Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (db. an traezoù) 1. Tu enep d'an tu a weler da gentañ pe a lakaer da bouezusañ. Kil ur vedalenn. Reiñ un taol gant kil e zorn. [1877] En em gavet e-tal an nor, ar sakrist a skoas warni tri daol sec’h gant kil e zorn [...]. 2. (db. an traezoù lemm) Tu na droc'h ket. Kil ur sabrenn, ur gontell. HS. kein. II. (db. an dud, al loened) A. (db. an dud) 1. Kilpenn. Poan am eus e chouk ma c'hil. HS. chouk. 2. Kein. & Trl. Penn-kil-ha-troad : penn-da-benn d'ar c'horf. B. (db. al loened) Revr. Ar c'hi a oa chouket war e gil.

Skouerioù istorel : 
24
Kuzhat roll ar skouerioù

kil

1499
Daveenn : LVBCA p115 (c-est la partie derriere de la teste ioingnant ou coul, hasterel)

kil

1659
Daveenn : LDJM.1 pg quill

teurel a-chouk e gil

1659
Daveenn : LDJM.1 pg renuerser

a-c'hwen pe war e gil

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (a la) renuerse

kil an dorn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg reuers (de la main)

chouk ar c'hil

1659
Daveenn : LDJM.1 pg chaisnon du col

chouk ar c'hil

1732
Daveenn : GReg pg chignon (le derriere du cou, au-dessus de la fosse, ou, nuque du cou)

kil ar falz

1732
Daveenn : GReg pg fil (Le revers opposé au fil d'un couteau, &c.)

dougen war chouk e gil

1732
Daveenn : GReg pg (porter sur le) dos

kil ur gontell

1732
Daveenn : GReg pg (le) dos (d'un couteau)

kil ar gontell

1732
Daveenn : GReg pg fil (Le revers opposé au fil d'un couteau, &c.)

qizl ar falc'h

1732
Daveenn : GReg pg fil (Le revers opposé au fil d'un couteau, &c.)

kil an dorn

1850
Daveenn : GON.II pg dourn, dorn

un taol a gil

1850
Daveenn : GON.II pg kîl (un coup de revers).

kil

1850
Daveenn : GON.II pg kîl (Le dos. Le revers. Le côté opposé. Le derrière. Le sens contraire. L'arrière), kilpennad

kil ur gontell

1850
Daveenn : GON.II pg kîl (le dos d'un couteau).

kil

1850
Daveenn : GON.II pg a-gil

Mont a ra war e gil.

1850
Daveenn : GON.II p.96, livre second, "Il recule".

« Setu amañ Laouig a zo mat e groc'hen / D'ho koleiñ kil ha troad, evel ur soudanenn. »

1867
Daveenn : MGK p105

En em gavet e-tal an nor, ar sakrist a skoas warni tri daol sec’h gant kil e zorn ; ar chouanted a chome hep tennañ o alan da selaou ; netra ne fiñve en ti.

1877
Daveenn : EKG.I. p.117

E dog erienet-ledan bou[n]tet gantañ war gil e benn, e tresas an Tad gant penn e vazh ur bras a gelc’h-hud en-dro d’ar gov.

1923
Daveenn : SKET p.37

kil

1931
Daveenn : VALL pg arrière

war e gil

1931
Daveenn : VALL pg arrière

Job ha Lom a gendalc’he da waskañ war benn kil ha treid al loenig.

1944
Daveenn : ATST p.65

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial