Référence :
GON.II.HV
pg *balisen (Valise, long sac de cuir).
malizennoù
balisennou
1850
Référence :
GON.II.HV
pg *balisen (Valise, long sac de cuir. Pl.)
malizenn
malizen
1909
Référence :
BROU
pp. 204, 396
Gant ma zammig malizenn em dorn, e tiskennis e gar Gwengamp.
Gant ma zammig malizenn em dourn, e tiskennis e gar Gwengamp.
1944
Référence :
EURW.1
p.191
D'al Lun kentañ a viz Here 1889, pevar charabañ leun a valizennoù hag a bakadennoù, gwintet warno ar pevar labous o vont d'ar c'hlud, a guitaas Karnoed mintin mat, ha dre Gallag, dre Lesvaez, dre Vousteruz, ec'h arrujont e kêr Wengamp war-dro kreisteiz.
D'al lun kenta a viz Here 1889, pevar charaban leun a valizennou hag a bakadennou, gwintet warno ar pevar labous o vont d'ar c'hlud, a guitaas Karnoet mintin mat, ha dre Gallag, dre Lez-Vaez, dre Vouster-Ru, ec'h arrujont e kêr Wenngamp war dro kreizteiz.
1944
Référence :
EURW.1
p29
Graet ma malizennoù ha ma fakadoù evit ar wech diwezhañ ha kenavo dit, Kolaj Itron-Varia-ar-Gabusined, e-lec'h ma oa difennet d'ur Breton bezañ Breton, e-lec'h na oa nemet chadennoù evit ar re a oa karantez ar Frankiz en o c'halon.
Graet ma malizennou ha ma fakadou evit ar wech diveza, ha kenavo d'it, Kolaj Itron-Varia-ar-Gabusined, e lec'h ma oa difennet d'eur Breton beza Breton, e-lec'h na oa nemet chadennou evit ar re a oa karantez ar Frankiz en o c'halon.
1944
Référence :
EURW.1
p43
A-benn ar fin, dilavar atav, e oan pignet da'm c'hambr-wele, lakaet em boa ar pep retañ en ur valizenn ha kuitaet em boa an ti.