Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
6
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Damc'holoet a darchoù (a bep seurt liv prl.). Pesked marellet. He sae a oa marellet a wad. Foenneier marellet gant bokedoù kaer. & Dre ast. Ul liorzh marellet-kaer : leun a vleunioù. 2. Goloet a draezoù liesliv. Ur vantell marellet a vein prizius. 3. Dre zismeg (db. an dud) Lec'hiet er c'hreiz war an dachenn bolitikel. Ruz, gwenn ha marellet. Amañ n'anavezomp ket an traoù marellet. DHS. pechar. 4. (db. an amzer) Marellet eo an amzer : cheñch-dicheñch.

Exemples historiques : 
23
Masquer la liste des exemples

marellet

1659
Référence : LDJM.1 pg diapré, marqueté

marellet

1732
Référence : GReg pg diapré (ée)

ur marc'h glas-marellet

1732
Référence : GReg pg gris (Un cheval gris pommelé.)

marc'h glas marellet

1732
Référence : GReg pg cheval (gris pommelé)

glas-marellet

1732
Référence : GReg pg gris (Gris pommelé.)

kignez marellet

1732
Référence : GReg pg bigarreau

marellet

1850
Référence : GON.II pg marellet

ul liorzh marellet kaer

1850
Référence : GON.II.HV pg marellet

En em gavet da vont da di / Ur furlukin a Leskudenn, / E voe mantret-holl o welet / Kement all a draoù oc'h bizhier : / Dilhajoù glas, ruz, marellet, / Barvouskennoù, manegeier, / Rokedennoù, frezilhonoù, / Darn arc'hantet, darn alaouret, / Saeoù goullo, soroc'helloù / E pep giz zo hag a zo bet / Dastumet eno eus pep bro.

1867
Référence : MGK p138-139

Ar martolod kozh, er porzhioù-mor m’oa bet enno, ken e Frañs, ken er broioù all, en doa gwelet meur a dra iskis, traoù briket ha traoù marellet, mes n’en doa biskoazh gwelet evelato un dra ker farsus evel ur person, en e roched, kuzhet e-touez ar foenn !!!

1877
Référence : EKG.I. p.142

Ne glever ket zoken en oabl, a-zioc’h ar penn, kan klemmus ar c’hefeleg-aod, na kaket skiltrus ar morbig marellet.

1877
Référence : EKG.I. p.94

E-touez ar frankizennoù m’eo marellet ar c’hoad, unan a zo, ec’hon-dreist, glas ha heoliet-kaer, e tiskouezer enni ur grugellig-vez, a c’hourvez dindani, hervez un hengredenn digemeret gant an holl, relegoù ar c’hentañ gour hag ar gentañ maouez.

1923
Référence : SKET p.47

Hag, e frankizennoù ar wezeg, ken war an douar-bras, ken en enezennoù, marellet ganto ar mor, e welas Momoros un engroez-tud, paotred ha merc’hed, o poaniañ start da verniañ mein ha douar.

1923
Référence : SKET p.120

Hinoniñ a rae an amzer, glas ez oa ar mor, hag ez oa el lec’h m’en em gave un dachennad traezh gwenn marellet a gregin hag a c’hoularzennoù digaset gant an tonnoù-mor.

1923
Référence : SKET p.33

Bez’ e oa dezhañ, emezo, ur pennad blev hir ha tev liv-aour ha rodellaouet-holl evel ur c’hreoñad maout-tourc’h, hag en e dro ur vantell varellet vras e lakae uheloc’h c’hoazh da welout.

1923
Référence : SKET p.42

E-kreiz ar mor, eme an den yaouank, e tiskulias va selloù un enezenn, roc’hellek, serzh ha gouez, kribellet a venezioù, goloet a goadoù, marellet a lennoù, ervennet a stêrioù, a froudoù, a wazhredennoù.

1924
Référence : SKET.II p.68, Notenn 4

Darn a oa du-peg o liv, re-all brizh-marellet, re-all gwenn-erc’h.

1924
Référence : SKET.II p.40

— Netra ken koant hag ar boutoùigoù marellet a zo en he zreid ! eme unan all.

1925
Référence : BILZ2 p.157

Dirazon e lugerne glenn sioulik ar Pourpri, marellet an daou du anezhi gant bleuñioù lieslivioù, yunioù lagennek Kerhamon leun a ganaouennoù laboused ha raned, damguzhet e-metoù ar bouchadoù hesk, er poulloù-kurun islonkus hag e dourioù gloandourek ar gouerioù.

1929
Référence : SVBV p.15

marellet

1931
Référence : VALL pg bariolé

Re an "tigr"; n'eo ket re an tigr roudennek, gwir eo, met re unan marellet, da lavaret eo ar banterenn.

1985
Référence : DGBD p61

"Aotrou" eme ar pennwaz, e zremm o vont distronk ha marellet a verkoù, "an dra-se ne oa ket va mestr, ha setu ar wirionez".

2012
Référence : DJHMH p.67

Ar bevare, gant ur sae er-maez a c'hiz, marellet a vleunioù.

2015
Référence : EHPEA p11

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux