Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Koumoulenn du, fetis hag izel en oabl, a zegas glav prl. Ur valkenn du-pod. Malkennoù gwentet gant an avel. [1924] [E] benn gantañ hanterguzhet en ur valkenn du. HS. koabr, kogus.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

Setu ar goulm o vont digor he divaskell hag ur valkenn zu-pod [du-pod] rag-enep o sevel.

1867
Daveenn : MGK p19

Merer an aotrou Doue, bremañ tieg ar c'hentañ, / A sav sonn e vruched hag a c'hoari e benn : / — « Glav a-bil en tu-mañ ! Gwalarn, pak da valkenn, / Ma tispako an heol ! Mall eo dezhañ tommañ / An ed am beus bremaik gounezet er park-mañ ; / Diwanañ 'rank dioc'htu. »

1867
Daveenn : MGK p88

Ar galon en devoa bet da sevel e zaoulagad, ha, dirakañ, euzhus, euzhus un den — n’oa ket un den evel just — e benn gantañ hanterguzhet en ur valkenn du.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.948 (Mae 1924)

Bilzig eta, ar varrenn en e zorn, a levie : heuilh a rae aketus ar steredenn a zigore, gwechig e veze, he lagad a-zindan ar malkennoù gwentet gant an avel.

1925
Daveenn : BILZ2 p.109

an avel a oa sioul, ar mor peurgompez ha dilusenn ; hogen an oabl a oa karget a valkennoù louet. Ar re-mañ a nije gorrek etrezek ar reter

1929
Daveenn : SVBV p5

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial