Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Définition :  Masquer la définition

I. H.g. 1. [1732, 1850, 1909, 1931, 1943, 1985, 2015] Roud-avel lec'hiet keit-ha-keit diouzh ar su ha diouzh ar c'hornôg. Kerkent ha ma vo avel e raimp penn d'ar mervent. Er mervent da Roazhon emañ Gwened. 2. (en ur c'henstrollad laosk) Mervent-izel, su-mervent, su-kard-mervent : roudoù-avel lec'hiet etre ar mervent hag ar su. & Mervent-uhel, mervent-kornôg : roudoù-avel lec'hiet etre ar mervent hag ar c'hornôg-izel. 3. Avel o tont eus ar mervent. & Krl. Diwallit rak ar mervent kozh hag ar gwalarn yaouank. II. Impl. da stn. 1. Lec'hiet er mervent. 2. (db. an avel) O tont eus ar mervent. An avel vervent.

Exemples historiques : 
12
Masquer la liste des exemples

mervent-kornôg

1732
Référence : GReg pg boussole (oüest-suroüest)

mervent

1732
Référence : GReg pg boussole (su-suroüest)

mervent

1850
Référence : GON.II pg merveñt

mervent

1909
Référence : BROU p. 216

Mibien ez oant d’ur Morigenos a raed gantañ ur roue pe un doue e broioù ar Mervent.

1923
Référence : SKET p.97

Er mervent d’an enezenn-se ul ledenezenn vras oc’h en em astenn e-kreiz ar mor.

1924
Référence : SKET.II p.69

mervent

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXXV

mervent

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXXV

Kavet en deus ur gribenn o kas eus ar Biz d'ar Mervent hag a zisrann "kondon ar C'hongo" eus "kondon Gwinea". Gwall durumellek eo an torosennadur er c'hondonioù-se, evel e hini ar Brazil, koulz ha war ar c'hribennoù.

1943
Référence : TNKN p13

Ur beg-douar uhel ha sonn, un tornaod teñval, eo korn pellañ Europa diouzh tu ar mervent.

1985
Référence : DGBD p11

Gant an avel vervent e vez degaset ar c'houmoul da stekiñ ouzh ar c'hribennoù ha, diouzh tu an avel c'houziz, ez eo Menez ar C'hameroun unan eus al lec'hioù gleborekañ a zo war an douar : e Diboundja e kouezh ouzhpenn dek metrad dour ar bloaz.

1985
Référence : DGBD p21

Pa grogan da gontañ an istor-mañ emaomp e miz Gwengolo alaouret e mervent Ontario.

2015
Référence : TEVAG p. 5

Étymologie

Termen savet diwar ar rakger mer-, stumm emdroet eus meur (bras) hag an anv gwent (avel).

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux