Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
117
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

V.g. I. A. (db. ar bevien) 1. Paouez a vevañ. Marvet e oa e bried digantañ. Marvet ez eus ur mab dezhi. Mervel a reas en ur wilioudiñ, e gwilioud. Marvet eo d'e c'hwezek vloaz ha pevar-ugent. Pelec'h e oa marvet ? Toullet e oa bet ar vuoc'h a-hend-all e vije marvet. • Mervel dre gozhni, dre lazh. Mervel gant an naon, ar riv, ar sec'hed, an aon, an anken, ar glac'har. Mervel gant ur c'hleñved. [1877] [E]-pad ma vezo ur banne er varrikenn e ti ar Prat, soudarded ar republik ne varvint ket gant ar sec’hed. [1878] Marvet eo dre gozhni. [1878] Lakaet e vezent en ur prizon bennak, evel e Brest, e Rochefort, en enezenn Re, pe en ur prizon all bennak el lec’h ma varvent gant an dienez. [1954] Neuze e tirollas Ivonañ gozh da skrignal, met tevel a reas a-daol-trumm ; edo o paouez mervel en ur c'hoarzhin. • Bezañ darev da vervel, toc'hor da vervel. 2. Trl. skeud. N'eo ket ken ret ha mervel : bez' e c'haller tremen hebiou an dra-se. & (db. an dud) Mervel evel kelien : stank. & Mervel en ant : o labourat. & Mervel ouzh ar stern : en ur labourat. & Mervel e vouchig gouloù : mervel goustadik, a-nebeudoù. & Mervel evel un tenn : trumm. & Trl. skeud. MERVEL GANT AR C'HOANT + av. : kaout ur c'hoant bras-divent d'ober pe da gaout ub. [1954] D’ar c’hloareg a verve gant ar c’hoant kaout ur viell hag a rankas tremen gant ur c’hwitell veuz, fellout a reas evel-just bezañ ezel al laz-seniñ [...]. B. Dre heveleb. (db. izili korf an dud) MERVEL OUZH UB. : dont da vezañ morzet. Ma divhar zo deuet da vervel ouzhin. Mervel a ra an izili ouzh an den gant ar riv. & Ent krenn Pa vez evet re a sistr e varv an divhar. C. Dre skeud. MERVEL D'UB. : distreiñ diwar ub., dilezel ub. Mervel d'ar bed. & Mervel d'an-unan : na zamantiñ d'an-unan ken. Mont d'ar gouent zo mervel d'an-unan. D. (db. ar foenn) Disec'hañ. Buanoc'h e varv ar foenn en e andell eget ma ra en e led. II. (db. an traoù) 1. (db. an tan, ar gouloù) Paouez a deuler gwrez, sklêrijenn. Na laoskit ket an tan da vervel. Pa oa marvet ar gouloù e voe teñval-sac'h. 2. (db. ar mor) Digreskiñ ampled e vare dre ma tosta ar marvor. Marvet eo ar mor. & (db. an dour) Chagañ. An dour-mergl-se a chom da vervel en douar. & Trl. Lakaat an dour da vervel : e lezel diloc'h en un endalc'her, da dommañ prl. 3. Dre skeud. Na dalvezout ken, mont da get. Mar deu ar yezh da vervel.

Exemples historiques : 
116
Masquer la liste des exemples

mervel

1499
Référence : LVBCA p143 (mourir)

ha dre okazion maz touetent mervel hep an sakramant a vadizant ez respontas dezhe ar werc'hez na douetent ket, [«] rak ar gwad pehini a skuilhit a vezo reputet deoc'h evit badizant.[»]

1576
Référence : Cath p15

29. Ha pan deuas da lavaret an dra-se d'an varc'heien arall ez respontzont dezhañ :[«]Ha ni zo ivez kristenien, prest da vervel evit an hanv hon Salver Jezuz-Krist[.»]

1576
Référence : Cath p23

M. Petra eo Purgator ? D. Ar plas pe en hini an eneoù a verv en gras Doue a ya da beurbaeañ ar poanioù dleet d'o fec'hedoù.

1622
Référence : Do. p24

marv

1659
Référence : LDJM.1 pg mourir

emañ e-tailh da vervel

1659
Référence : LDJM.1 pg (il est en) dãger (de mourir)

emañ e valañs da vervel

1659
Référence : LDJM.1 pg (il est en) dãger (de mourir)

darev on bet da vervel

1659
Référence : LDJM.1 pg (i'ay) pensé (mourir)

e-tailh on bet da vervel

1659
Référence : LDJM.1 pg (i'ay) pensé (mourir)

mervel

1659
Référence : LDJM.1 pg deceder

e-tailh eo bet da vervel

1659
Référence : LDJM.1 pg (il ne s'est gueres) fallu (qu'il ne soit mort)

kent e varvo evit ofañsiñ Doue

1659
Référence : LDJM.1 pg quent (e varvo euit offanci Doue)

mervel

1659
Référence : LDJM.1 pg mourir, trepasser

dare eo bet da vervel

1659
Référence : LDJM.1 pg (il ne s'est gueres) fallu (qu'il ne soit mort)

M. Leveret-eñ [ar c'hredo] e brezhoneg. Me gred e Doue an Tad Hollgalloudek, krouer an neñv hag an douar. Hag e Jezus-Krist e vab unik, hon Aotrou. Pehini zo bet koñsevet eus ar Spered santel, ha ganet gant ar Werc'hez. En deus gouzañvet didan Poñs Pilat, zo bet krusifiet, marv, ha sebeliet. Zo bet diskennet d'an ifern, ha resusitet an trede deiz a-douez ar re varv. Zo pignet en neñv, hag azezet en tu dehoù da Zoue an Tad Hollc'halloudek. Ahane e teuy da varn ar bev hag ar marv.

1677
Référence : Do. p11-13

M. Petra eo ar Purgator? D. Al lec'h pe en hini an Anaon pere a verv e gras Doue a achu paeañ ar poanioù dleet d'o fec'hedoù.

1677
Référence : Do. p25

A, mervel a ran !

1732
Référence : GReg pg ha ! (Ah, je me meurs !)

ar c'hras da vervel e stad vat

1732
Référence : GReg pg grace (La grace finale.)

mervel

1732
Référence : GReg pg (s')amortir, expirer (rendre l'ame)

merzher e vez neb a soufr evit kreskadurezh ar feiz hag a varv evit he difennadur

1732
Référence : GReg pg accroissement

poent da vervel

1732
Référence : GReg pg article (moment de la mort)

lakaat da vervel e skourr oc'h ur brank bennak

1732
Référence : GReg pg brancher (pendre à un arbre un soldat, ou un vagabond)

lakaet da vervel e skourr oc'h ur brank bennak

1732
Référence : GReg pg brancher (pendre à un arbre un soldat, ou un vagabond)

Siseron alvokad ekselant, pe orator leun a lokañs, a varvas ur bloaz ha daou-ugent diaraok ginivelezh hon Salver

1732
Référence : GReg pg Ciceron (Orateur Romain mourut 41. ans avant la naissance de Nôtre Seigneur)

Me en digaso, pe ez varviñ èr boan.

1732
Référence : GReg pg fort-e (Je me fais fort de l'emmener.)

bezañ e dañjer da vervel

1732
Référence : GReg pg courir (le hazard de perdre la vie)

da eo bet dezhañ mervel

1732
Référence : GReg pg (il a été en) danger (de mourir)

bezañ eo bet e dañjer da vervel

1732
Référence : GReg pg (il a été en) danger (de mourir)

e giz-se e ranke mervel

1732
Référence : GReg pg (il étoit préterminé physiquement à mourir de la sorte) [destin]

mervel a zleomp holl ur wech

1732
Référence : GReg pg (nous) devons (tous mourir une fois)

mervel

1732
Référence : GReg pg expirer (rendre l'ame. B. Leon)

mervel, marviñ

1732
Référence : GReg pg expirer (rendre l'ame. Van)

mervel gant glac'har

1732
Référence : GReg pg expirer (de douleur)

prest da vervel, dare da vervel

1732
Référence : GReg pg extremité (agonie)

Abel a varvas yaouank

1732
Référence : GReg pg Abel

dare eo da vervel

1732
Référence : GReg pg abbois

Ra varvin

1850
Référence : GON.II p.8, introduction ; "que je meure".

Gwell eo ganen mervel.

1850
Référence : GON.II pg gwell ou gwelloc'h (j'aime mieux mourir).

Dare eo da vervel.

1850
Référence : GON.II pg daré, darev (Il est prêt à mourir ou près de mourir).

Evit an difenn eus ar feiz eo marvet.

1850
Référence : GON.II pg difenn (Il est mort pour la défense de la foi).

En dic'hed eo marvet.

1850
Référence : GON.II pg dic'héd (Il est mort dans le désespoir).

dihêr eo marvet

1850
Référence : GON.II pg dizher

Mervel a ra gant an enoe.

1850
Référence : GON.II pg énoé (il meurt d'ennui).

mervel

1850
Référence : GON.II pg marô ou marv, pg marouein, melver, merouel, mervel, pg tréménout ou tréméni et trémen

marviñ

1850
Référence : GON.II pg marouein (voyez "mervel"), pg mervel et melver (mourir, cesser de vivre. trépasser. il s'emploie aussi pour s'éteindre, en parlant du feu, de la chandelle. en Vannes, "marouein").

melver

1850
Référence : GON.II pg melver (voyez "mervel"), pg mervel et melver (mourir, cesser de vivre. trépasser. il s'emploie aussi pour s'éteindre, en parlant du feu, de la chandelle).

mervel

1850
Référence : GON.II pg merouel (voyez "mervel"), pg mervel et melver (mourir, cesser de vivre. trépasser. il s'emploie aussi pour s'éteindre, en parlant du feu, de la chandelle. en Tréguier, "merouel").

marvet

1850
Référence : GON.II pg mervel et melver (mourir, cesser de vivre. trépasser. il s'emploie aussi pour s'éteindre, en parlant du feu, de la chandelle. Part.)

Darev eo bet dezhañ mervel.

1850
Référence : GON.II pg mervel (il a été sur le point de mourir).

Marvet eo gant an naon.

1850
Référence : GON.II pg mervel (il est mort de faim).

Marvet eo ar gouloù.

1850
Référence : GON.II pg mervel (la chandelle est éteinte).

mervel

1850
Référence : GON.II.HV pg mervel

Va lakaat a reot da vervel gant an naon.

1850
Référence : GON.II pg naon ou naoun (vous me ferez mourir de faim).

Mar teu da vervel e rankin prenañ ur c'houricher.

1850
Référence : GON.II pg kouricher (S'il vient à mourir, il me faudra acheter une coiffe de deuil).

Elimelek pried Noemi a varvas, hag hi a chomas gant he mibien.

1850
Référence : GON.II Buez Ruth p98

O-daou e varvjont, da lavarout eo, Mahalon ha Chelion ; ha Noemi en em gavas dioueret eus he daou vab hag eus he fried.

1850
Référence : GON.II Buez Ruth p98

Ra varvin, ma em eus lavaret kement-se !

1850
Référence : GON.II p.81

Nag ho tad, nag ho mamm ne oant kozh pa int marvet.

1850
Référence : GON.II p.79

Mervel a raimp holl un deiz bennak.

1850
Référence : GON.II p.79 (Nous mourrons tous un jour).

Dec’h e varvas ar vamm, hiziv eo marv ar verc’h.

1850
Référence : GON.II p.62 (Hier mourut la mère, aujourd’hui est morte la fille).

Pe evit tra n'hellan-me ket mervel !

1850
Référence : GON.II p.85, livre second, " Que ne puis-je mourir ! "

Mervel a ray gant an naon.

1850
Référence : GON.II p.90 (il mourra de faim).

Ouc'hpenn dek vloaz ha c'hwec'h-ugent e oa Yann Gaozeer, pa eo marvet e Konk.

1850
Référence : GON.II p.92 (Jean-Causeur avait plus de cent trente ans lorsqu’il est mort au Conquet).

Ma ne rit netra e varvot gant an naon.

1850
Référence : GON.II p.94 (si vous ne faites rien, vous mourrez de faim).

Mard eo ret e varvin, 'velato e kredan E tle en em damall eveldon pep unan, Rak evit bezañ leal, hennezh a dle mervel en deus war e goustiañs brasañ pec'hed mervel."

1867
Référence : MGK p25

"Ned oc'h ket diwar ouenn ho tud-kozh zo marv; ar-re-se kalonek ne vezent diwezhat, da herzel ouzh pep droug ha da ober pep mad; marv int pell a zo, hag e-kreiz o bezioù, ouzh ho kwelet diskiant, poultrenn o relegoù, o eskern o stekiñ dindanoc'h a lavar; ez oc'h tud digalon, tud dall ha tud bouzar. Evel ur reverzhi, droug ar bed o sevel a ya en ho kwazied, ho laka da vervel; ur mergl milliget eo, ur c'hleñved dishegar, savet da gontammiñ pep mad zo war an douar; genel a ra bosenn ha kernez tro-war-dro; ouzh he heul kasoni e pep lec'h, e pep bro, a laka dre ar bed brezel ha lazherezh. Ama, a-barzh nemeur, e vo bec'h hag enkrez : ha penaos ne ve ket ? Pep droug a zo meulet; hiriv an den fallakr zo ar gwellañ deuet. An nebeudig re vat, flastret gant ar re fall, a rank mont da guzhet evit en em ziwall."

1867
Référence : MGK p.2

Evidon, emezi, me ouezo mont a-bell, Pe en ur c'horn bennak, chom hep tailh da vervel, Ha ne welit-hu ket an dorn-se 'deu, a ya ?

1867
Référence : MGK p13

Dioc'h kleñvejoù ar bed e pare ar marv : / Mat pe fall, 'vel ma'z omp, chomomp evelato ! / Gwell eo kaout poan eget mervel.

1867
Référence : MGK p68

tud, c'hwi holl en em gar, Breizhiz eus a bep bro, en em garit bepred, na vezit ket hedro ! E liorzh ar bed poanius, boked ar garantez a vez, seul vui eo kozh, kaeroc'h-kaerañ bemdez. En em harpit noz-deiz, an eil hag egile, ha ne skuizhot en hent, kaer ho pezo bale ; nad it ket eus ho pro, nad it ket pell da gantreal, gant aon na ve anken en hent ouzh ho kedal. Evidon-me a gar va zud, va yezh, va bro ha kement zo enni : reier, brug ha derv, me zo gwelloc'h ganin gwelet an heol e Breizh, klevet trouz ar mor don o krozañ a-hed an deiz, bezañ paour, reuzeudik ken a rankin mervel, eget bezañ eürus en ur vro all a-bell, ma ve ret din eno mougañ ar garantez a zo krog em c'halon, evel tan ur fornez.

1867
Référence : MGK p21

Doue a zo digor-frank dor e varadoz evit ho tigemer, rak mervel a rit evit ho relijion hag evit ho pro.

1877
Référence : EKG.I. p.296

E vugale a rank bezañ holl marvet dizemez. E verc’h koshañ, Frañseza Feburier, he deus tremenet he buhez oc’h ober vad da beorien Lesneven, hag en ur vervel, he deus roet he zi, ti he zad, d’an iliz evit lojañ ar veleien, hag eno emaint hiriv o chom.

1877
Référence : EKG.I. p.189

Mont a rejont war-eeun d’ar segreteri. Eno, en ur glask an traoù da oferennañ, e kavjont un arched graet, me 'gred, evit kentañ hini a varvje e kêr, rak, e bro [D]reger, e vez graet alies an archedoù a-raok ma vez ezhomm anezho.

1877
Référence : EKG.I. p.31

Eno eo marvet, pell dioc’h e dud, pell dioc’h e vro, pell dioc’h e eskopti !

1877
Référence : EKG.I. p.25

Da vihanañ ne [z]aio ket gantañ kav ar Prat, hag e-pad ma vezo ur banne er varrikenn e ti ar Prat, soudarded ar republik ne varvint ket gant ar sec’hed.

1877
Référence : EKG.I. p.221

Mat, hennezh, ar Brutus-se, en doa c’hoant da lakaat an tan en ti a-raok mont war-zu Lesneven, evit diskouez, a lavare, d’ar c’houeriad ne dleer ket lezer soudarded ar Republik da vervel gant ar sec’hed.

1878
Référence : EKG.II p.55

Hini Katell a voe graet kalz brasoc’h, rak lakaat a rejomp ganti, er memes arched, he daou grouadur, unan a bep tu, etre he divrec’h, evel ma edo pa varvas e foñs ar puñs, e-pad m’edo an Aotrou Krenn o reiñ dezhi induljañsoù ar marv mat.

1878
Référence : EKG.II p.99

Komzoù an den-se a skoas un taol a joa ker pounner war galon Visant, ma kouezhas klañv ha ma varvas nebeut amzer goude-se.

1878
Référence : EKG.II p.186

Ne ouzon ket nag e pelec’h, na peur, na penaos eo marvet Biel an Doenn.

1878
Référence : EKG.II p.196

Ne oant evit barn da boan ebet ar pemp krouadur, rak re yaouank e oant ; c’hoant o doa, avat, d’o lakaat da vervel gant an naon.

1878
Référence : EKG.II p.232

En he c’hozhni, brevet he c’horf gant ar remm, e c’hoantaas kaout ganti he nizez Frañseza. Ar pezh a c’hoantaas a voe graet. Marvet eo dre gozhni.

1878
Référence : EKG.II p.233

Lakaet e vezent en ur prizon bennak, evel e Brest, e Rochefort, en enezenn Re, pe en ur prizon all bennak el lec’h ma varvent gant an dienez.

1878
Référence : EKG.II p.289

Abalamour me garfe mervel war-dro an eur ma varvas gwechall hor Salver Jezuz-Krist, evidomp-holl, er groaz, war menez Kalvar.

1878
Référence : EKG.II p.292

mervel

1909
Référence : BROU pp. 214, 398

Un Doue gwisket gant kroc’hen ar bleiz, a ouzoc’h holl an anv anezhañ, hec’h engehentas dindan an deliaoueg, — Hag Adaqi he dougas, hag ar bleizi bavet (gant ar riv), war vervel (gant an naon), a davas hag a grenas en amc’houlou. »

1923
Référence : SKET p.33

Ha, p’o devoe ar merc’hed-se kollet, a unan gant o yaouankiz, o nerzh, o c’hened, o holl zudi, e voent argaset gant o mistri er-maez eus e di, pell diouzh e glozioù ; kozh, digerent, diskoazell, dilezet gant an holl, ez ejont da vervel er c’hoadoù gant an naon pe taget gant ar bleizi.

1923
Référence : SKET p.90

A-walc’h din, eta, lavarout e timezjont, o devoe lies mab ha merc’h, e vevjont un niver a vloavezhioù, e teujont d’un hir-hoal hag e varvjont en hevelep deiz, en hevelep eur, en hevelep predig, dorn-ouzh-dorn, evel m’o doa bevet dalc’hmat.

1923
Référence : SKET p.44

A-unan ganto e varvas o chatal, rak gouestlet da zoue ar brezel ez oa bet an enebour ha kement a oa en e gerz.

1923
Référence : SKET p.132

Padout, mirout, gwellaat, krouiñ eo bevañ hervez al Lezenn ; bevañ er-maez eus al Lezenn, avat, gwashaat, diskar, mont da goll, mervel !

1924
Référence : SKET.II p.30

E vamm ? Ar paourkaezh plac’h, mervel a eure, en ur wilioudiñ.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924)

— Ur maleur bras, aotrou person, eme Marc’harid… Janedig a zo marvet en noz-mañ… Janedig, Janedig Tangi… — A !

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.809 (Miz Genver 1924)

Kent mervel, Marc’harid a zalc’has ar paotr, en he c’hichen, e-tal he gwele, he dorn war e benn.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.811 (Miz Genver 1924)

Hekleviñ a rejont gant ur [g]arm skiltr ha taer a yeas d’ul leñv hag a varvas en ur ronkell.

1924
Référence : SKET.II p.43

C’hwec’h devezh goude peñse ar Vran e varvas he c’habiten. Bilzig atav a chomas gant e gabiten, e-pad ma eo bet en buhez, ha war e arched en deus taolet ar c’hentañ dour binniget.

1925
Référence : BILZ2 p.174

An Deureugenn, dizilhet gant pep taol-mor, a sav he zammoù diframmet war ar beg garreg hag a ro dezhe c’hoazh en he angoni un tammig skoazell a-raok mervel.

1925
Référence : BILZ2 p.144-145

emañ darev da vervel

1931
Référence : VALL pg aller (il va mourir)

Bet int o klask korf Herri er stêr vras ; ar voereb a sino he zestamant evito ha goude… ya ! goude int a satanazo an ti evit ma varvo an hini gozh.

1944
Référence : ATST p.114

Met penaos dont a-benn eus ur seurt labour, a seblante graet en aner, peogwir e oa tonket ar brezhoneg da vervel, gouez d'an eskibien o-unan ?

1944
Référence : EURW.1 p56

Ar sklerijenn a baras un abadennig c’hoazh e-barzh ar gwele, ha goude, e varvas krenn.

1944
Référence : ATST p.53

— « Ha bev oc’h c’hoazh ? » — « Ya, bev on c’hoazh. Evit lavarout deoc’h ar wirionez, n’ouzon ket penaos, rak darbet eo bet din mervel henozh gant ar reuz a zo bet. »

1944
Référence : ATST p.82

Plijout a rae dezhañ ar c'hezeg, ha kazi sur en dije 'n em c'hraet ul lec'h en arme, panevet e tegouezhas d'e dad mervel e 1859, ha Glaoda, « mab henañ intañvez » a voe, en akord gant al lezenn neuze, disoudardet, ha lavaret dezhañ distreiñ d'ar gêr.

1944
Référence : EURW.1 p10

Melia Kervin a varvas en Havr da 20 vloaz, gant ar c'hleñved-skevent.

1944
Référence : EURW.1 p46 n2

Kaoz e [sic] oa war Arvor ar sizhun ail, eus ar « Roazhoneg » pe vrezhoneg Breizh-Uhel. Eman ar « roazhoneg » o teurel gwrizioù e kêrioù ail Breizh-Uhel. Tra vev eo ur yezh : kreskin hag ober berzh a ra, pa vez graet war he zro ; ha kivizan ha raervel. pa vez dilezet.

1944
Référence : ARVR Niv. 165

An tan-se, a zeve e izili, gwashoc'h eget pebr ruz, ha c'hwez an ifern gantañ el lazhañ a ray, ha pa ranko en em zismegañsiñ, betek mervel gant ar vezh, ha bezañ barnet diwar c'haou ha didruez gant e genvreudeur hag an Tadoù-Renerien.

1949
Référence : SIZH p.59

N'on bet nemet ur wech e kêr, hag e voe evit kas d'ar vered un Aotrou « Cura » kozh, a oa deut da vervel en hor manati.

1949
Référence : SIZH p.50

D’ar c’hloareg a verve gant ar c’hoant kaout ur viell hag a rankas tremen gant ur c’hwitell veuz, fellout a reas evel-just bezañ ezel al laz-seniñ, ha dibab a ris an « trombonne » marteze abalamour da stumm iskis ar benveg-se a-vent ganin-me war-vete nebeut.

1954
Référence : VAZA p.51

N'eo ket abalamour ma 'z oa douget da wiskañ ar sent, na dre ma plije dezhañ kanañ ar gousperoù e brezhoneg penn-da-benn, met o vezañ ma verve [sic] faltazi, ha marteze fentigell e-leizh en e gokenn, o vezañ ma 'z eo bet un aozer gwerzioù, gwell [gwall] dister emichañs, met da vihanañ un damskeud, ur raktres eus un arzour.

1954
Référence : VAZA p.24

Meur a wech e teuas he fried hag he mamm d’he bete : « Arsa Doue, Ann-Mari, emezo, paouez, ha deus d’ar gêr da ziskuizhañ ul lajadig da vihanañ ; anez-se, biken ne vi evit kas da benn da labour ». – « Grin, emezi, grin, ha pa rankfen mervel amañ war an taol ! »

1954
Référence : VAZA p.41

« Damañ din va faotr bihan, eme ar glañvourez dare da vervel, ma pokin dezhañ c’hoazh ur wech ! »

1954
Référence : VAZA pg 44

Neuze e tirollas Ivonañ gozh da skrignal, met tevel a reas a-daol[-]trumm ; edo o paouez mervel en ur c'hoarzhin.

1954
Référence : VAZA p.13

Ur c'hoarig, - Mari vihan a veze graet diouti, - am eus bet, met mervel a reas ar paour-kaezh krouadur a-benn un daou pe dri miz ha setu penaos ez on manet pennhêr Tremel.

1954
Référence : VAZA p.7

Le ar person zo sinadoù / Da hirvoudoù, d'huanadoù ; / 'Vel ur glaz mantrus o c'hervel / Harperien ar Feiz da vervel.

1960
Référence : PETO p22

Keben dall gant ar fallentez ! / Ma c'halon, heuget-holl, a gren. / Kant gwech gwelloc'h ar baourentez / 'Get da vervel[,] lakaat un den.

1960
Référence : PETO p31

Ma rankan mervel, sioul her grin.

1960
Référence : PETO p74

Spontet mik gant an nec'hamant / Rak an Ankoù ken dizamant / A zo kiriek d'am chalamant, / Aon da vervel zo dirollet / 'Barzh ma c'herc'henn ken pennfollet : / Ha dre-se, kure, ' vi kollet.

1960
Référence : PETO p39-40

Ur plac'hig vihan daou vloaz hanter eo a oa o paouez mervel ; ha sammet e oa bet gant ur c'hleñved ha ne vezer ket boas en hor bro da gavout e-touez ar vugale.

1985
Référence : DGBD p37

Lonket o deus louzoù kousket gant ar vodka. An doare surañ da vervel sioul e-kreiz da gousk.

2015
Référence : EHPEA p13

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux