Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(gant ur verb a denn d'an dilec'hiañ) War-du an adreñv. Mont war-gil. En he ribouloù e vale ar c'hoz kenkoulz war-eeun evel war-gil. HS. war-dreñv, war-giz, war-souz. ES. a-raok, war-raok.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

monet war e gil

1732
Daveenn : GReg pg (marcher en) arriere

àr-gil

1732
Daveenn : GReg pg arriere (en reculant)

war-gil

1927
Daveenn : GERI.Ern pg argil

àr-gil

1927
Daveenn : GERI.Ern pg argil

war-gil

1931
Daveenn : VALL pg (en) arrière (à reculons)

Diouzh ment resis ar c'hi e seblante bezañ : n'hello ket sur al loen paour, a soñjen, treiñ ha distreiñ e-barzh, ret e vo dezhañ mont d'e blas war-gil ha kousket war e hed.

1992
Daveenn : EAZB p. 108

ur gammed war-gil a reas an den kozh, souezhet-mik hag un tammig feuket.

2012
Daveenn : DJHMH p37

Notennoù studi

E 1732 e teu war-wel ar stumm rannyezhel àr-gil, e geriadur Gregor a Rostrenenn.

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial