E porzh bihan ar skolaj e oamp, e-kichen ar chapel ; krog ’oa dija an ofis, ha klevout a raen va c’henskolidi o kanañ O Salutaris ; eus dor ar sekretiri e teue d’am bete c’hwezh an ezañs, ha santout a ran c’hoazh war va muzelloù blaz c’hwerv an delienn lore na baouezen ket da grignat en ur sellout ouzh ar paour kaezh den a droe kein din pa felle dezhañ torchañ e zaoulagad gant e gildorn.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
kildornad