Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Natur an den ; ar perzhioù a ya da ober an den. Bezañ re hegredik e madelezh an denelezh. 2. Hollad an dud. Labourat evit an denelezh. An denelezh a-bezh.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

denelezh

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XVIII

Dit, sitoian, salud ha breudeuriezh, / Ha marv da neb a vag enebiezh / Ouzh an Nasion[,] gwarez an Denelezh !

1960
Daveenn : PETO p35

O ! Dasprener an Denelezh, / Da ganmeuliñ Ho madelezh / Roit din ar silvidigezh / Hag ar wir laouenidigezh.

1960
Daveenn : PETO p53

O servij an denelezh a-bezh emaon hep diforc'h a ouenn, a vroad, a relijion, a skiant-bevañ [sic].

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 5

biskoazh ne oa bet ken kreñv enni ar santad da vezañ e peoc'h gant an denelezh

2012
Daveenn : DJHMH p36

Stourm a reomp evel breudeur an denelezh a oar hon eus da sevel a-enep breudeur all, hag int skoet ivez gant efedoù hor c'hevredigezhioù disingal [dizingal].

2015
Daveenn : DISENT p50

Aet e o Papon da brefed polis goude bezañ bet servijour feal faskouriezh Vichy, ha lezet da vont kerkent ha kondaonet abalamour d'e dorfed a-enep an denelezh.

2015
Daveenn : DISENT p147

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial