Koumoulenn du, fetis hag izel en oabl, a zegas glav prl.
Ur valkenn du-pod. Malkennoù gwentet gant an avel.
[1924] [E] benn gantañ hanterguzhet en ur valkenn du.
HS. koabr, kogus.
Setu ar goulm o vont digor he divaskell hag ur valkenn zu-pod [du-pod] rag-enep o sevel.
Setu ar goulm o vont digor he diouaskel, hag eur valkenn, zu-pod rak-enep o sevel.
1867
Référence :
MGK
p19
Merer an aotrou Doue, bremañ tieg ar c'hentañ, / A sav sonn e vruched hag a c'hoari e benn : / — « Glav a-bil en tu-mañ ! Gwalarn, pak da valkenn, / Ma tispako an heol ! Mall eo dezhañ tommañ / An ed am beus bremaik gounezet er park-mañ ; / Diwanañ 'rank dioc'htu. »
Mereur ann Aotrou-Doue, brema tiek ar c'henta, / A zao sounn he vruched hag a c'hoari he benn : / — « Glao a-bil enn tu-man ! gwalarn, pak da valken, / » Ma tispako ann heol ! mall eo d'ezhan tomma / » Ann ed am beuz bremaik gounezet er park-ma ; / » Diwana rank dioc'h-tu.
1867
Référence :
MGK
p88
Ar galon en devoa bet da sevel e zaoulagad, ha, dirakañ, euzhus, euzhus un den — n’oa ket un den evel just — e benn gantañ hanterguzhet en ur valkenn du.
Ar galon an nevoa bet da zevel e zaoulagad, ha, dirakan, euzus, euzus eun den — n’oa ket eun den evel just — e benn gantan hanter guzet en eur valkenn du.
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 41, p.948 (Mae 1924)
Bilzig eta, ar varrenn en e zorn, a levie : heuilh a rae aketus ar steredenn a zigore, gwechig e veze, he lagad a-zindan ar malkennoù gwentet gant an avel.
Bilzig eta, ar varrenn en e zorn, a levie : heuilh a rê aketus ar steredenn a zigore, gwechik a vije, he lagad a-zindan ar malkennou gwentet gant an avel.
1925
Référence :
BILZ2
p.109
an avel a oa sioul, ar mor peurgompez ha dilusenn ; hogen an oabl a oa karget a valkennoù louet. Ar re-mañ a nije gorrek etrezek ar reter
An avel a oa sioul, ar mor peurgoumpes ha dilusenn ; hogen an oabl a oa karget a valkennou louet. Ar re-mañ a nije gorrek etrezeg ar Reter