Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.g. 1. Ober kildroioù. Ar gwezvoud o kildreiñ. Ar stêrioù a hiboude en ur gildreiñ dre ar maezioù. An avel a gildroas hag a gorollas e-pad daou zevezh. Elfennoù o kildreiñ. DHS. kornigellat, punañ, troellañ, troiata, troidellañ, troiellat. 2. Dre ast. Mont du-mañ, du-hont, hep pal resis prl. An heol a sach war ar planedennoù hag a vir outo a gildreiñ dre ar bed. David hag e dud a gildroe tu-mañ ha tu-hont. DHS. bale, kantren. HS. punañ, troidellañ. 3. TREIÑ HA KILDREIÑ : mont du-mañ, du-hont, hep pal resis prl. A-bouez treiñ ha kildreiñ dre maezioù Breizh-Izel en em gavas Marzhin war gwrimenn Brekilien. HS. punañ, troellañ, troidellañ.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

Kildroet en deus a-hed an deiz.

1850
Daveenn : GON.II pg kildrei (Il a erré tout le jour).

kildreiñ

1850
Daveenn : GON.II pg kildrei pour kildrôi non usité (Errer, aller à l'aventure).

kildreiñ

1850
Daveenn : GON.II pg kildrei (Errer, aller à l'aventure).

kildroet

1850
Daveenn : GON.II pg kildrei (Errer, aller à l'aventure. Part.)

Pa oan o kildreiñ du-mañ, du-hont, me ha gwelout ar paotr yaouank barv melen am boa remerket an derc'hent en ti-kêr, an aotrou de la Guichardière.

1944
Daveenn : EURW.1 p71

P'edon o vont d'am labour edo adarre an nijerez divaskell ruz o kildreiñ a-us d'ar porzh, a-raok diskenn gant keleier eus ar gêr marteze !

1985
Daveenn : DGBD p57

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial