v.g.
I.
1. Luskañ war-dreñv.
Nag ar glav nag an erc'h ne lakaent anezhañ da argilañ. Argilañ a rejont dirak ar Romaned.
&
Argilañ gant udb. : bezañ lakaet d'ober ul lusk war-dreñv abalamour d'an dra-se.
Ken euzhus e oa ma lakaas ar paotr da argilañ gant heug outi. Argilañ a reas ar beleg gant an dalmadenn.
2. Dre ast.
Plegañ.
Ne argilint ket, ober a raint o dever. N'o deus ket argilet, dalc'het o deus mort.
HS. pladañ.
II.
1. Diskouez imor fall a-raok ober udb.
Morse ne argilont dirak al labour. Paeañ a reas hep argilañ. Sentiñ hep grozmolat nag argilañ.
HS. gouerouzat, ginañ, moulbenniñ.
2. Diskouez bezañ etre daou soñj, na c'houzout petra ober.
Argilañ a eure da gentañ. Chom a reas da argilañ.
&
Trl.
HEP ARGILAÑ : diouzhtu kaer hep chom en entremar. Respont a raimp hep argilañ.
HS. arvariñ (I 2), amgrediñ, argrediñ, termal.