Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
57
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.g. I. 1. Luskañ war-dreñv. Nag ar glav nag an erc'h ne lakaent anezhañ da argilañ. Argilañ a rejont dirak ar Romaned. & Argilañ gant udb. : bezañ lakaet d'ober ul lusk war-dreñv abalamour d'an dra-se. Ken euzhus e oa ma lakaas ar paotr da argilañ gant heug outi. Argilañ a reas ar beleg gant an dalmadenn. 2. Dre ast. Plegañ. Ne argilint ket, ober a raint o dever. N'o deus ket argilet, dalc'het o deus mort. HS. pladañ. II. 1. Diskouez imor fall a-raok ober udb. Morse ne argilont dirak al labour. Paeañ a reas hep argilañ. Sentiñ hep grozmolat nag argilañ. HS. gouerouzat, ginañ, moulbenniñ. 2. Diskouez bezañ etre daou soñj, na c'houzout petra ober. Argilañ a eure da gentañ. Chom a reas da argilañ. & Trl. HEP ARGILAÑ : diouzhtu kaer hep chom en entremar. Respont a raimp hep argilañ. HS. arvariñ (I 2), amgrediñ, argrediñ, termal.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

argilañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg reculer, arguila

argilañ

1732
Daveenn : GReg pg (marcher en) arriere, culer (aller en arriere)

argiliñ

1732
Daveenn : GReg pg (marcher en) arriere

argilet

1732
Daveenn : GReg pg (marcher en) arriere, culer (aller en arriere)

argilañ

1850
Daveenn : GON.II pg argila (Reculer. Se retirer en arrière. De plus, différer. Hésiter), kila

Argilañ a ra pa dlefe mont a-raok.

1850
Daveenn : GON.II pg argila (Il recule, quand il devrait avancer).

Argilet en deus bete-vremañ.

1850
Daveenn : GON.II pg argila (Il a différé jusqu'à ce moment).

argilañ

1923
Daveenn : SKET p.156, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Reculer".

"kizañ" [...] ; ivez "mont war e giz" ; ivez "kilañ", "argilañ", "souzañ" [...]

1924
Daveenn : SKET.II p.121 « Geriadurig », "reculer, aller en arrière". (ha aller à reculons).

argilañ

1927
Daveenn : Geri.Ern pg argil

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial