Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Pak hezoug, mui pe vui a zalc'h d'an danvez a ya d'e ober, a zastumer ennañ dilhad pe draoù all a-benn mont da veajiñ. HS. mal, maletenn.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

malizenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg male

malizenn

1850
Daveenn : GON.II.HV pg *balisen (Valise, long sac de cuir).

malizennoù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg *balisen (Valise, long sac de cuir. Pl.)

malizenn

1909
Daveenn : BROU pp. 204, 396

Gant ma zammig malizenn em dorn, e tiskennis e gar Gwengamp.

1944
Daveenn : EURW.1 p.191

D'al Lun kentañ a viz Here 1889, pevar charabañ leun a valizennoù hag a bakadennoù, gwintet warno ar pevar labous o vont d'ar c'hlud, a guitaas Karnoed mintin mat, ha dre Gallag, dre Lesvaez, dre Vousteruz, ec'h arrujont e kêr Wengamp war-dro kreisteiz.

1944
Daveenn : EURW.1 p29

Graet ma malizennoù ha ma fakadoù evit ar wech diwezhañ ha kenavo dit, Kolaj Itron-Varia-ar-Gabusined, e-lec'h ma oa difennet d'ur Breton bezañ Breton, e-lec'h na oa nemet chadennoù evit ar re a oa karantez ar Frankiz en o c'halon.

1944
Daveenn : EURW.1 p43

A-benn ar fin, dilavar atav, e oan pignet da'm c'hambr-wele, lakaet em boa ar pep retañ en ur valizenn ha kuitaet em boa an ti.

2015
Daveenn : EHPEA p58

Notennoù studi

Stumm *balisenn adsavet gant Kêrvarker.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial