouank a oa bet, hervez ar c’hiz emaon o paouez menegiñ, unanet dre lidoù d’o c’heneiled gant o c’herent e frankizennoù ar vro-Wenn, e deiz kentañ an nevez-amzer.
Pa zeue, goude, da blegañ e ziwaskell skuizh o stekiñ e dreid d’ar c’hlann-hont, e kave war an traezh an dibourc’h-korf-den en doa lezet en tu-mañ d’ar mor, hag a ranke adwiskañ ur pennadig c’hoazh d’en em ziskouez dirak ar Roue a zo o tiwall, e-harz an daou venez, an ode d’ar saonenn strizh ma teu drezi an eneoù da gompezennoù gwenvidik Aballo (2).
den reuzeudik a zo ac'hanout
kaerat den
tud vat
den
An Aotrou Kure n'eo ket bet ankounac'haet, na den all ebet...
— « Ar pakad du-se », emezañ, « petra eo ? Ma n’eo ket un den beuzet ? » Un den beuzet — « Un den beuzet e tle bezañ », eme Lukaz dezhañ e-unan, ha kerhent [sic, "kerkent"] e savas adarre e higenn hag e kerzhas war-eeun d’ar gêr.
Gouzout a ran, meur a zen n’anavez ket Lotei gwelloc’h eget ar C’hamtchatka pe ar Beloutchistan, ha, koulskoude, Lotei a zo ur barrezig vihan vrav a Vro-Gernev.
Mes ur gaou bras o doa lavaret an daou zen, pa azezent ouzh taol, pep hini en e di.
Linenn : labourat war e linenn a zo pesketa en e berzh e-unan hep rannañ gant den all ebet.
Ar marichal a yae droug ennañ abalamour ne oa kredet gant den. — « Mat ! » emezañ, « me a yelo, en noz-mañ, da Garreg-al-Louarn, ha me a ziskouezo deoc’h piv eo Satanaz pe n’on ket un den. »
Kaer am boa treiñ ma selloù a bep tu, ne welen ket a baotred eus ma oad ; koulskoude, digouezhout a reas er vodadeg, a-raok he digoradur, daou zen yaouank hag a azezas sioul en ur c'horn ; n'o anavezen ket neuze, ha ne ris anaoudegezh ganto da vat nemet an deiz war-lerc'h e Plouyann : unan a oa bras ha taer, e zaoulagad difoupet, ur c'holier baro hir ha melen o kouezhañ betek e askre ; ur gwir denjentil a Vreizh-Uhel, Herri Thibault de la Guichardière e anv ; egile a oa ur paotr youstoc'h, gant un dremm rouzart, un tal frank hag uhel, daoulagad sklaer, kamm e oa : Francis Even, komis-noter e Landreger.
Ha me d'ar red, ha kavout er parlouer un den gant un dremm plijus-kenañ, daoulagad glas dezhañ 'drek e lunedoù alaouret, ur barv kistin oc'h ober tro e javedoù ; e benn a oa dija un tammig moal, hag e gein un tammig kromm, mes tres ur paotr kalet ha kreñv a oa war an aotrou am galve er parlouer.
Ober a ra ul lamm. Ha diskenn a ra, en ur pennad tizh, gant an diri. Ma voe darbet dezhañ mont a-benn, en ur c'horn-tro, en Tad Frederico, sonnañ ha parfetañ den a oa. Ma krizas hemañ e dal diwar e feuk.
- ...Er Bed, ma paot ar Vaouez, m'emañ ar Vaouez e darempred ingal gant an Den, eo peuraes dezhi stignañ he rouedoù...
An Naer a vije bet bihan e levezon war an Den Kentañ.
An Tad-Mestr a oa anezhañ un den war an oad, gouiziek war gement tra, a c'helle bezañ gouezet war an douar.
[...] : kevrin ar Grouadelezh, a stummas disheñvel an den hag ar vaouez. Biskoazh, kent neuze, n'en doa merzhet e oa ar Vaouez « tra disheñvel ».
N'eo ket al lean a bede, n'eo ket ar barzh a gane. Savet a oa un den all er breur Arturo; un den dianav, a lakae an daou all da souzañ.
Bez' ez eus, war a lavarer, dre ar bed bras, levrioù hag oberoù, a-vil-vern, hag ar [sic] zispleg ar gudenn fraez[h] hag anat, pa ne venegont nemet ar garantez... karantez ar c'hig... karantez an den ouzh ar vaouez, a lavare ur wech bennak ar breur Arturo.
- Klevet em eus lavarout eo ar Frañsizien tud difeiz, ken int.
Ne gredan ket e ve da zen all ebet, na deoc'h kennebeut all.
Diwall na bokfe dit, me az ped, nag hi na den all ebet.
Neuze, ma den, e lez ar varn, / ' Tiskuilhi buan holl pe zarn.
Evel kelien e vez amañ ur bern tud ouzh hoc'h heuliañ : da lakaat ho potoù da luiañ, d'ho pleniañ, da glask gwerzhañ deoc'h skeudennoù kaer, nemet ha kartennoù-post hudur e ve, da ginnig deoc'h eskemm hoc'h arc'hant : ar Yuzevien vihan, dreist-holl, a zo taer war ar vicher-mañ.
Tresoù ar savadur a weler splannoc'h ha merzout a c'hall an nen pegen linennek eo an arz gotek, linennoù eeun, linennoù kromm, linennoù o weañ, linennoù o tremen gwech dre zindan, gwech dreist ar re all.
C'hoazh eo kaer dit pa n'eus bet den all ebet o tegas lizher-digareziñ all ebet hiziv.
Aon en dez an nen rak an titouroù o "fuiñ" hag a c'hallfe diskar an obererezh, aon rak unan bennak en defe gallet en em silañ en aozadur, peotramant c'hoazh aon rak feulster ar boliserien traken.
Goude-se e siler e zivrec'h dre zindan divskoaz an den a zo dirazoc'h, ha kregiñ start an eil e-barzh eben, gant e zaouarn pe e velloù-dorn, ouzh bruched an den.
Paour-tre e oa an dud amañ neuze.
Un toull-trap a-fed [a-fet] preder eo ar feulster kenfeurel : a-drugarez dezhañ e vefe tu da lazhañ un den a zo bet ministr, evel Hubert Védrine, peogwir ez eo kablus da vezañ kemeret perzh er gouennlazhadeg [ouennlazhadeg] e Rwanda.
Ma rankit parkañ ho karr-tan ur pennadig war al lec'h, grit van da c'hortoz unan bennak, o c'hoari an den a goll pasianted, en ur sellet alies ouzh hoc'h eurier pe en ur ober van da bellgomz zoken.
Pe c'hoazh laoskel un den d'o diwall [an otoioù].
Ma varnan hervez e gorfadurezh e oa un tri-ugent vloaz den bennak.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
den