Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. H.g. A. 1. Arsav da vat mont en-dro ar vuhez en ur bevedeg bnk. Pa zeuy pred ar marv. Difenn ub. betek ar marv : betek mervel. [1878] Nag a zaeloù koulskoude a vezo skuilhet en hor bro-ni p’en em gavo ar c’heloù eus a varv ar re hoc’h eus lazhet e Kastell hag e Kergidu ? & Trl. (db. an dud) Kavout, tapout e varv : mervel en abeg d'udb. a vez bet graet. Aze ez eus peadra da dapout e varv. & Klask e varv : en em lakaat e-tal da goll e vuhez. & Bezañ e par ar marv : tost da vervel. & Ar marv gwenn : a c'hoarvez dre riv. & Tr. adv. D'ar marv : ken e varvor, e c'hallor mervel. Stourm d'ar marv, bezan klañv, gloazet d'ar marv. 2. Trl. skeud. Bezañ liv ar marv war dremm ub., e kerc'henn ub. : bezañ morlivet. Trist evel ar marv : trist-tre. [1878] Gwiskañ a reas liv ar marv ; krediñ a raed edo, eñ ivez, o vont da gaout ur fallaenn. 3. Trl. kv. Disliv, glas evel ar marv : morlivet-kenañ. & Sioul evel ar marv : didrouz-kenañ. & Treut evel ar marv : treut-kenañ. & Sioul-marv, treut-marv : sioul-kenañ, treut-kenañ. Sioul-marv e chom an ilizad tud. B. Ent strizh 1. Arsav buhez ub. goude marv e wreg, abaoe marv e dad. Deiz-ha-bloaz marv ub. & Interamant. Amañ e oa bet gant marv e c'hoar-gaer. & Trl. Kaout kaz ar marv ouzh ub. : kaout kasoni outañ betek c'hoantaat e varv. & Trl. skeud. N'eo ket marv mil den : n'eo ket ur gwall dra. 2. Arsav a lakaer da vuhez ub., ul loen bnk. Lakaat ub., ul loen bnk. d'ar marv. Barn, kondaoniñ ub. d'ar marv. Ar c'honikl zo o c'hortoz e varv. C. 1. An arsav-se, sellet outañ evel un anadenn a c'hoarvez gant an holl vevien ; mennozh an arsav-se. Ar marv zo kriz. Euzhiñ ouzh ar marv. & Trl. Etre marv ha bev e vez ret delc'her da vont : delc'her da vevañ a ranker ober goude ha pa vefe marv ub. war ar spered. 2. Pezh a ra d'an dud mervel. Ar brezel a skign ar marv. 3. ROUEZ Interamantoù. Ne veze galvet nag evit ar bev nag evit ar marv. E 1719 e voe marilhet ar bev hag ar marv er barrez-se. & Dre ast. Stad ub., ul loen bnk. zo war-nes mervel, tremenvan. Emañ ar marv gantañ : war-nes mervel emañ. & Tr. adv. (db. an dud) War e varv : war e dremenvan. Urzhioù a roas ar roue war e varv. II. G. A. 1. Doare ma varv ub., ul loen bnk. Marvioù kriz. Ur marv trumm. 2. Gwechad mervel. Niver ar marvoù. Ar marvoù chatal. 3. (gant ur bennlizherenn-dal) Ankoù. Hor breur ar Marv. B. ROUEZ (en e furm unan) Den marv. Ur varvez yaouank. C. Dre skeud. (db. an Heol, al Loar) Fallaenn.

Exemples historiques : 
128
Masquer la liste des exemples

ar materi a studian pe brederan a gavan garv, goude hon holl fed er bed-mañ, diwezh pep unan eo ar marv

1450
Référence : M. p14

marv

1499
Référence : LVBCA p140 (la mort)

Er c'hentañ poent hep si, e kivi spesial / Komz seder anterin, a'r fin orijinal : / Zo anvet tir ha mor, a-gor, marv korporel / Ar fin-mañ den n'e lez er palez nag er sal.

1575
Référence : M. p36

28. An dez war-lerc'h pan teuas an tirant Sezar da enklask petra a yoa graet da gorf ar rouanez ha palamour d'an dra-se, an tirant Sezar a falle dezhañ lakaat d'ar marv kalz a gristenien.

1576
Référence : Cath p22

15. Ha neuze pan o devoe lavaret an oratored ez oa un dra imposibl ez c'hallze Doue bezañ den, nag ez c'hallze gouzañv poan ar bed nag ivez ar marv, ez prouvas dezhe ar werc'hez penaos ar Jentiled c'hoazh ho devoa a-ziaraok lavaret an dra-se, rak Platon hag ar Sibiled oz devoa lavaret ez vize eürus an doue diouzh ar c'hrec'h a vihe krusifiet er groaz.

1576
Référence : Cath p13

Daoust pe en artikl a'r marv, pe en nesesite arall[, kement] am invoko hag am fedo, maz vezo egzoset ha klevet e bedenn !

1576
Référence : Cath p24

Ha pan edoe an impalazr Maksentius, asamblet gantañ en Aleksandri an holl binvidien ha peorien evit sakrifiañ d'an idoloù[,] hag an gristenien pere n'oz deurie sakrifiañ d'an idoloù, en devoa ordrenet ez vizent lekaet d'an marv ;

1576
Référence : Cath p5

M. Pe evit tra en [sin ar groaz] grit-hu er feson-se ? D. Kentañ evit digas em memoar an daou vister priñsipal eus hor feiz; unan eus an Drinded vinniget, o tont da bronoñs ar c'homzoù-mañ : en anv an Tad, ha'r Mab, ha'r Spered santel; an eil eo eus ar marv ha'r Pasion hor Salver binniget, pehini ouzh en em vezañ graet den en deus anduret marv evidomp en ur groaz.

1622
Référence : Do. p8

15. Mari, mestrez ar gwerc'hezed, / Pa zeuy ar marv, zo garv-meurbet, / Gant daeloù, kañvoù, em c'haouded, / C'hwi ouzh Jezuz ma eskuzit.

1622
Référence : Do. p63

M. Pe evit tra [eo]-eñ galvet pec'hed marvel ? D. Abalamour ma lazh hon ene, oc'h ober dezhañ koll ar vuhez a c'hras hag abalamour ma hon rent din d'ar marv eternel.

1622
Référence : Do. p36

marv

1659
Référence : LDJM.1 pg mort

poent ar marv

1659
Référence : LDJM.1 pg article de la mort

lakaat d'ar marv

1659
Référence : LDJM.1 pg (faire) mourir

M. Pe evit tra er [sin ar groaz] gret-hu er feson-se ? D. Da gentañ, evit digas ar memoar eus an daou Vister priñsipal eus hor Feiz ; unan, eus an Drinded binniget, en ur bronoñs ar c'homzoù-mañ : En Hanv an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered santel ; an eil, eus ar marv ha Pasion hon Salver, pehini[,] ouzh en em vezañ graet den, en deus anduret ar marv evidomp-holl en ur Groaz.

1677
Référence : Do. p9

M. Leveret-eñ [ar c'hredo] e brezhoneg. Me gred e Doue an Tad Hollgalloudek, krouer an neñv hag an douar. Hag e Jezus-Krist e vab unik, hon Aotrou. Pehini zo bet koñsevet eus ar Spered santel, ha ganet gant ar Werc'hez. En deus gouzañvet didan Poñs Pilat, zo bet krusifiet, marv, ha sebeliet. Zo bet diskennet d'an ifern, ha resusitet an trede deiz a-douez ar re varv. Zo pignet en neñv, hag azezet en tu dehoù da Zoue an Tad Hollc'halloudek. Ahane e teuy da varn ar bev hag ar marv.

1677
Référence : Do. p11-13

16. Grit din dougen gant devosion / Ar gwir groaz e pep feson, / Kaout ivez memoar atav / Eus e holl boanioù ha marv.

1677
Référence : Do. p69

marv

1732
Référence : GReg pg abbois

bout emañ o tenniñ ouzh ar marv

1732
Référence : GReg pg agonie

emañ ar marv gantañ

1732
Référence : GReg pg abbois

poent ar marv

1732
Référence : GReg pg agonie

bezañ gouliet d'ar marv

1732
Référence : GReg pg blesser (être blessé à mort)

bezañ bleset d'ar marv

1732
Référence : GReg pg blesser (être blessé à mort)

hon Salver en deus gouzañvet ar marv war Menez Kalvar, evit hon dasprenañ

1732
Référence : GReg pg (nôtre Seigneur a souffert la mort sur le mont de) calvaire (pour nôtre Redemption)

torfed a zilimit ar marv

1732
Référence : GReg pg (un crime) capital

digant Doue e reketan deoc'h kant kemend-all war an douar, hag ar baradoz goude ho marv

1732
Référence : GReg pg (Dieu vous donne le) centuple (en ce monde, & la vie éternelle en l'autre)

pa ne red ha ne zired mui ar gwad e korf un den, emañ ar marv gantañ

1732
Référence : GReg pg circuler (quand le sang ne circule plus, c'en est fais de la vie d'un homme)

gwiskañ liv ar marv

1732
Référence : GReg pg (prendre une) couleur (de mort)

krim a varv

1732
Référence : GReg pg crime (capital)

torfed a zimilit ar marv

1732
Référence : GReg pg crime (capital)

marv

1732
Référence : GReg pg decès

marv

1732
Référence : GReg pg decès

deiz ar marv

1732
Référence : GReg pg (le jour du) decès

tennañ d'ar sort evit lakaat pep dekved soudard d'ar marv

1732
Référence : GReg pg decimer

soufr ar marv evit difenn ar feiz kristen

1732
Référence : GReg pg (mourir pour la) défense (de la foi)

liv ar marv a zo gantañ, warnezhañ

1732
Référence : GReg pg (il a un visage de) deterré

Ne c'haller ket sellet parfet ouzh an heol, nag ouzh ar marv.

1732
Référence : GReg pg fixement (On ne peut regarder fixement le Soleil, ni la mort.)

ur marv dizeur

1732
Référence : GReg pg funeste (Une mort funeste.)

kaout ur marv gwenvidik

1732
Référence : GReg pg glorieux (Avoir une mort glorieuse, bienheureuse.)

bet ur marv gwenvidik

1732
Référence : GReg pg glorieux (Avoir une mort glorieuse, bienheureuse, pp.)

kaout ur marv eürus

1732
Référence : GReg pg glorieux (Avoir une mort glorieuse, bienheureuse.)

bet ur marv eürus

1732
Référence : GReg pg glorieux (Avoir une mort glorieuse, bienheureuse, pp.)

kaout ur marv santel

1732
Référence : GReg pg glorieux (Avoir une mort glorieuse, bienheureuse, pp.)

bet ur marv santel

1732
Référence : GReg pg glorieux (Avoir une mort glorieuse, bienheureuse, pp.)

ur marv enorus

1732
Référence : GReg pg glorieux (Une mort glorieuse.)

ur marv leun a enor hag a c'hloar

1732
Référence : GReg pg glorieux (Une mort glorieuse.)

Doue a ro e varadoz d'ar re choazet, goude o marv.

1732
Référence : GReg pg glorifier (Dieu glorife ses élûs après leur mort.)

Doue a ro e c'hloar d'ar re choazet, goude o marv.

1732
Référence : GReg pg glorifier (Dieu glorife ses élûs après leur mort.)

kasaat ur re evel ar marv

1732
Référence : GReg pg haïr (Haïr mortellement quelqu'un.)

dienek-bras eo abaoe eo marv e dad

1850
Référence : GON.II pg diének

N'eus nemet ar marv evit an hini a askouezho.

1850
Référence : GON.II pg askouéza (Il n'y a que la mort pour celui qui récidivera).

Bezañ e talc'himp mat betek ar marv.

1850
Référence : GON.II p.79, "Nous tiendrons bon jusqu'à la mort".

Ur gwall varv en deus bet.

1850
Référence : GON.II p.63

marv

1850
Référence : GON.II pg marô, marv

barnet eo ha lakaet d'ar marv

1850
Référence : GON.II pg marô, marv

ar marv na espern den ebet

1850
Référence : GON.II pg marô, marv

marvoù

1850
Référence : GON.II pg marô, marv

marv

1850
Référence : GON.II pg marô, marv, mervel, paouezvan, trémenvan

lienenn ar marv

1850
Référence : GON.II.HV pg liénen

marvoù

1850
Référence : GON.II pg marô (-mîk)

evit an adfeilh ne 'z eus nemet ar marv

1850
Référence : GON.II pg affal

ha c'hwi a garre [garfe] kaout ur marv mat, bevit ervat

1850
Référence : GON.II pg ervâd

Barnet eo bet d'ar marv.

1850
Référence : GON.II pg barna ou barnout et barn (Il a été condamné à mort. H.V.)

ar re vev hag ar re varv

1850
Référence : GON.II pg béô (Les vivants et les morts).

an entanerien a vezo lakaet d'ar marv

1850
Référence : GON.II pg eñtaner

digabestr eo, abaoue ma eo marv e dad

1850
Référence : GON.II pg digabestr

Marv eo gant ar vrec'h.

1850
Référence : GON.II pg bréac'h (Il est mort de la petite-vérole).

Ganto vo graet stignoù, d'ho pakañ 'zruilhajoù, lasoù-rikl d'ho mougañ, e berr : kant ha kant tra, a vo, war an diskar, ho toan hag ho klac'har, a vezo, marteze, kiriek eus ho marv. Tec'hit eta a-fo, diouzh ar gaoued, ar ber ! Gwelloc'h oufec'h d'ober, mar fell deoc'h va c'hrediñ, eme ar wennili, eo dibriñ 'n had kanab.

1867
Référence : MGK p14

Setu o tont d'e gaout eus a bep korn ar vro / Loened medisined, ganto louzoù 'r marv.

1867
Référence : MGK p104

Ur c'harv gwallgaset er c'hoad, / Evit tec'het 'raok ar marv / En ur vereuri a voa aet, / Dall gant e spont.

1867
Référence : MGK p42

Ur paourkaezh reuzeudik pep deiz a c'houlaoue, / Ha pep pardaez ivez / A c'halve ar marv d'e dennañ eus a boan.

1867
Référence : MGK p67

Ma ve bet o seulioù / Harp oc'h seul an Ankoù, / Ma ve bet gant ar c'hlaz o gwazhied holl sonnet, / Oc'h holl draoù ar bed-mañ o daoulagad prennet, / Stanket-holl o divskouarn da selaou er bed all, / M'o defe bet klevet o c'halon o strakal / Gant diframm ar marv yen o labourat o c'hig, / Neuze, war ar bed-mañ ne vent ket reuzeudik.

1867
Référence : MGK p66-67

Dioc'h kleñvejoù ar bed e pare ar marv : / Mat pe fall, 'vel ma'z omp, chomomp evelato ! / Gwell eo kaout poan eget mervel.

1867
Référence : MGK p68

p'ae kloareg 'r Glaouiar d'ar marv, mont 'rae en ur gwiskamant vrav; indanañ zo un abid wenn hag un tog kastor war e benn

1874
Référence : GBI.II p422

Daou vloaz a yoa abaoe ma’z oa lakaet ar Roue Louis XVI d’ar marv, hag evelato bep Sul, pa ganed an oferenn e kouent Sant-A[l]bin, e kaned bep tro ar bedenn evit ar Roue, an "Domine Salvum fac regem, etc"...

1877
Référence : EKG.I. p.35

— Setu me barnet d’ar marv. E galon a rannas, me 'gred, rak antronoz e rentas e ene d’e Grouer, goude bezañ chomet start en e feiz hag en e relijion.

1877
Référence : EKG.I. p.10

Ma n’her raje ket e vije emgann etre Kastelliz hag an archerien, n’oa ket da vezañ war zivin, ha neuze an Aotrou’n eskob a vije pennkaoz a varv meur a hini.

1877
Référence : EKG.I. p.13

Hag an Aotrou Yann, dre ar c’homzoù-mañ, a ouie e oa ezhomm anezhañ evit un dra bennak, evit marv pe evit badiziant, e parrez Pluzuned.

1877
Référence : EKG.I. p.93

Nann, nann. Lakaat a rin digas din da Blouared soudarded eus a Wengamp hag eus a Lannuon, a Sant-Brieg zoken, ma vez ret ; ha neuze ganto, un nozvezh, pa ouezimp e pelec’h e vezo ar chouanted, ni a yelo di, a gelc’ho an ti, hag e bev pe e marv e kouezhint holl etre hon daouarn.

1877
Référence : EKG.I. p.144

Netra, nag ar republikaned gant o zennoù fuzuilh, nag ar marv ar c’hrisañ, na viro ouzhin da vont d’ho ti d’ho kwelet, da gemeret va lod en ho poanioù ha da reiñ deoc’h sakramañchoù hor mamm santel an Iliz.

1877
Référence : EKG.I. p.53

Bennozh Doue deoc’h, Yann ar Mest, da vezañ deuet da welet un intañvez rannet he c’halon ; ho mignon Paol a zo aet d’ar marv.

1878
Référence : EKG.II p.79-80

— Aonik, paotred Breizh-Izel ? Ken aonik ma n’o deus aon rak netra, ha ma’z eont d’an emgann ha d’ar marv kel laouen ha ma’z aemp-ni da evañ ur picherad chistr p’edomp er gêr.

1878
Référence : EKG.II p.127

Abalamour da se, en em gavet e-kichen an treuzoù, e tistroas truezus war-zu ar penn uhelañ da sellet ur wech c’hoazh da vihanañ ouc’h Anna Roue, astennet war barlenn Janed ar Go, hag e chomas ur pennad mantret ha dilavar : Gwiskañ a reas liv ar marv ; krediñ a raed edo, eñ ivez, o vont da gaout ur fallaenn.

1878
Référence : EKG.II p.76-77

Salv o divije gellet dont a-benn eus o zaol, rak neuze Frañs n’he divije ket bet da ruziañ da vezañ lakaet d’ar marv ur Roue hag ur Rouanez ker mat ha ker karantezus e-keñver an holl !

1878
Référence : EKG.II p.73-74

N’hoc’h eus graet droug da zen ? Nag a zaeloù koulskoude a vezo skuilhet en hor bro-ni p’en em gavo ar c’heloù eus a varv ar re hoc’h eus lazhet e Kastell hag e Kergidu ?

1878
Référence : EKG.II p.62

E-pad m’edont an eil e-kichen egile en ti, stag ouc’h treid ar gweleoù, an Aotrou Krenn en doa kofesaet an holl, ha roet dezho, en hanv Doue, ar pardon eus o fec’hedoù. Reiñ a reas c’hoazh bremañ da Gatell induljañsoù ar marv mat.

1878
Référence : EKG.II p.84

sammet eo bet gant ar marv

1909
Référence : BROU p. 417 (il a été enlevé par la mort)

Ar marv, pa zeue dezho, n’oa gantañ na poan nag anken, sioulañ tremenvan n’oa ken d’o ene eus ar bed-mañ d’ar bed-all.

1923
Référence : SKET p.70

En emgannoù-se Dubis, roue ar Skaled, ha Roudos, roue ar Sitoned, a gavas o marv (2).

1923
Référence : SKET p.122

« Kalon ! va div vuiañ-karet, emezi ; rak ar marv eo a zo o tont. »

1923
Référence : SKET p.111

O welout ar plac’h yaouank liv ar marv en he c’herc’henn : « Ha c’hoarvezet ez eus un taol bennak, emezañ, ganez pe gant da c’hoarezed ? »

1923
Référence : SKET p.104

Hogen, an disterañ ma pella an den diouti, ne gav mui nemet traezh ha mein-ruilh, ne wel ken nemet naered, o tougen an dent anezho hag o reiñ ar marv, oc’h emweañ, oc’h emgemmeskañ, oc’h emgejañ a-gantoù war an douar, ha korc’hwezhadoù-traezh, bannet gant an avel, oc’h emweañ a-gantoù en aer hag en amzer.

1923
Référence : SKET p.17

Talvezet em eus o marv d’al lazherien ha se eo a voe pennabeg din da vont en harlu.

1923
Référence : SKET p.22

E-keñver da Aedobitus edo Nemobitus (6), an islonk distrad, divent, diharzoù, ma rene ennañ bepred an noz hag ar yenien, e lec’h n’oa tra a gement en dije buhez, domani ar Goullo, an Netra hag ar Marv.

1923
Référence : SKET p.27

E-pad ma rene Rogiamon eo e c’hwezhas Guton e anal war ar bed o krouiñ Belos a engehentas Belios, Aotrou ar Marv, Tad an Ankoù, e tle kement en deus buhez distreiñ davetañ un deiz, e tle neb a zo bevaet gant ar C’hwezh dont d’e gaout o tiwiskañ e zibourc’h marvel.

1923
Référence : SKET p.29

Da varv Manos, e vab henañ Ariomanos (2), a anver ivez Kintugenos, a gemeras al lec’h anezhañ e penn an tiegezh.

1923
Référence : SKET p.50

Bezit disaouzan rak ar marv, c’hoarzhit d’an Ankoù o tont.

1923
Référence : SKET p.51

An nammoù-korf, ar c’hleñvedoù hir ha poanius, ar marvoù trumm pe re brim n’oa ket anv anezho kennebeut-all gant an nav rummad gwenvidik.

1923
Référence : SKET p.69

Daouzek roue-meur a renas war ar vro-Wenn adalek ma voe savet ar rouantelezh gant Teutatis ha Lugus, mab Kenos, betek an deiz ma voe rannet ar vro ha diskaret e dismantroù e-kreiz teñvalijenn ar marv.

1923
Référence : SKET p.85

Lakaet ez eus diwar ur frazennad gant Aristokrates n’oa ket a-walc’h gant an drouized kelenn war brederouriezh ha doueoni, — ur c’helenn na veze kaset da bell nemet evit an danvezioù drouized ; — hogen e stumment ouzhpenn an holl uhelidi yaouank d’emellout er vuhez ha d’ober brezel, o sankañ, war un dro, en o speredoù ur gredenn doueüs o zroe d’ober fae war ar riskloù hag ar marv [...].

1924
Référence : SKET.II p.25

Ma tro diouto eo dre ma ’z eo an dud-se, e gwirionez, du ha drouk betek mel o eskern, daspugnet m’emañ en o c’hreiz kement gwallnamm a zigas kleñved, digened, dinerzhded, dizunvaniezh, dispac’h, brezel, sklavelezh, koll trevadoù, pore loened, kazarc’h, arne, kren-douar, dour-beuz, marv.

1924
Référence : SKET.II p.63

Bilzig a grogas en dorn Katellig, an daou all d’e heul, liv ar marv en e gerc’henn.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.896 (Miz Ebrel 1924)

Hag evel-se, gant poan he c’horf, nerzh he c’halon, Izabel he devoa adc’hraet he ziegezh distrujet gant ar marv, evurus pa selle ouzh he zi, hag ennañ pevar bugel deut da vat.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 40, p.898 (Ebrel 1924)

Hag etre hiraezh an deiz o vont hag enkrez an noz o tont, e-kreiz ar c’heinvor digenvez, e klevas Vindosetlos ur vras a anken o voustrañ e galon, rak seul roeñvadenn a rae, e pellae diouzh an dud a gare, hag an arvest edo o paouez gwelout a oa gantañ evel un diougan a varv.

1924
Référence : SKET.II p.39

Gwell eo ganen kaout ur marv enorus em oad flourañ eget stlejañ war an douar, e-doug bloavezhioù, ur gozhni didalvez.

1924
Référence : SKET.II p.41

Hag e finvezo ar bed. Ar Marv, drezañ e-unan, n’eus netra a euzhik ennañ.

1924
Référence : SKET.II p.41

Marv eo he diskenni, evel kement-hini-all a zo bet ez raok, eme Artaios. Ha ne [z]oujez ket ar marv ?

1924
Référence : SKET.II p.44

liv ar marv war e dal

1931
Référence : VALL pg blème

ar marv o tostaat

1931
Référence : VALL pg approche(s de la mort)

e par ar marv

1931
Référence : VALL pg agonisant

pal ar marv

1931
Référence : VALL pg approches (de la mort), article

liv ar marv war e vin

1931
Référence : VALL pg blème

gloazet d'ar marv

1931
Référence : VALL pg blessé (à mort)

liv ar marv war e zremm

1931
Référence : VALL pg blème

war e varv

1931
Référence : VALL pg à2 (situation : en, war, a ; au moment de sa mort)

liv ar marv en e gerc'henn

1931
Référence : VALL pg blème

Lezet en deus anezhañ da vale, rak ar roue hepken, ha den all ebet, a c'hell barn unan bennak d'ar marv.

1936
Référence : TKAL p14

Evel-se e tremene sioulik ha plaen he zamm buhez, betek marv he zad e 1869.

1944
Référence : EURW.1 p14

— « Paour kaezh [paourkaezh] Herri ! » a lavaras ar skluzier. « Eñ eo neuze ar pakad du am eus gwelet bremaik o vont dreist ar skluz ? Bez’ ez eus tud war an douar hag o deus marvioù trist memes tra ! »

1944
Référence : ATST p.15

E soñj dezhañ a oa prouiñ, kent e varo, daou dra : Da gentañ, ne oa ket hor c’hentadoù-ni, Bretoned, diskennidi eus Bretoned Breizh-Veur, hogen nized vihan pell an Arvoriz, breudeur d’ar C’halianed.

1944
Référence : EURW.1 p.209

Ha gant an daouarn savet da grec’h, pemzek kant a dud bodet en deltenn a ouestlas enebiñ ouzh ar gouarnamant ha difenn o frankiz betek ar marv ma vije ret.

1944
Référence : EURW.1 p.207

E milin-baper Lokmaria Benac'h e oa bet ganet ha savet, emezañ ; ha goude marv e dad, e oa deut an tiegezh da chom da Sant-Brieg.

1944
Référence : EURW.1 p53-54

Goude o marv hepken e vijent embannet [o memorioù].

1944
Référence : EURW.1 p5

— « Kavout a ra din », eme Lukaz, « eo deuet ho teod da vezañ skañvoc’h gant marv hoc’h eontr ? »

1944
Référence : ATST p.15

Klask a raent gwelout, er roz, ar marichal o pignat d’an dorgenn, hag o vont da glask e varv. Ne welent marichal ebet.

1944
Référence : ATST p.118

Daoust d'an doare kriz ha garv / Ma vez drastet he fastored / Er prizon, porched ar marv / Hag, er jahin, eno loret, / O c'hedal petra emaon c'hoazh / Da zianzav dirak an holl / Al le a rankin nac'h arc'hoazh / Ma vennan chom hep mont da goll ?

1960
Référence : PETO p34

Dit, sitoian, salud ha breudeuriezh, / Ha marv da neb a vag enebiezh / Ouzh an Nasion[,] gwarez an Denelezh !

1960
Référence : PETO p35

Arc'hoazh pe zroug, ivez pe reuz, / Ma vezont diouzh ar Pab ? / D'hor gwir veleien hor bo keuz / Ha kerse 'vel d'e dad ar mab, / P'er gra emzivad ar marv. / Hor planedenn' vo didruez / Hag hor feiz heskinet garv. / Tristidigezh 'hed hor buhez !

1960
Référence : PETO p13-14

Ur [ul] louzaouenn da ziwall outi eo, avat ; pa vez chaoket re anezhi e teu ar penn da vadinelliñ, hag e c'heller bezañ skoet zoken gant taol ar marv.

1985
Référence : DGBD p77

Note d'étude

Testeniet eo ar reizhskrivadur "marv" gant "v" dibenn dindan pluenn Loeiz Herrieu en ul lizher da Baotr Juluen deiziataet eus an 20 a viz C'hwevrer 1933 (embannet e BAHE, niv. 86, 1975, p 20.

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux